Frazenn n° 98112
-
🔗 1. gwechall en em diblase an dud war o zreid, ha 'h aent a-dreuz dre ar parkoù, « boñ, herie 'h eomp d'evañ kafe e-ti hen-mañ-hen, 'h eomp a-dreuz dre ar park », hag em eus bet klevet... 2. kerzhet war... 1. ma vamm o lâret penaos... 2. kerzhet war ar yeotenn ! 1. nann... 2. nann ? 1. eu... boñ ! « 'h eomp dre ar park » « ya ! » « hag donc 'h eomp en-dro dre aze » 2. ya 1. ha na gavent ket goude an toull-karr da vont e-maez ! 2. oh, nann ! 1. hag e oa... gwechall e vije... teilet, graet bernioù bah... bah ar parkoù gant eu... o charreat teil, ha 'raent ket nemet derc'hen d'en em skeiñ gant ar bernioù teil, ha derc'hen d'ober an dro d'ar park, na gavent ket an toull-karr ! 2. ya !
[...]
1. autrefois les gens se déplaçaient à pied, et ils allaient à travers champs, « bon, aujourd'hui nous allons boire le café chez untel, nous allons passer par le champ », et j'ai entendu... 2. marcher sur... 1. ma mère dire que... 2. marcher sur l'herbe [d'oubli] ! 1. non... 2. non ? 1. euh... bon ! « nous allons par le champ » « oui ! » « et donc nous allons revenir par là » 2. oui 1. et ils ne trouvaient pas après l'entrée de champ pour sortir ! 2. oh, non ! 1. et il y avait... autrefois on... amendait, on faisait des tas dans... dans les champs avec euh... en charroyant du fumier, et ils ne faisaient que continuer de se cogner dans des tas de fumier, et continuer de faire le tour du champ, ils ne trouvaient pas l'entrée du champ ! 2. oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-04-29)