Klask
« hen-mañ-hen »
Frazennoù kavet : 17
-
🔗 1. gwechall en em diblase an dud war o zreid, ha 'h aent a-dreuz dre ar parkoù, « boñ, herie 'h eomp d'evañ kafe e-ti hen-mañ-hen, 'h eomp a-dreuz dre ar park », hag em eus bet klevet... 2. kerzhet war... 1. ma vamm o lâret penaos... 2. kerzhet war ar yeotenn ! 1. nann... 2. nann ? 1. eu... boñ ! « 'h eomp dre ar park » « ya ! » « hag donc 'h eomp en-dro dre aze » 2. ya 1. ha na gavent ket goude an toull-karr da vont e-maez ! 2. oh, nann ! 1. hag e oa... gwechall e vije... teilet, graet bernioù bah... bah ar parkoù gant eu... o charreat teil, ha 'raent ket nemet derc'hen d'en em skeiñ gant ar bernioù teil, ha derc'hen d'ober an dro d'ar park, na gavent ket an toull-karr ! 2. ya !
[...]
1. autrefois les gens se déplaçaient à pied, et ils allaient à travers champs, « bon, aujourd'hui nous allons boire le café chez untel, nous allons passer par le champ », et j'ai entendu... 2. marcher sur... 1. ma mère dire que... 2. marcher sur l'herbe [d'oubli] ! 1. non... 2. non ? 1. euh... bon ! « nous allons par le champ » « oui ! » « et donc nous allons revenir par là » 2. oui 1. et ils ne trouvaient pas après l'entrée de champ pour sortir ! 2. oh, non ! 1. et il y avait... autrefois on... amendait, on faisait des tas dans... dans les champs avec euh... en charroyant du fumier, et ils ne faisaient que continuer de se cogner dans des tas de fumier, et continuer de faire le tour du champ, ils ne trouvaient pas l'entrée du champ ! 2. oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
👂 🔗 oh, hen-mañ-hen a lâras, (evel-henn pe evel-hont ?), da lâret eo, me a soñj...
[...]
oh, untel dit, (comme ceci ou comme cela ?), c'est-à-dire, moi je pense...
???
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, marvet e 2026, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 « ti hen-mañ-hen » a vije lâret ha mat kwa
[ti ˌhɛnmɑ̃ˈhɛn ˌviˑʒe ˈlɑˑd a ˈmɑˑt kwa]
« chez untel » qu'on disait et c'est tout quoi
Gant : Ivet an Du, ganet e 1937 e Kaouenneg, o chom e Kaouenneg, tud bet ganet e Kaouenneg / Kaouenneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. n'eo ket gouvezet piv a c'honezo c'hoazh ? a-wechoù e glevan ac'hanout o lâret 2. hein ? 1. pa vezont komañset e lâret « oh ! hen... hen-mañ-hen a c'honezo », aze 'oarez ket c'hoazh piv... 2. piv a c'honeza ? 1. nann 2. Contador
[ne kə gu'veɛt piw hɔ̃'neo - ˈweˑʒu - pe vɛɲ ko'mɑ̃sət - henmə'he:n hɔ̃'neo]
1. on ne sait pas encore qui gagnera ? parfois je t'entends dire 2. hein ? 1. quand ils commencent, tu dis « oh ! un... un tel gagnera », là tu ne sais pas encore qui... 2. qui gagne ? 1. non 2. Contador
Gant :
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.Dastumer : Tangi
-
🔗 hen-mañ-hen
[he̞nmə’he̞:n]
un tel
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hen-mañ-hen 'neus torret e gorn-butun
[ˌhe̞nmə’he̞n nøs ’tɔɹəd i gɔɹn’bytyn]
un tel a cassé sa pipe [décédé]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hen-mañ-hen zo barrekoc'h gant e labour
[he̞nmə’he̞:n zo ba’ʁekɔh gɑ̃n i ’lɑ:buʁ]
un tel est plus avancé dans son travail
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. n'eo ket gouvezet piv a c'honezo c'hoazh ? a-wechoù e glevan ac'hanout o lâret 2. hein ? 1. pa vezont komañset e lâret « oh ! hen... hen-mañ-hen a c'honezo », aze 'oarez ket c'hoazh piv... 2. piv a c'honeza ? 1. nann 2. Contador
[ne kə gu'veɛt piw hɔ̃'neo - ˈweˑʒu - pe vɛɲ ko'mɑ̃sət - henmə'he:n hɔ̃'neo]
1. on ne sait pas encore qui gagnera ? parfois je t'entends dire 2. hein ? 1. quand ils commencent, tu dis « oh ! un... un tel gagnera », là tu ne sais pas encore qui... 2. qui gagne ? 1. non 2. Contador
Gant :
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Deus d'evañ bannac'h eta eme hen-mañ-hen. Daon, ya, me zo a-baouez d'evañ ivez. Daon ya, me 'meus graet ivez, eme egile, ha fidedoulle, ingal eo.
[døs'teːvã 'bãh ta me ˌheˑnmə'heːn – dãwn ja me zo 'bɔwəs 'teːvã iə – dãwn ja me møs 'kwɛd iə me e'giːle – a fidø'dule 'iŋgal e̞]
Viens boire un coup, disait tel-ou-tel. Oui, je viens d'en boire un. Oui, moi aussi, disait l'autre, et nom d'un chien, peu importe.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 n'out ket bet o welet hen-mañ-hen aze ?
[nut kə be ’wɛ:ləd ˌhe̞nmə'he̞n ɑhe]
tu n'as pas été voir un tel là ?
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 hen-mañ-hen
[ˌhe̞nmə’he̞:n]
un tel
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 hen-mañ-hen 'neus lâret din chom gant ma merenn
[ˌhe̞nmə’he̞:n nøz ’lɑ:rət tĩ ʃɔm gɑ̃n mə mɛrn]
un tel m'a dit de rester déjeuner
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hen-mañ-hen a gont se
[ˌhe̞nmə’he̞n gɔ̃n ze]
un tel raconte ceci
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bezañ zo ur promesti briedelezh, a lâre ar person, etre hen-mañ-hen ha...
[’beɑ̃ zo pro’mɛsti ˌbriɛ’de:ləs ’lɑ:rɛ ’pɛrsɔ̃n tre ˌhe̞nmə’he̞n a]
il y a une promesse de mariage, disait le curé, entre un tel et...