Klask
« emezon »
Frazennoù kavet : 301
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
-
🔗 meus ket... 'oant ket abred din da welet anezhe evit ar bloaz, warlene 'ma gwelet anezhe kentoc'h, un tamm, ya 'vat ! 'oan ket en gortoz dionte hañ ! ha me o welet, « arri a rez din o fraoñval, ah, hirondelled ! daon ! me a soñje din gwelet anezhe, emezon-me »
[...]
je n'ai pas... je ne les ai pas vues de bonne heure cette année, l'an dernier je l'ai avais vues plus tôt, un peu, mais oui ! je ne les attendais pas hein ! et moi de voir, « tu viens vers moi en bourdonnant, ah, des hirondelles ! dame ! moi je pensais les voir, dis-je »
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 ar wech kentañ din da welet hirondelled herie ! ma defes amañ e welfes anezhe war an doenn aze, lâret 'ma da Marie-Claire, « me, amañ war ar gador, xxx ( ?) 'teus ket gwelet an hirondelled c'hoazh ? » « nann 'vat ! emezi » « ma, me, *meusom... bremañ-souden, emezon-me, 'meus gwelet c'hwec'h war an doenn amañ » hag e oant 'ba... o c'hoari war... ba kornioù ar prenechoù aze, ya 'vat ! c'hwec'h
[veʃˈke̞ntɑ̃]
aujourd'hui c'est la première fois que je vois des hirondelles ! si tu venais ici tu les verrais sur le toit là, j'avais dit à Marie-Claire, « moi, ici sur la chaise, xxx ( ?) tu n'as pas encore vu les hirondelles ? » « mais non ! dit-elle » « bien, moi, *tout à l... tout à l'heure, dis-je, j'en ai vu six sur le toit ici » et elles étaient à... en train de s'activer sur... dans les coins des fenêtres là, mais oui ! six
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. bremañ eo... ar bier 2. ya 'vat ! 1. met... me a oa bet oc'h ober ur valeadenn betek an traoñ aze Disul 2. un uzin vier zo digoret ba Tonkedeg ! 1. ha 'oa ket nemet des capsules euh... bier part... 2. une usine de bière 1. penn-da-benn an hent ! « unan bennak, emezon-me, a ev bier ! » 2. e-lec'h e oa ar menuiserie Menou gwechall 1. sur ! kar ret e vez divouchañ anezhe hañ ! 2. aet eo wa... miz zo eo deut war-raok ! miz zo eo bet inoguret 1. piv ? 2. krog eo
[...]
1. maintenant c'est... la bière 2. mais oui ! 1. mais... moi j'avais été faire une balade jusqu'en bas là dimanche 2. une usine de bière a ouvert à Tonkedeg ! 1. et il n'y avait que des capsules euh... de bière part... 2. une usine de bière 1. tout le long du chemin ! « quelqu'un, dis-je, bois de la bière ! » 2. là où était la menuiserie Menou autrefois 1. sûr ! car il faut les déboucher hein ! 2. elle a démar... ça fait un mois qu'elle a démarré, elle a été inaugurée il y a un mois 1. qui ? 2. elle a commencé
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 Me, feiz, me a oa ba ar porzh, ba ar menaj. Me a wele... un oto o tremen. 'Ma gwelet un oto vihan hag a oa... ruz du lous aze e oa, o vont war-grec'h tout. Bon, n'anavezen ket anezhañ evel-se. Kenkent e welen anezhañ o tremen. War-draoñ adarre. Da welet hag-eñ e oan-me er gêr. Eñ 'na doutet moarvat. Hag e oan war ar porzh... me o welet anezhañ o vont war-grec'h adarre ! « Damen e vo ! Petra a sinifi se ? emezon-me ». Ha sellet deus skrec'h.
[...]
Moi, ma foi, j'étais dans la cour, dans la ferme. Je voyais... une voiture qui passait. J'avais vu une petite voiture qui était... rouge noire sale là, allant vers tout là-haut. Bon, comme ça je ne le connaissais pas. Aussitôt je le vois passer. Vers le bas de nouveau. Pour voir si j'étais chez moi. Il avait douté sans doute. Et j'étais sur la cour... je le vois qui remonte de nouveau ! « Sacrebleu ! Qu'est-ce que ça signifie ? dis-je ». Et [moi] de regarder vers le haut [où est le chantier de la maison].
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 « Bremañ out trop tard, emezon-me, du-mañ emañ ! » Oh, me eo an hini a oa al laer ! Arri 'ma laeret ar gontell ivez peogwir 'ma hini... 'ma c'hoant da gaout ur gontell ! Ya ! Unan vrav a oa ! Tirbouchon, tout a oa (aze ?). Tout... tout... tout ! Ya. Hoñ a oa brav ! Oh, bez... bezañ e oa din. Me a oa aet ba ar c'hav pa oa ar reoù all c'hoari ba ar porzh. En vitesse. E oa (diskennet xxx ?) un tamm bihan, nompas serriñ an nor. Tapet e gontell. Ba ma godell ba ar c'hlas. D'achuiñ. Ya.
[...]
« Maintenant tu es trop tard, disais-je, il est chez moi ! » Oh, c'était moi le voleur ! J'avais volé le couteau aussi puisque je n'en avais... j'avais envie d'avoir un couteau ! Oui ! C'était un beau ! Tirebouchon, il y avait tout (là ?). Tout... tout... tout ! Oui. Il était beau ! Oh, il était... était à moi. J'étais allé dans la cave quand les autres étaient dans la cour. En vitesse. xxx était (descendu xxx ?) un petit peu, ne pas fermer la porte. [J'avais] pris le couteau. Dans ma poche dans la classe. Pour finir. Oui.
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 met me... a-wechoù e vezan o soñjal se, pa 'h an d'ober hom c'homisionoù, « nom de diou ! emezon-me, damen ! 'welan ket nemet tud livet partout, dam ! ar re-se, emezon-me, 'gleont ket kaozeal brezhoneg kalz, 'soñj ket din »
[...]
mais moi... parfois je pense à ça, quand je vais faire nos courses, « nom de dieu ! dis-je, dame ! je ne vois que des gens de couleur partout, dame ! ceux-là, dis-je, ne doivent pas savoir beaucoup parler breton, je ne pense pas »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. ah, ya, ya, ya ! es... esplozet 2. eñ zo evel un tenn ! me 'meus bet doan ba... ba... aze e oan, « petra zo arri amañ ? emezon-me », me d'an ti da gontrolliñ
[...]
1. ah, oui, oui, oui ! ex... explosé [pneu] 2. ça c'est comme un tir ! moi j'ai eu peur dans... dans... j'étais là, « qu'est-ce qui se passe ici ? dis-je », moi d'aller à la maison pour contrôler
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. ben ya, ar batronez a oa ba ar volant a oa lazhet-moust, lazhet-moust ! hag an oto a oa... pleget ar chasi, a-benn neuze 'na bet ur vazhad gant ar moto, ya, ya... eñ a oa skoet dreisti 2. se zo kaoz, pa glevan komz deus motoioù ha pa glevan motoioù, o tremen, oh, la, la ! la, la ! « c'hwi, emezon-me, na gomprenit ket petore dañjer eo ! » 1. deus ar moto e oa, (eñ a glee bezañ tost sur a-walc'h ?) 2. c'hwi, marteze, a ra ivez, ober moto ?
[...]
1. ben oui, la mère de famille qui était au volant avait été tuée sur le coup, tuée sur le coup ! et la voiture avait... le châssis de plié, pour alors elle avait eu un choc avec la moto, oui, oui... il avait été projeté par-dessus elle 2. c'est pour ça, quand j'entends parler de motos et quand j'entends des motos passer, oh, là, là ! là, là ! « vous, dis-je, vous ne comprenez pas quel danger c'est ! » 1. il était de la moto, (il devait être proche sûrement ?) 2. vous, peut-être, que vous faites aussi, faire de la moto ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. met aze e dremen... 2. oh ! me 'mez horreur deus se ! 1. war hent Kervaria... 2. un oto out war beder rod memestra ! 1. koulskoude, aze eo dañjeruz met... peogwir e vezan o selaou, « daoust hag-eñ, emezon-me, a akuitfont... an dro-gorn en traoñ aze », e vezan o sel... ha... ha kazi ken e vezont arri Pont ar Stank, ac'hanta, e glevan anezhe c'hoazh 2. ya
[ˌpõnəˈstɑ̃ŋ]
1. mais là il en passe... 2. oh ! moi j'ai horreur de ça ! 1. sur la route de Kervaria... 2. avec une voiture tu es sur quatre roues quand même ! 1. pourtant, là c'est dangereux mais... puisque je les écoute, « est-ce qu'ils, dis-je, réussiront... le virage en bas là », je suis en train d'éc... et... et pratiquement quand ils arrivent à Pont ar Stank, eh bien, je les entends encore 2. oui
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 Eñ 'h ae da gousket e-pad ar brezel bah eu... Peogwir e oa né... né en... la classe 42. Hag e oa an Almanted oc'h esa daspign anezhe-tout, ar reoù yaouank, d'ar c'houlz-se. Daspign tout la classe 42. Ha... feiz... 'dant aon e vije daspignet hag e arrie an Almanted deus an noz. Ya. Ha... hag... feiz, e dad a lâre dezhañ « fidamdoue ! ma 'h ez ba da gambr, emezon-me, pe ba... da gousket ba an ti pe xxx ( ?), feiz, eo risket ma ve graet dit sevel, pa vo fouilhet.
[...]
Il allait dormir pendant la guerre dans euh... parce qu'il était né... né en... la classe 42. Et les Allemands essayaient de tous les rafler, les jeunes, à cette époque-là. Rafler toute la classe 42. Et... et... ma foi, son père lui disait « bon sang ! si tu vas dans ta chambre, dis-je, ou dans... aller dormir dans la maison ou xxx ( ?), ma foi, c'est risqué si on te fait te lever, quand ce sera fouillé.
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. 'ma goullet gantañ, « ha da donton, mont a ra mat ? » « dam, ya met marv eo ! emezañ, n'eus ket keit-se zo, miz zo pe miz hanter zo » « 'ma klevet mann ebet, emezon-me » 2. deus pelec'h 'tije klevet ? 1. hag ur c'hoar d'e vamm zo marvet aze, hoñ a oa kozh ivez, arri eo... hola ! oh, e oa o vont da gaout kant vloaz evit an deizioù, eo marv, hoñ a oa seurez
[...]
1. je lui avais demandé, « et ton oncle, il va bien ? » « dame, oui mais il est mort ! qu'il dit, il n'y a pas si longtemps que ça, il y a un mois ou un mois et demi » « je n'avais rien entendu, dis-je » 2. d'où aurais-tu entendu ? 1. et une sœur de sa mère est décédé là, elle était vieille aussi, elle avait atteint... oh là ! oh, elle allait avoir cent ans ces jours-ci, elle est morte, elle était religieuse
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. « n'ez ket da reiñ dezhi ar briz-se » 2. hir e oa e fri ! 1. « n'on ket e-sell d'ober, emezon-me, hañ ! n'on ket e-sell d'ober » 2. ha hardi e oa
[...]
1. « ne va pas donner ce prix-là [payer un champ] » 2. il avait le nez long ! 1. « je n'ai pas l'intention de le faire, dis-je, hein ! je n'ai pas l'intention de le faire » 2. et il était déterminé
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 « bah... bah Briantel emezi zo un tumulus », ha, feiz, ma lâret dezhi, « n'eo ket Briantel eo, emezi, Sant-Tomaz », izeloc'h aze, hag e oamp aet da welet hom-div, da glask... dans le vide peogwir me 'oaren ket pelec'h e oa se, ha 'meump bet ur chañs inouïe, Gaëtan 'na lâret dimp 'na bet un professeur de breton deus Sant... deus Sant-Tomaz, ha me o welet anezhañ ba ar gêr gant e... compagne, ha neuze e oa unan all gante c'hoazh, « oh, daon ! oh, ni 'meump chañs herie, » 'ma lâret... je dis à... Nolwenn, « amañ zo unan marteze, eñ zo professeur de breton ba Roazhon, emezon-me, eñ a oar marteze pelec'h emañ le tumulus », ha 'na lâret dimp pelec'h e oa
[... - ... ˌbɻiˈɑ̃təl ... - ... - ... ˌbɻiˈɑ̃təl ... - ... - sɑ̃nˈtomas - ... - ... - ... - ... - ... - ... zɑ̃nˈtomas - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˈɻaˑõn ... - ...]
Pleuzal
Gant : Ived Jugon, ganet e 1937 e Koadaskorn, o chom e Pontrev, tud bet ganet e Koadaskorn / Koadaskorn.
Da nav bloaz he deva dilojet deus Koadaskorn da BleuzalDastumer : Tangi (2023-11-25)
-
👂 🔗 ma, achu on ! emezon-me, hag an deiz-se 'mamp tud da... da... da resev deus an noz kwa, ha homañ a oa kouezhet entretemps
[...]
bien, j'ai fini [mon travail] ! dis-je, et ce jour-là nous devions... recevoir des gens le soir quoi, et elle était tombée entretemps
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond Daniel, ganet e 1942 e Louaneg, o chom e Louaneg, tud bet ganet e Louaneg / Louaneg.Dastumer : Tangi (2023-10-26)
-
👂 🔗 ha 'ma lâret d'an noter « me zo... 'meus graet daou goañv, emezon-me, 'rin ket tri ! me n'on ket kat da sevel ar viñs eu... emezon-me, ken ha... eu... 'h an da... 'h an da vatisañ, 'h an da c'houll ur permi da batisañ 'ba ar Roc'h » « n'out ket o vont da batisañ memes tra ! emezañ, peogwir 'teus lokaterien, ha... int yaouankoc'h evitout ! eh, ben, 'teus ket nemet reiñ koñje... dezhe, emezañ, pa vo fin o feurm, 2, 3... eu... ouai, 3, 6, 9 »
[...]
et j'avais dit au notaire « moi je suis... j'ai fait deux hivers, dis-je, je n'en ferai pas trois ! moi je ne peux plus monter l'escalier euh... dis-je, et... euh... je vais... je vais bâtir, je vais demander un permis pour bâtir à ar Roc'h » « tu ne vas quand même pas construire ! dit-il, puisque tu as des locataires, et... ils sont plus jeunes que toi ! eh, ben, tu n'as qu'à leur... donner congé, dit-il, quand leur location se terminera, 2, 3... euh... ouai, 3, 6, 9 »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michela Mordelez, ganet e 1937 e Peurid, o chom e ar Roc'h, tud bet ganet e Peurid / Koadaskorn.
Aet da chom da Drogeri da 27 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-10-04)
-
👂 🔗 « me 'meus gwelet ac'hanout, emezañ, o wintañ 100 kg gant ur vrec'h, me zo aze bremañ evit lâret, emezañ » « ya, ober a raen, emezon-me, 100 kg a raen gant ur vrec'h » ya met an tu 'meus hañ ! an tu 'meus, eñ 'neus ket bet stoket deus ar sac'had !
[...]
« moi je t'ai vu, dit-il, soulever 100 kg avec le bras, je suis là maintenant pour le dire, dit-il » « oui, je le faisais, dis-je, je faisais 100 kg avec un bras » oui mais j'ai la technique hein ! j'ai le coup, lui il n'a pas touché le sac !
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 hag eñ da gomañs « an hini a gemer hag a ro, a lak ar garantez en pep bro ! » ha me a oa a-drek, teir pe beder n'onn petra evel-se, ha me da lâret dezhañ « hag an hini a gemer, emezon-me, hep reiñ, a lak ar garantez da dreiñ ! »
[...]
et il commença « celui qui prend et qui donne, il distribue l'amour dans tous les pays ! » et moi j'étais derrière, trois ou quatre je ne sais pas quoi [rangs] comme ça, et moi de lui dire « et celui qui prend, dis-je, sans donner, il fait s'éteindre l'amour ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 « c'est de ta faute, emezon-me, si j'ai eu deux gifles, emezon-me » 'ma lâret dezhi en ur wic'hal
[nœꝛˈwĩˑhal]
« c'est de ta faute, dis-je, si j'ai eu deux gifles, dis-je » que je lui avais dit en pignant
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 « met... c'hwi zo o chom en Pleuveur emezañ ? » « ya 'vat ! emezon-me, pell zo, peogwir on ganet en Pleuveur, ha 'meus demenajet teir gwech, emezon-me, ha 'meus ket gallet kuitaat Pleuveur »
[... - ... plœˈvœˑɹ ... - ... - ... - ... - ... plœˈvœˑɹ - ... - ... - ... plœˈvœˑɹ]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Job Karre, ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 a-benn fin an dro 'ma... 'ma bet kresk, ha pa oan arriet er gêr 'ma sellet war ma fiche de paye, oh, ma ene ! « eñ... 'meus ket bet a gresk, emezon-me, oh ! me ac'h a en-dro, me ac'h a en-dro diouzhtu » 'ma lâret d'am wreg
[...]
et pour finir j'avais... j'avais eu une augmentation, et quand j'étais arrivé à la maison j'avais regardé sur ma fiche de paye, oh, bon sang ! « il... je n'ai pas eu d'augmentation, dis-je, oh ! moi je retourne, moi je retourne tout de suite » que j'avais dit à ma femme
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Job Karre, ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-11)