Klask
« maer »
Frazennoù kavet : 139
-
🔗 en travaux e vo bremañ, ha marteze e vo digor, 'neus lâret maer Lannuon, marteze e vo digor au mois d'a... ma 'h a ar santieroù war-raok, evi... oh, a-benn juin pe juillet pe...
[...]
elle [église] sera en travaux maintenant, et peut-être qu'elle sera réouverte, que le maire de de Lannuon a dit, peut-être qu'elle sera ouverte au mois d'a... si les chantiers avancent, po... oh, pour juin ou juillet...
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. ya met n'eo ket anavezet nemet dre anv « purin » 2. ya, pur... 1. « purin ! » 2. 'neus ket fosse à lisier ebet 1. « paotr an teil ! » 2. a-raok, bremañ 'neus ket loened kalz ken pa eo achu... 1. e vije tout e... 2. e vere tout an teil... tout an teil a vije kavet war an hent ! 1. purin o verañ war an hent 2. maer Rospez a deue d'ober skol dezhañ ! oh, arriet-mat e oa bet ! renket 'na karzhañ
[...]
1. oui mais il n'est connu que par son nom « purin » 2. oui, pur... 1. « purin ! » 2. il n'a pas de fosse à lisier 1. « le gars au fumier ! » 2. avant, maintenant il n'a plus beaucoup d'animaux puisque c'est fini... 1. il y avait tout son... 2. tout le fumier coulait... tout le fumier se retrouvait sur la route ! 1. du purin qui coulait sur la route 2. le maire de Rospez venait lui faire la leçon ! oh, il avait été bien reçu ! il avait dû détaler
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 maer Rospez zo deus... Plouizi, maer Rospez, deus Plouizi eo, Robin
[... ˈɻɔspəz ... - pluˈiˑzi - ... ˈɻɔspəs - ... pluˈiˑzi ... - ...]
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 Maer Rospez a oa aet, da c'hommandantur Lannuon, e-lec'h e oa... chef bras an Alman. Ya... petra... 'oa ket ba ar patriot. Oc'h esa reiñ dezhañ da gompren. Feiz... arri e oa kavet un interprète kat da gaozeal dionte. A-benn ar fin e oa bet liberet. Ken buan all e vije kaset d'an Almagn pe e oa bet lazhet. Ya. Kemeret evit ur pat... unan hag a oa ba ar patrioted. Ya, des soupçons 'na warnañ. Gallet 'na dimeziñ ! Memestra, paotr ! (Bezañ zo ?) un afer hañ ! Ac'hanta, ya. Me 'meus soñj 'vat. Ya 'vat !
[...]
Le maire de Rospez était allé, à la kommandantur de Lannuon, là où était... le grand chef des Allemands. Oui... quoi... il n'était pas dans les patriotes. Il [maire] essayait de lui faire comprendre. Ma foi... on avait trouvé un interprète capable de s'adresser à eux. Finalement il avait été libéré. Aussi vite il était envoyé en Allemagne ou tué. Oui. Pris pour un pat... quelqu'un qui était dans les patriotes. Oui, des soupçons pesaient sur lui. Il avait pu se marier ! Quand même, mon gars ! C'était une sacrée affaire hein ! Eh bien oui. Je me souviens. Mais oui !
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 Lucien Hello, a oa bet maer ba en Tremeven ivez
[... ˈɛlo - ... txeˈmeˑvən ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Klaod an Henañ, ganet e 1938 e Lannebeur, o chom e Lannon, tud bet ganet e Lannebeur / Lannebeur.Dastumer : Tangi (2025-01-13)
-
👂 🔗 Kerlaer zo... Kerlaer, an aotrou maer zo ba... o chom ba Kerlaer bremañ
[kɛꝛˈlɛˑꝛ ... - kɛꝛˈlɛˑꝛ - ... - ... kɛꝛˈlɛꝛ ...]
Plua
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Fichant, ganet e 1947 e Plua, o chom e Plua, marvet e 2025, tud bet ganet e Kemper-Gwezhenneg / Plua.Dastumer : Tangi (2024-11-19)
-
👂 🔗 an aotrou maer... Plua
[... - plyˈaˑ]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Fichant, ganet e 1947 e Plua, o chom e Plua, marvet e 2025, tud bet ganet e Kemper-Gwezhenneg / Plua.Dastumer : Tangi (2024-11-19)
-
👂 🔗 amañ emañ... zo ivez Michel... Michel Raoul, an hini zo bet maer, met hennezh n'eo ket douzh amañ, met eñ 'neus desket... desket brezhoneg ivez, eñ 'neus desket brezhoneg d'e vugale, hag eñ a oa o chom (dreist ?) da di Marie, (dreist ?) da di Marie Le Gonidec, ba ar Broust e oa o chom ya
[ˈbɻust]
Plouriou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 1. hag e deuen... aze, gant ar Moulleg, 'teus ket anavet maer Pleudeul gwechall ? 2. si, si ! 1. si... e deuent amañ d'ar Vadelen d'en em gannañ 2. xxx ( ?) 1. ya ! e vreudeur hag eñ 3. chikanet, en em chikanet
1. [... - ... - ... - ... ˈpløˑdøl ...] 2. [...] 1. [... - ... dəˈvadlən ...] 2. [...] 1. [ja - ...] 3. [... - ...]
Ploueg-ar-Mor
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Madelen Mengi, ganet e 1946 e Eviaz, o chom e Ploueg-ar-Mor.
– Bernard Konan, ganet e 1934 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Plouriou / Plouriou.
– Remond Konan, ganet e 1937 e Ploueg-ar-Mor, o chom e Ploueg-ar-Mor, tud bet ganet e Plouriou / Plouriou.Dastumer : Tangi (2026-05-20)
-
👂 🔗 ar maer a invit eu... kamaradoù
[... - kɑ̃maˈʁaˑdɔw]
le maire invite euh... des amis
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If an Troker, ganet e 1936 e Plian, o chom e Plian, tud bet ganet e Plian / Plian.Dastumer : Tangi (2025-10-08)
-
👂 🔗 Kersaliou, ah ouai euh... où est euh... gwechall e oa... ar maer o chom aze, Goarin
[kɛꝛˈzaˑlju - ... - ... - ... - ...]
Plua
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If an Troker, ganet e 1936 e Plian, o chom e Plian, tud bet ganet e Plian / Plian.Dastumer : Tangi (2025-10-08)
-
👂 🔗 ba Tresigne ya, bet on maer Tresigne e-pad ur pennad amzer met... ya ! ha 'meus soñj 'ma adgraet Pont Taviou peogwir e oa re strizh evit ar machinoù eu... hag e oa bet adledanaet, evel-se... Pont Taviou, hag eu... Milin Taviou ya, aze, e-kichen
[... ˌtxeziˈɲeˑ ja - ... txeˈziɲe ... - ja - ... - põnˈtaˑvio - ... - ... - ... - põnˈtaˑviu - ... - ˌmiˑlinˈtaˑviu ja - ... - ...]
Goudelin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pêr ar Mezeg, ganet e 1932 e Tresigne, o chom e Tresigne, tud bet ganet e Tresigne / Goudelin.Dastumer : Tangi (2024-06-05)
-
👂 🔗 Kerdaniel ya, ha hennezh zo ur vilaj un tamm bihan eu... un niz din zo aze, hag ur feurm a oa aze, met n'onn ket pelec'h emañ bremañ ar maer Tresigne met... aze e oa e feurm bepred, n'emañ ket war bord an hent kwa
[kɛꝛˈdɑ̃ɲəl ja - ... - ... - ... - ... ˌtxœziˈɲeˑ ... - ...]
Tresigne
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rene ar Garv, ganet e 1933 e Trezigne, o chom e Lannon, tud bet ganet e ar Merzher / Goudelin.
Bet eo o chom e Trezigne betek e drizek vloaz.Dastumer : Tangi (2024-08-23)
-
👂 🔗 Kerdan... Kerdaniel... ha Kerdaniel ya, pelec'h emañ Kerdaniel aze 'ta ? Kerdaniel, ya, ya ! aze emañ ar maer bremañ, n'emañ ket ? nann ?
[... - kɛꝛˈdɑ̃ɲəl - a kɛꝛˈdɑ̃ɲəl ja - ... kɛꝛˈdɑ̃ɲəl ... - kɛꝛˈdɑ̃ɲəl - ja ja - ... - ...]
Tresigne
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rene ar Garv, ganet e 1933 e Trezigne, o chom e Lannon, tud bet ganet e ar Merzher / Goudelin.
Bet eo o chom e Trezigne betek e drizek vloaz.Dastumer : Tangi (2024-08-23)
-
👂 🔗 Poull... eu... Poull ar Raned zo eu... Poull ar Raned zo... piv zo ba Poull ar Raned ? l'anc... eu... ar maer kozh
[ˌpul - ... - ˌpulˈɻɑ̃ˑnət ... - ˌpulˈɻɑ̃ˑnət ... - ... ˌpulˈɻɑ̃ˑnət - ... - ...]
Koadaskorn
Gant : Ived Jugon, ganet e 1937 e Koadaskorn, o chom e Pontrev, tud bet ganet e Koadaskorn / Koadaskorn.
Da nav bloaz he deva dilojet deus Koadaskorn da BleuzalDastumer : Tangi (2023-11-25)
-
🔗 ha goude e arriez e-ti ar maer, a-raok eu... a-raok eu... a-raok arriout e Lokrist
[... - ... - ... - ... loˈkɹ̥ist]
Koatreven
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Pommeleg, ganet e 1934 e Louaneg, o chom e Trezeni, tud bet ganet e Trezeni / Kawan.Dastumer : Tangi (2023-11-08)
-
👂 🔗 Ifig zo bet eu... goude maer deus eu... Kerva... Kervaria-Sular
[... - ... - ... - ˌkɛꝛvaˈɣiˑa syˈlaˑꝛ]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jean-Paul Simon, ganet e 1944 e Louaneg, o chom e Louaneg, tud bet ganet e Louaneg / Rospez.Dastumer : Tangi (2023-10-30)
-
👂 🔗 ya, Kernaskled ya, maer kozh Louaneg a oa o chom... Frañsoa Nicolas a oa o chom 'ba Kernaskled
[ja - kɛꝛˈnaskəd ja - ... luˈɑ̃ˑne̞g ... - ... kɛꝛˈnaskət]
Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond Daniel, ganet e 1942 e Louaneg, o chom e Louaneg, tud bet ganet e Louaneg / Louaneg.Dastumer : Tangi (2023-10-26)
-
👂 🔗 amañ e oa... Kerwilzig, met goude eo bet laeret an anv dimp, hag unan a oa koñseilherez aze 'dea lâret din, 'glejen ket bet lesket laerezh an anv, e oa laket... eo laket d'ober ur... ur ru amañ ma kerez, e-krec'h, an hent, a glejen bet kaset eu... bet o welet ar maer, bet kaset ul lizher rekomandet da lâret dezhañ 'oan ket dakor, ha 'ma ket... oh, d'ar c'houlz-se e oan en aktivite ! 'oan ket okupet gant traoù evel-se, gwelet a rez, hag e vijes... e vijes okupet gant da venaj hag a-wechoù evel-henn hag evel-hont...
[... - kɛꝛˈwilzik]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 Kerandiou eo... piv a oa o chom eno 'ta ? Kerandio... Kerandio e oa ar Bozeg o chom, ar maer gwechall, ma breur-kaer, ya ! ma breur-kaer met eu... 'oa ket bet pell breur-kaer peogwir ma c'hoar a oa marvet daou vloaz... 'oa ket bet daou vloaz goude e oant dimezet kwa, suit d'an akouchamant ya
[ˌkɛɾɑ̃nˈdiˑu - ... - ˌkɛɾɑ̃nˈdiˑo - ˌkɛɾɑ̃nˈdiˑo ... ˈboˑzək ... - ... - ... – ja - ... - ... - ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan, tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)