Klask
« menaj »
Frazennoù kavet : 1637
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47 48 49 50 51 52 53 54 55 56 57 58 59 60 61 62 63 64 65 66 67 68 69 70 71 72 73 74 75 76 77 78 79 80 81 82
-
🔗 ar wezenn, ya 'vat ! kle a ra bezañ, e-tal ar puñs ba ar menaj... bah Krec'h Avel eo anv ar gomanant, ba en traoñ aze, ya, ur wezenn... ur wezenn-gozhper, hoñ a vije an hini xxx ( ?), ya, minapl !
[ˌkɹ̥e̞ˈhaˑvəl]
Brelevenez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 ha me... me... me zo o chom ba an traoñ aze, ba ar menaj du-hont, hag e oa... e oa brein ar c'hoad, e oa graet kofraj simant tro-a-zro dezhañ, evit ordin, hag e oa ba ar porzh « ha hennezh 'vreino ket bepred, ale ! mat eo jeu ! » pa oan aet a-raok, 'ma troc'het ar viñs, diwarneañ, hag ar viñs d'ar ferraille, ha graet un toull ba an douar ba ar porzh, sachet gant an trakteur neuze... aze emañ ! ba an donder-se emañ ba an douar, ar presouar, aze e chomo ! ya 'vat ! ya, feiz, ur blok simant 'ma graet, simant-tout kazi, simant ha mein
[...]
et moi... moi... moi j'habit[ais] dans le bas là, dans la ferme là-bas, et il [pressoir] était... le bois était pourri, on lui avait fait un coffrage en ciment tout autour, pour toujours, et il était dans la cour « et celui-là ne pourrira pas toujours, allez ! impeccable ! » quand j'étais parti, j'avais coupé la vis, de dessus lui, et la vis à la ferraille, et j'avais fait un trou dans la terre dans la cour, tracté avec le tracteur alors... il est là ! il est enfoncé de cette profondeur-là dans la terre, le pressoir, il restera là ! mais oui ! oui, ma foi, j'avais fait un bloc de ciment, tout en ciment quasiment, en ciment et en pierres
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. chistr menaj ya 2. nann, n'eo ket... n'eo ket boesonier sañset, nann 1. nann, nann, chistr a vije xxx ( ?) 2. met gwechall e vije reoù o chistra evel-se deus an eil menaj d'egile ! 1. ya 'vat ! 2. ha n'eo ket ur werennad hañ ! ha eo gant ur volenn 1. oh, ya ! 2. hag e vijent o chistra 1. oh, minapl e oa ! ar roulerien... evel-se ! tremen a raent hein ! evañ chistr, ha chistr dezhe !
[...]
1. du cidre de ferme oui 2. non, il n'est pas... ce n'est pas un buveur en principe, non 1. non, non, le cidre était xxx ( ?) 2. mais autrefois il y en avait qui buvait du cidre comme ça d'une ferme à l'autre ! 1. mais oui ! 2. et ce n'est pas un verre hein ! et c'est avec le bol 1. oh, oui ! 2. et ils buvaient du cidre 1. oh, c'était terrible ! les alcooliques... comme ça ! ils passaient hein ! boire du cidre, et du cidre on leur en servait !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 Me, feiz, me a oa ba ar porzh, ba ar menaj. Me a wele... un oto o tremen. 'Ma gwelet un oto vihan hag a oa... ruz du lous aze e oa, o vont war-grec'h tout. Bon, n'anavezen ket anezhañ evel-se. Kenkent e welen anezhañ o tremen. War-draoñ adarre. Da welet hag-eñ e oan-me er gêr. Eñ 'na doutet moarvat. Hag e oan war ar porzh... me o welet anezhañ o vont war-grec'h adarre ! « Damen e vo ! Petra a sinifi se ? emezon-me ». Ha sellet deus skrec'h.
[...]
Moi, ma foi, j'étais dans la cour, dans la ferme. Je voyais... une voiture qui passait. J'avais vu une petite voiture qui était... rouge noire sale là, allant vers tout là-haut. Bon, comme ça je ne le connaissais pas. Aussitôt je le vois passer. Vers le bas de nouveau. Pour voir si j'étais chez moi. Il avait douté sans doute. Et j'étais sur la cour... je le vois qui remonte de nouveau ! « Sacrebleu ! Qu'est-ce que ça signifie ? dis-je ». Et [moi] de regarder vers le haut [où est le chantier de la maison].
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 me zo bet e Roc'harou ur wech, peogwir... unan e-tal-kichen 'na prenet ur gazeg ur wech, deus ar menaj, a-raok da... a-raok... a-raok da menaj an Iran
[... ɻoˈhaˑɻu ... - ... - ... ˈniˑɻɑ̃n]
moi j'ai été à Roc'harou une fois, puisque... un à côté avait acheté un cheval une fois, de cette ferme, avant... avant... avant la ferme Iren
Prad
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 Traou ar Wazh Vihan, 'oa ket bras ar menaj, nann... ar porzh zo da sevel evel-se, me 'meus soñj-me ba ar charabañ, gant ar gazeg hag ar porzh o sevel, un tamm pant sonn aze, d'arriet e-tal an ti, ya 'vat ! ya, Penn ar Wazh... Traou ar Wazh Vihan
[ˌtɹ̥o̞wwazˈviˑən - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... – ja - ˌpe̞nəˈwaˑs - ˌtɹ̥o̞wwazˈviˑən]
Bear-Lanneven
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 tapet e oa e-ti Gouriou, e-kichen Poulleoged ba ar menaj, ya ! gwelet a rez ! grimpet e oa deus an treuchoù, n'onn ket petra ! e-skrec'h ! aze e oa kavet, ha peogwir e oa kousket war gwele an ti ivez, a-hervez klevet, klevet 'na ar Roue o tont, hag a-benn ar fin e oa aet... pelec'h e oa en em voutet ? e-pign deus ar charpente ba e-krec'h
[puˈlɛwgəd]
il [Maillot] avait été attrapé chez Gouriou, à côté de Poulleoged dans la ferme, oui ! tu vois ! il avait grimpé aux poutres, je ne sais quoi ! en haut ! c'est là qu'il avait été trouvé, et puisqu'il dormait sur le lit de la maison aussi, à ce qu'il parait, il avait entendu Le Roy arriver, et finalement il était allé... où s'était-il fourré ? suspendu à la charpente en haut
Bear-Trezelan
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. pa arriez just war hent Louaneg 2. ya... 1. ha zo... zo ur batis menaj ba ar foñs aze, hag e oa Mari Tremael o chom e-barzh, 'oa ket ? 2. ya, Kerc'hogenn ! 1. hañ ! Kerc'hogenn... 2. Kerc'h... après, goude ti Saliou e arriez goude... ba Gwernabakon
1. [... luˈɑ̃ˑne̞k] 2. [ja] 1. [... - ... - ... - ...] 2. [ja - kɛɻˈhoˑgən] 1. [... - kɛɻˈhoˑgən] 2. [... - ... - ... - ... ˌgwɛɻnəˈbakõn]
Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. Gwernabakon 2. ah, Gwarnabakon... 1. ah, Gwernabakon ! 2. Gwarna... 1. ya ! 2. Gwarnabak... Gwernabakon 1. oui ! moi j'ai connu... me 'meus anavezet aze ! 2. met aze zo ur menaj c'hoazh ivez ! 1. me 'meus anavezet aze, e oa un Nicol
1. [ˌgwɛɻnəˈbakõn] 2. [a - ˌgwaɻnaˈbakõn] 1. [a - ˌgwɛɻnəˈbakõn] 2. [...] 1. [ja] 2. [... - ˌgwɛɻnəˈbakõn] 1. [... - ... - ...] 2. [...] 1. [... - ...]
Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. c'hoazh zo Bro-Saoz 2. ha goude emañ e-ti... 1. hennezh zo dispennet, Bro-Saoz n'eus mann ebet ken, Bro-Saoz... rasés tous les vieux bâtiments 2. ha... hag ar menaj zo e-kichen Chapel Sant-Toel ? 1. ya, Claude Berrsae... 2. ya, petore anv menaj... 1. n'onn ket petore anv 'neus
1. [... bɻoˈzo̞ˑs] 2. [...] 1. [... - bɻoˈzo̞ˑs ... - bɻoˈzo̞ˑs - ...] 2. [a - ... ˌʃapəlzɑ̃nˈtoˑəl] 1. [ja - ... bɛɻˈze̞ˑ] 2. [ja - ...] 1. [...]
Rospez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 neuze Kerbri ! ar menaj ba ar foñs, Kerbri, ar menaj ba an hent bihan, ya, ya, a-drek ar chapel, a-rez ar chapel 'h aer e-barzh, Kerbri !
[... kɛꝛˈbɻiˑ - ... - kɛꝛˈbɻiˑ - ... - ja - ja - ... - ... - kɛꝛˈbɻiˑ]
Rospez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 neuze emañ an Dilheg, ar menaj zo ba ar bourk, en plein, e-lec'h e vez gwerzhet otoioù bremañ, aze zo xxx ( ?) zo otoioù ba ar menaj-se, otoioù occasions ha reoù nevez... marteze 'werzh ket reoù nevez, aze emañ an Dilheg, aze e oa ur menaj, aze e oa ar Feuntren gwechall ivez, an hini a oa ba Kerloaz... deus aze e oa, Dezire, ya, aze e oa... aze emañ... e oa an Dilheg, an Dilheg
[... ˈndiʎe̞k - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˈndiʎe̞k - ... - ... ˈfœtɹ̥ɛn ... - ... kɛꝛˈlwaˑs ... - ... - ... - ja - ... - ... - ... ˈndiʎe̞k - ənˈdiʎe̞k]
Rospez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. ha machin... machin a oa war Rospez ivez ? komanant Gwegan ? 2. Ujen Gwegan, ya... 1. petore anv menaj e oa honnezh ? 2. me a glev komz ordin deus Gwazhoure deus tout ar re-seoù kazi... hag ar re-seoù 'deus un anv memestra hañ ! oh, ya ! met e vije lâret Ujen Gwegan Gwazhoure
1. [... - ... ˈɻɔspəz ...] 2. [...] 1. [...] 2. [... gwaˈzuˑɻe̞ ... - ... - o ja - ... - ˌyʒɛnˈgweˑgən gwaˈzuˑɻe̞]
Rospez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 ar Wern Vunut ! limit Rospez Kermaria-Sulart, emañ ar menaj-se, e penn ar pignon zo... e penn pignon an ti zo... ha... ha zo stok ur wenojenn vihan da separiñ Kervaria machin, Remond Morvan a oa o chom aze, a-rao... deut aze en retred, Remond Morvan, « me, eme Remond, ma dreid a vez bah Rospez ha ma benn zo ba Kervaria, ha... ha eo gwir ! ha eo gwir, ya, an ti a oa bet astennet, un tamm, gwelet e vez, an ti a oa bet astennet, hag e oa ur ruzelenn-dour o separiñ, ha Fransoa-Henri, memes, 'na... feiz, 'na... 'na astennet an ti ivez, feiz, freget ar c'hleuz un tamm, « e-se e vo plas da astenn anezhi muioc'h », hag evel-se... eñ a vez o kousket e dreid war ur barrouz hag e benn war ur barrouz all, ha se zo gwir ! e wele a oa war-draoñ ivez
[ˌwɛɻnˈvyˑnyt - ˈɻɔspəs - ˌkɛꝛvaˈɻija - ˌɻemõˈmɔɻvɑ̃n - ɻeˈmõ - ˈɻɔspəz ... ˌkɛꝛvaˈɻija]
ar Wern Vunut ! à la limite de Rospez Kermaria-Sulart, qu'elle se trouve cette ferme-là, au bout du pignon il y a... au bout du pignon de la maison il y a... et... et à toucher il y a un ruisseau qui sépare Kervaria de machin, Raymond Morvan habitait là, ava... il était venu là en retraite, Raymond Morvan, « moi, dit Raymond, mes pieds sont à Rospez et ma tête est à Kervaria, et... et c'est vrai ! et c'est vrai, oui, la maison avait été agrandie, un peu, on le voit, il y avait eu une extension de faite, et il y avait un ruisseau qui séparait, et François-Henri, même, avait... ma foi, avait... avait agrandi la maison aussi, ma foi, il avait défait un talus un peu, « ainsi il y aura de la place pour l'agrandir davantage », et donc... lui il dort avec ses pieds dans une commune et sa tête dans une autre commune, et c'est vrai ! son lit était en pente vers le bas aussi
Rospez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 amañ zo Penn an Ale, war an hent Kervaria, aze, ar menaj aze, ar menaj kozh, 'welez ket anezhi, ya, aze zo... pell a-walc'h, pemp kant metr alese, aze eo Penn an Ale ivez
[... pe̞ˈnaˑle - ... ˌkɛɹvaˈɻija - ... - ... - ... - ... – ja - ... - ... - ... - pe̞ˈnaˑle ...]
Rospez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. Christophe... Christophe zo pelec'h ? n'emañ ket e Kervaria ! 2. Gwazhou... Gwazhoure, izel, izeloc'h kalz, Gwazhoure, ya, ya... ya, aze zo... aze zo tiez ba Gwazhoure, pas kement-se met... n'onn ket petore anv 'neus, met menaj Cosquer zo Gwazhoure, e ouvezan a-walc'h
1. [... - ... - ... ˌkɛɹvaˈɻija] 2. [... - gwaˈzuˑɻe̞ - ... - ... - gwaˈzuˑɻe̞ - ja - ja - ja - ... - ... gwaˈzuˑɻe̞ - ... - ... - ... gwaˈzuˑɻe̞ - ...]
Rospez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. Traou ar Wazh zo ivez, e Bear zo Traou ar Wazh, ya 'vat ! 2. e Ploubêr zo ivez 1. e-tal-kichen... ar Chapel Lannewen, ya peogwir ma... ma... ma zud a oa eno o chom a-raok, bah L... Lannewen... bah Traou ar Wazh Vihan, Traou ar Wazh, met 'oa ket bras ar menaj 'vat ! hennezh zo bet dispennet, hennezh zo bet dispennet, Traou ar Wazh, e-kichen chapel Lanneven, e oamp deut aze, ya 'vat ! ya 'vat !
1. [tɹ̥ɔwˈwaˑs ... - ˈbeˑaɻ ... tɹ̥ɔwˈwaˑs - ...] 2. [pluˈbe̞ˑɻ ...] 1. [... - əˌʃapəl lɑ̃ˈnewən - ja ... - ... - lɑ̃ˈnewən - ... tɹ̥ɔwˌwazˈviˑən - tɹ̥ɔwˈwaˑs - ... - ... - ... - tɹ̥ɔwˈwaˑs - ... ˌʃapəl lɑ̃ˈneˑvən ... - ... - ... - ... tɹ̥ɔwˈwaˑs]
Bear-Lanneven
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. goude, e-ti paotr ar fleur aze 2. ya 1. goude e-ti... e-ti Briched 2. ya 1. aze e oa ur menaj ivez
1. [... - ...] 2. [ja] 1. [... - ... ˈbɻiʃət] 2. [ja] 1. [...]
1. après, chez le pépiniériste là [litt. : l'homme des fleurs] 2. oui 1. après chez... chez Brichet 2. oui 1. là il y avait une ferme aussi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 bet ur menaj aze, e oa Loro, Loerou gwechall, Loro, a oa ba hennezh, Louis Loro, met n'onn ket petore anv plas eo
[... - ... ˈloˑɻo - ˈlweˑɻu ... - ˈloˑɻo - ... - lwiˈloˑɻo - ...]
il y a une une ferme là, il y avait Loro, Loerou autrefois, Loro, que c'était lui, Louis Loro, mais je ne sais pas quel est le nom de la ferme
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 ha neuze e oa bet skoet un ti bihan ba an hent pa oar oc'h ober, uheloc'h, un tamm bihan, ur menaj div vuoc'h, war... d'ober un hent ledan eo cheñchet plas dezhañ
[...]
et on avait aussi abattu une petite maison sur le tracé de la route, plus haut, quand on était e train de la construire, une ferme de deux vaches, sur... on lui a changé de place pour faire une route large
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)