Klask
« kat »
Frazennoù kavet : 654
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33
-
🔗 Ha goude, ar person 'na goullet gant ar merc'hed yaouank, div pe deir blac'h yaouank ba ar menajoù ba... ba... Kamlez. « Petra zo kaoz n'oc'h ket aet d'ar bal herie noz ? » « n'omp ket kat da vont », eme... 'na lâret... 'nea lâret d'ar person, « n'efomp ket d'ar bal, eme ar merc'hed yaouank, kar aze, emeze, e vez graet spontailhoù. » Feiz, des peurs quoi ! Gant chas, gant chadennoù ha... feiz, xxx ( ?) hag ur vandennad deñved a-raok, 'daint bet gwelet traoù drol... Daoust hag-eñ e oa gwir tout an traoù-se ?
[...]
Et partout, le curé avait demandé à des jeunes filles, deux ou trois jeunes filles dans les fermes à... à... Kamlez. « Pourquoi n'êtes-vous pas allées au bal ce soir ? » « nous ne pouvons pas aller », dirent... elles avaient dit... elles avaient dit au curé, « nous n'irons plus au bal, dirent les jeunes filles, car là, disaient-elles, il y a des épouvantails de fait. » Ma foi, des peurs quoi ! Avec des chiens, avec des chaines et... ma foi, xxx ( ?) et un troupeau de moutons devant, elles avaient vu des choses bizarres... Est-ce que tout ça était vrai ?
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. amañ ! dam, Kroaz ar Skijo... n'eo ket a-bell, me a dremene gant ma garr aze, bud ar c'harrefour alies a-raok, pa 'h aen da gas hariko, pa 'h aen aze, « non de dious ! » hag e vijen o soñjal ba... ba hemañ, aze e vije gwelet chas drouk ! ha... hag o yudal ha traoù ! o krial war an hent ! 2. kemerit ur grampouezhenn 1. ba ar c'harrefour 2. peotramant e vefont kalet, tomm int ! 1. hennezh eo ar person a rae se ! person... 2. kemer... 1. person Kamlez a rae se, a-hervez e lâre an dud, eñ 'na... « n'oc'h ket aet d'ar bal ? ar bal bras gant xxx ( ?) ? c'hwi, merc'hed yaouank, zo d'ar bal » « n'omp ket kat da vont ! aze... ar spontailhoù a vez aze ba ar c'harrefour... chas drouk o yudal ha traoù, gant chadennoù !
[ˌkɹ̥waˈskiˑʒo] Perwenan JaV;MKB
1. ici ! dame, à Kroaz ar Skijo... ce n'est pas loin, moi je passais là avec ma remorque, par le carrefour souvent avant, quand j'allais pour transporter des haricots, quand j'allais là, « non de dieu ! » et je pensais à... à lui [prêtre], là on voyait des chiens méchants ! et... et qui hurlaient et tout ! en train de crier sur la route ! 2. prenez une crêpe 1. au carrefour 2. ou sinon elles seront dures, elles sont chaudes ! 1. c'est lui le curé qui faisait ça ! le curé... 2. prends... 1. le curé de Kamlez faisait ça, d'après ce que disaient les gens, il avait... « vous n'êtes pas allées au bal ? au grand bal avec xxx ( ?) ? vous, les jeunes filles, avez l'intention d'aller au bal » « nous ne pouvons pas aller ! là... les choses effrayantes qui sont là au carrefour... des chiens méchants qui hurlent et tout, avec des chaines !
Perwenan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. betek bezañ zo... 2. petra ? daou vloaz ? 1. tri bloaz ? 2. tri bloaz ? 1. daou pe dri bloaz, aze 'oa ket kat ken hañ, hag e... e vrec'h, boñ, e vrec'h... 'nea ket nemet unan ! c'hoazh eo ret gwelet ! petra a ra gant ur vrec'h ! 2. ya 1. hag eu... ar vrec'h kleiz koulskoude kwa 2. a-wechoù e vije laket xxx ( ?) 1. inkomprenabl !
[...]
1. jusqu'à il y a... 2. quoi ? deux ans ? 1. trois ans ? 2. trois ans ? 1. deux ou trois ans, là il ne pouvait plus, et son... son bras, bon, son bras... il n'en avait qu'un ! et encore il faut voir ! ce qu'il fait avec un bras ! 2. oui 1. et euh... le bras gauche pourtant quoi 2. parfois on mettait xxx ( ?) 1. incroyable !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. O treuziñ an hent, evuruzamant, 'oa arri mann ebet. Met neuze e oa ba an touflez en tu all ! Hag ar velomoteur warnañ hag ar c'harg dour war e c'henoù. Aet gant ar c'hleuz. Ha manet xxx ( ?) dindan. xxx ( ?) e oa bet en em lazhet, o kas ur *silo... une tonne d'eau war-lerc'h ur velomoteur. 'Oa ket kat da stourm. Ha chomet bah... hag o freinañ, xxx ( ?) ebet. 2. Ha neuze deus traoñ e blije dezhañ mont ivez. 1. 'Na ket piñset a-walc'h ! Ale, partiet e oa ! Ma vije arri un oto 'da riñset anezhañ.
[...]
1. En traversant la route, heureusement, il ne s'était rien passé. Mais alors il était dans le fossé de l'autre côté ! Et le vélomoteur sur lui et le chargement d'eau culbuté. Il avait tapé le talus. Et il était resté xxx ( ?) en-dessous. xxx ( ?) il se serait tué, en ramenant un silo... une tonne d'eau derrière son vélomoteur. Il ne pouvait pas résister. Et il était resté dans... et en freinant, aucun xxx ( ?). 2. Et il aimait partir du bas aussi. 1. Il n'avait pas assez pincé ! Allez, il était parti ! Si une voiture était arrivée elle l'aurait fauché.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 « daonet e vo ma ene, emezañ ! graet 'nea trizek barrikenn chistr, emezañ, ha n'eus... hag... n'eus... 'dapfont ket, emezañ, d'ar chistr nevez ! » « n'eo ket posupl e oant kat d'evañ kement-se ! » « me a lâr dit eo ! emezañ, n'eus ket nemetañ oc'h evañ ba ar gêr, emezañ, me 'h a da welet anezhañ a-wechoù, ec'h evan ur bannac'h... ur bannac'h, hag unan bennak... a dremen, emezañ, » na pa 'h afe ur varrikenn gant an dremeniri, 'na ket... 'na ket james... eñ 'na lonket anezhe tout ! ya, ah, ya ! tout ! eñ 'na lâret se din, « tout... n'out ket kat da gompren, emezañ ! » tout 'na lonket anezhe, ur varrikenn ar miz war e gont !
[...]
« que mon âme soit damnée, dit-il ! il avait fait treize barriques de cidre, dit-il, et il n'y a... et... il n'y a... ils ne feront pas, dit-il, la jonction avec le cidre nouveau ! » « ce n'est pas possible qu'ils puissent boire tant que ça ! » « je te dis que si ! dit-il, il n'y a que lui qui boit à la maison, dit-il, moi je vais le voir parfois, je bois un coup... un coup, et quelques-uns... passent, dit-il, » même si une barrique était consommée par les gens de passage, il n'avait... il n'avait jamais... il les avait toutes bues ! oui, ah, oui ! toutes ! il m'avait dit, « toutes... tu ne peux pas comprendre, dit-il ! » il les avait toutes bues, une barrique par moi pour sa pomme !
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. ya, tapet 'nea un toufad, xxx ( ?) e vije an amzer, ha skorn, skorn 'na graet an noz-se, met mezv, e oa kouezhet bah ar poull-dour, gant e visikled ! ha xxx ( ?) ur pezh moustach, ha skornañ a rae en noz-se, ha pa oa dihunet 'oa ket kat da vont a-raok, e oa... 2. e oa skornet tro-a-zro dezhañ ? 2. feiz, e voustach a oa bah ar skorn ba ar blakenn ! 'oa ket kat da fiñval, ret eo bezañ kal... eñ a oa kalet ! 'oa ket barvet, 'oa ket barvet
[...]
1. oui, il avait pris une cuite, xxx ( ?) était le temps, et du gel, il avait gelé cette nuit-là, mais ivre, il était tombé dans une flaque d'eau, avec son vélo ! et xxx ( ?) une grosse moustache, et il gelait cette nuit-là, et quand il s'était réveillé il ne pouvait pas partir, il était... 2. c'était gelé autour de lui ? 2. ma foi, sa moustache était dans la glace dans la plaque ! il ne pouvait pas bouger, il faut être du... il était dur [au mal] ! il n'était pas barbu, il n'était pas barbu
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 e gêr e oan eu... plijout a rae din ober, ober a raen a-wechoù, unan bennak 'neus bet tañveet anezhe, « oh, n'out ket kat d'ober un dousenn ? n'out ket kat d'ober div dousenn eviton ? » et puis voilà ! partiet evel-se, de fil en aiguille
[aˈweʃo]
à la maison j'étais euh... j'aimais bien faire [des crêpes], je faisais parfois, quelques-uns ont goûté, « oh, tu ne peux pas m'en faire une douzaine ? tu ne peux pas m'en faire deux douzaines ? » et puis voilà ! c'est parti comme ça, de fil en aiguille
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 fontañ amann ba ar gastelodenn ha gant ar pinceau, ya, pa 'mez tennet anezhi diwar ar gleurc'h, a-hend-all 'vefen ket kat da derc'hen d'ober krampouezh ! neuze e vefe re druz, neuze ma renkfen bezañ torchet anezhi bep tro, nann hañ !
[...]
fondre le beurre dans la casserole et [étendre] avec le pinceau, oui, quand je l'ai enlevé de la galetière, sinon je ne pourrai pas continuer de faire des crêpes ! alors ça serait trop gras, alors si je devais l'avoir nettoyé à chaque fois, non hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 hag eu... 'neus kollet ur vrec'h kwa, hag e vrec'h vat, moñs eo... e vrec'h zo aze met... n'eo ket kat da fiñval anezhi
[əˈvɻe̞ˑx]
et euh... il a perdu son bras quoi, et son bon bras [droit], il est estropié... son bras est là mais... il ne peut pas le mobiliser
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 1. O treuziñ an hent, evuruzamant, 'oa arri mann ebet. Met neuze e oa ba an touflez en tu all ! Hag ar velomoteur warnañ hag ar c'harg dour war e c'henoù. Aet gant ar c'hleuz. Ha manet xxx ( ?) dindan. xxx ( ?) e oa bet en em lazhet, o kas ur *silo... une tonne d'eau war-lerc'h ur velomoteur. 'Oa ket kat da stourm. Ha chomet bah... hag o freinañ, xxx ( ?) ebet. 2. Ha neuze deus traoñ e blije dezhañ mont ivez. 1. 'Na ket piñset a-walc'h ! Ale, partiet e oa ! Ma vije arri un oto 'da riñset anezhañ.
[...]
1. En traversant la route, heureusement, il ne s'était rien passé. Mais alors il était dans le fossé de l'autre côté ! Et le vélomoteur sur lui et le chargement d'eau culbuté. Il avait tapé le talus. Et il était resté xxx ( ?) en-dessous. xxx ( ?) il se serait tué, en ramenant un silo... une tonne d'eau derrière son vélomoteur. Il ne pouvait pas résister. Et il était resté dans... et en freinant, aucun xxx ( ?). 2. Et il aimait partir du bas aussi. 1. Il n'avait pas assez pincé ! Allez, il était parti ! Si une voiture était arrivée elle l'aurait fauché.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. Da Draezhtraou e blije dezhañ mont e-kerzh an hañv ivez. Aze e oa... aze 'nea bet chañs, prest a-walc'h e oa chomet ! 2. Aze 'na bet chañs, aze 'na bet chañs... 1. Aze e oa bet kem... kemeret gant eu... un ton dour. Hag 'oa ket kat d'en em depatouilhañ, 'ouie ket neuial. 2. Ah, ya ! 'ouie ket neuial.
[...]
1. Il aimait bien aller à Traezhtraou aussi l'été. Là il y avait... là il avait eu de la chance, il avait failli y rester ! 2. Là il avait eu de la chance, là il avait eu de la chance... 1. Là il avait été pr... pris avec euh... une tonne à eau. Et il n'arrivait pas se dépatouiller, il ne savait pas nager. 2. Ah, oui ! Il ne savait pas nager.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 Maer Rospez a oa aet, da c'hommandantur Lannuon, e-lec'h e oa... chef bras an Alman. Ya... petra... 'oa ket ba ar patriot. Oc'h esa reiñ dezhañ da gompren. Feiz... arri e oa kavet un interprète kat da gaozeal dionte. A-benn ar fin e oa bet liberet. Ken buan all e vije kaset d'an Almagn pe e oa bet lazhet. Ya. Kemeret evit ur pat... unan hag a oa ba ar patrioted. Ya, des soupçons 'na warnañ. Gallet 'na dimeziñ ! Memestra, paotr ! (Bezañ zo ?) un afer hañ ! Ac'hanta, ya. Me 'meus soñj 'vat. Ya 'vat !
[...]
Le maire de Rospez était allé, à la kommandantur de Lannuon, là où était... le grand chef des Allemands. Oui... quoi... il n'était pas dans les patriotes. Il [maire] essayait de lui faire comprendre. Ma foi... on avait trouvé un interprète capable de s'adresser à eux. Finalement il avait été libéré. Aussi vite il était envoyé en Allemagne ou tué. Oui. Pris pour un pat... quelqu'un qui était dans les patriotes. Oui, des soupçons pesaient sur lui. Il avait pu se marier ! Quand même, mon gars ! C'était une sacrée affaire hein ! Eh bien oui. Je me souviens. Mais oui !
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. pemzek vloaz eo yaouankoc'h eviton, ha me 'oaran ket pet vloaz 'meus 2. naontek vloaz eo yaouankoc'h eviton, se n'eo ket sañset... 1. ha te zo c'hwec'h vloaz koshoc'h eviton 2. kozh c'hoazh eu... 1. met aze e ran kaozioù ! 2. hoñ... hoñ a oa kat da gonduiñ c'hoazh
[...]
1. elle est quinze ans plus jeune que moi, et moi je ne sais pas quel âge j'ai 2. elle est dix-neuf ans plus jeune que moi, ça en principe ce n'est pas... 1. et toi tu es six ans plus âgé que moi 2. vieux encore euh... 1. mais là je dis des bêtises ! 2. elle... elle est encore capable de conduire
Gant :
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 war an deiz a gonduan ervat hañ ! en noz on... on kat d'ober ivez met pas re bell, 'meus ket c'hoant... nann, nann... ha neuze pase ac'hanta... pase e vez... e vez deut eu... gweturioù all oc'h arriout e-fas evel-se ac'hanta eo start eu...
[peˈse]
le jour je conduis très bien hein ! la nuit je suis... je peux faire aussi mais pas trop loin, je ne veux pas... non, non... et alors passé eh bien... passé c'est... d'autres voitures viennent... arrivent en face comme ça eh bien c'est difficile euh...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Nouel Rolland, ganet e 1939 e Koatreven, o chom e Lanvilin, tud bet ganet e Langoad / Kemperven.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 met, eh ! n'on ket... n'on ket kat da chom pell ganit peogwir zo tud ganin just !
[...]
mais, eh ! je ne peux... je ne peux pas rester longtemps avec toi puisque j'ai du monde juste [au téléphone] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona an Nedeleg (Razaved), ganet e 1936 e Ploubêr, o chom e Rospez, marvet e 2025, tud bet ganet e Ploubêr / Ploulec'h.
Bet tremenet he yaouankiz en Brelevenez ; deut da chom da Rospez en 1958Dastumer : Tangi (2024-01-03)
-
👂 🔗 1. Pa vije bet ur bugel bepred 'vije ket kat an nen d'ober tout an traoù diouzhtu. – 2. Oh geo 'vat, me 'c'horoe, pa oan arri er gêr deus ar maternité, me 'c'horoe diouzhtu. – 1. 'Ta goroet an deiz-se ? – 2. Ya mac'hat 'ha. – 1. Oh me marteze 'ma graet ivez, me 'oaran ket. 'Meus ket soñj. – 2. Geo.
1. Après avoir eu un enfant en tout cas, on n'était pas capable de tout faire tout de suite. – 2. Oh si alors, moi je trayais, quand j'étais revenu de la maternité, je trayais tout de suite. – 1. Tu avais trait ce jour-là ? – 2. Oui, bien sûr. – 1. Oh, moi aussi peut-être, je ne sais pas. Je ne me rappelle plus. – 2. Si.
Gant :
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.Dastumer : Riwal (2011-09-02)
-
👂 🔗 Met 'blij ket din lakat anezhi noz. Oh nann, aze ec'h out kat da derañjiñ an dud tout. Anfin… A-wechoù 'lakan anezhi tamm bihan. 'Vezer ket bet gwech ebet, pa 'meus bet laket anezhi, 'lavaret din da serriñ anezhi… Amañ 'vez kalm an traoù, [?] peurvuiañ. Pep hini en e loch.
Je n'aime pas la mettre le soir [allumer la télé]. Oh non, là tu peux déranger tout le monde. Enfin… Parfois je la mets un petit peu. On n'est jamais venu, quand je l'ai mise, me dire de l'éteindre… Ici c'est calme en général. Chacun dans sa chambre.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal (2013-01-13)
-
👂 🔗 eh ! n'omp ket kat da lâret dit nemet ar pezh a oaromp hañ !
[...]
eh ! nous ne pouvons te dire que ce que nous savons hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Nikol an Davai (ar Chapalan), ganet e 1945 e Pleuzal, tud bet ganet e Prad / Lezardrev.Dastumer : Tangi (2023-10-28)
-
👂 🔗 na vez ket graet konfiañs en dud ken ivez kwa, feiz, marteze n'eus ket moaien d'ober ivez kwa, peneogwir ma ve roet re a arc'hant dezhe, ma ve... ya, ma vent ket kat da rambourz, o gle kwa, se... gle zo aezet d'ober met paeañ zo un afer all kwa
[...]
on ne fait plus confiance aux gens non plus quoi, ma foi, peut-être qu'il n'y a plus moyen de le faire non plus, puisque si on leur donne trop d'argent, s'ils... oui, s'ils ne peuvent pas rembourser, leurs dettes quoi, ça... c'est facile de faire des dettes mais payer c'est une autre paire de manches quoi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond Daniel, ganet e 1942 e Louaneg, o chom e Louaneg, tud bet ganet e Louaneg / Louaneg.Dastumer : Tangi (2023-10-26)
-
👂 🔗 hag an ouvrierien... an devezherien 'dea... 'dea... prenet, darn a oa kat d'ober kwa, a 'dea prenet tammoù douaroù evel-se, ya, Kerskoac'h, ha se zo kaoz e oa Kerskoac'h Izelañ ha Kerskoac'h Uhelañ
[... - ... - ... - ... - ... - ... – ja - kɛꝛˈskwaˑ - ... kɛꝛˌskwaˑ iˈze̞lɑ̃ a kɛꝛˌskwaˑ yˈe̞lɑ̃]
Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond Daniel, ganet e 1942 e Louaneg, o chom e Louaneg, tud bet ganet e Louaneg / Louaneg.Dastumer : Tangi (2023-10-26)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33