Klask
« oar »
Frazennoù kavet : 289
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15
-
🔗 ya, ha neuze ar pezh zo, e dad 'na graet eu... 'na bet un aksidant grav evel-se, un aksidant moto, ha eo chomet handikapet, hag eu... me 'oar-me, moarvat e soñj dezhañ, hag a ra ivez, sur, souten e vamm un tamm bihan kwa, kar pet vloaz 'nea Christian pa 'na bet e aksidant ?
[...]
oui, et alors ce qu'il y a, son père avait fait euh... avait eu un accident grave comme ça, un accident de moto, et il est resté handicapé, et euh... je n'en sais rien, sans doute pense-t-il, et il le fait aussi, assurément, soutenir sa mère un petit peu quoi, car quel âge avait Christian quand il avait eu son accident ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 n'eo ket ! met me 'oar-me... peogwir ma mab-bihan a rae biniou hag e-skeud-se eo antreet bah... bah... bah ar jeu !
[...]
non ! mais je ne sais pas... étant donné que mon petit-fils faisait du biniou et du coup elle est entrée dans... dans... dans le truc [organisation du printemps des sonneurs] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 ah, ya ! goude e vije tapet ur bannac'h da verañ, e vije laosket st... da wriat an toulloù, oh, ya ! me 'meus eu... fin, evuruzamant marteze e oa roet se din, din da... da c'hoût ober krampouezh, ha kar me 'meus div c'hoar met hini ebet anezhe a oar ober
[...]
ah, oui ! après on prenait une petite quantité [de pâte] pour qu'elle coule, on la lâchait pour bou... pour reboucher les trous, oh, oui ! moi j'ai euh... enfin, heureusement peut-être que ça m'avait été donné, afin que... que je sache faire les crêpes, et car j'ai deux sœurs mais aucune d'entre elles ne sait faire
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. Kervronn, ya, K... 2. ya, Ker... 1. Kervronn ! ya ! 2. te a oar pelec'h... 1. hennezh eo ar gomanant du-hont, ya, ha hennezh zo... pas... pas... pelloc'h evit Rondia un tamm bihan, à gauche, ba an douar aze, Kervronn
1. [kɛꝛˈvɻõn - ja - ...] 2. [ja - ...] 1. [kɛꝛˈvɻõn - ja] 2. [...] 1. [... - ja - ... - ... - ... - ... ɻõnˈdiˑa ... - ... - ... - kɛꝛˈvɻõn]
Rospez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 ha neuze e oa bet skoet un ti bihan ba an hent pa oar oc'h ober, uheloc'h, un tamm bihan, ur menaj div vuoc'h, war... d'ober un hent ledan eo cheñchet plas dezhañ
[...]
et on avait aussi abattu une petite maison sur le tracé de la route, plus haut, quand on était e train de la construire, une ferme de deux vaches, sur... on lui a changé de place pour faire une route large
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 eh, ya ! ha deus pelec'h e teu ? den ebet... den ebet ne oar
[...]
eh, oui ! et d'où vient-il ? personne... personne ne sait
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Raymonde Salaun (Callipe), ganet e 1942 e Tremeven, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Koadoud / Tremeven.
Kemeret he deus kentelioù brezhoneg, hag e-se zo roujoù a vrezhoneg standard en he yezh.Dastumer : Tangi (2025-01-24)
-
👂 🔗 eñ a oar ar machin hein ! eñ a oar ar c'heloioù hag e oar pesort a vez ha... ha les lois ha tout hein !
il sait le machin hein ! il sait les nouvelles et il sait ce qu'il se passe et... et les lois et tout hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 ya, met eu... ya, met... tout an dud aze, an hini a oare brezhoneg amañ 'oar ket ken brezhoneg, 'lâr nemet galleg ! ha ni 'oaremp... 'oaremp ket galleg pa oamp aet d'ar skol sell !
[...]
oui, mais euh... oui, mais... tous les gens là, celui qui savait le breton ici il ne sait plus le breton, il ne dit plus qu'en français ! et nous nous savions... nous ne savions pas le français quand nous étions allés à l'école tiens !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 oh, met ma vihe bet bev Daniel, oh ! eñ a anave tout ar c'hartier hein ! eñ a anave eu... anave kalz a draoù hein ! a-hend-all, ma vije bet bev, tu comprends, 'mije telefonet dezhañ, da lâret dezhañ dont da... dont da welet ac'hanomp, kar e wreg ne gaoze ket brezhoneg, nann eu... geo ! douzh an Dannod ! met 'deus ket kaozeet james eu... kom... kompren a ra ma 'tez c'hoant, met n'eo ket eu... 'oar ket brezhoneg eveldomp-ni
[ˈdɑ̃nɔt]
Plouriou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 egile... egile a oar muioc'h brezhoneg evit hemañ hein ! sur a-walc'h eñ... desket muioc'h brezhoneg, met ar mab-bihan 'na lâret se din « Mamie, tu aurais dû m'apprendre le breton ! » « mais... mais... tu n'as qu'à xxx ( ?) et venir ici ! » bet int bah Brest, bet int bah Toulon, bet int bah eu... bah Mayotte, bet int bah Guyane
[ˈbɻest - ˈtuˑlõn]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 non, Gi kalvez zo c'hoazh ba... ba... ba... ba... ba... ba... ba... ba xxx ( ?) Koadjelin, Gi Kalvez zo a-dost da... da... da... da Koadjelin hein ! ya, met ur feurm a oa, bien sûr, ya, me a oar pelec'h... pelec'h e oa, eu... Job ar C'halvez a oa o tont aze
[... - ... - ... ˈkwaʃˌliˑn - ... - ... kwaʃˈliˑn ... – ja - ... – ja - ... - ... - ... - ...]
Pleudel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona Kolled (Pierre), ganet e 1932 e Pleudel, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Pleudel / Pleudel.Dastumer : Tangi (2026-03-28)
-
👂 🔗 n'onn ket deus a belec'h int daet toujust memes... ma dad 'oa ket eu... zo bet a-bep sort doutañ, un tamm bihan eu... n'int ket bet chomet gant eu... ar Merzhel pe... Sant-Eganton, me 'oar me !
[... - ... - ... - ... - ... - ˈmɛꝛzəl ... - zɑ̃nˈgɑ̃ntõn - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rene ar Garv, ganet e 1933 e Trezigne, o chom e Lannon, tud bet ganet e ar Merzher / Goudelin.
Bet eo o chom e Trezigne betek e drizek vloaz.Dastumer : Tangi (2024-08-23)
-
👂 🔗 « bah... bah Briantel emezi zo un tumulus », ha, feiz, ma lâret dezhi, « n'eo ket Briantel eo, emezi, Sant-Tomaz », izeloc'h aze, hag e oamp aet da welet hom-div, da glask... dans le vide peogwir me 'oaren ket pelec'h e oa se, ha 'meump bet ur chañs inouïe, Gaëtan 'na lâret dimp 'na bet un professeur de breton deus Sant... deus Sant-Tomaz, ha me o welet anezhañ ba ar gêr gant e... compagne, ha neuze e oa unan all gante c'hoazh, « oh, daon ! oh, ni 'meump chañs herie, » 'ma lâret... je dis à... Nolwenn, « amañ zo unan marteze, eñ zo professeur de breton ba Roazhon, emezon-me, eñ a oar marteze pelec'h emañ le tumulus », ha 'na lâret dimp pelec'h e oa
[... - ... ˌbɻiˈɑ̃təl ... - ... - ... ˌbɻiˈɑ̃təl ... - ... - sɑ̃nˈtomas - ... - ... - ... - ... - ... - ... zɑ̃nˈtomas - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˈɻaˑõn ... - ...]
Pleuzal
Gant : Ived Jugon, ganet e 1937 e Koadaskorn, o chom e Pontrev, tud bet ganet e Koadaskorn / Koadaskorn.
Da nav bloaz he deva dilojet deus Koadaskorn da BleuzalDastumer : Tangi (2023-11-25)
-
👂 🔗 Penn ar C'hroashent ya, 'meus klevet komz diontañ, Penn ar C'hroashent, ma... ma zad a oa deus an tu-se tu bennak ivez pe e oa bet savet war aze, me 'oar !
[ˌpe̞naˈhɻwasən ja - ... pluˈbe̞ˑɻ ... - ˌpe̞naˈhɻwasən - ... - ... - ...]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 1. hag e oa e Servel e chom met bremañ 'neus gwerzhet e di, bremañ eo deut da chom da Blouilio, oui 2. met 'oar ket brezhoneg mat, a-greiz e vez en brezhoneg ec'h a en galleg
1. [... ˈzeɻwəl ... - ... bluˈijo - ...] 2. [... - ...]
1. et il habitait à Servel mais maintenant il a vendu sa maison, maintenant il est venu habiter à Plouilio, oui 2. mais il ne sait pas bien le breton, alors qu'il parle en breton il passe au français
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jañ ar Meur, ganet e 1938 e Servel, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Tredraezh / Tredraezh.
gwaz Marcelle al Louedeg
– Marcelle al Louedeg, ganet e 1943 e Plouilio, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Plouilio / Plouilio.Dastumer : Tangi (2024-07-08)
-
👂 🔗 Arriet e oa just evel 'nea... evel e oa o c'hortoz. E oa graet dezhañ aretiñ, evit tapout e arc'hant. Hag eñ da lâret dezhe : « Ah, emezañ ! kulit ma kerit, emezañ, kar me, emezañ, a oar en em difenn ! emezañ ». 'Deent ket kredet, pa oant tri evit unan. Petra... e oant kapapl kwa ! Ha feiz, eñ o tapout e n'onn petra, « vlaou ! » war benn d'an hini kentañ. A-hervez 'nea tapet anezhañ a-drek e benn aze evel-se. An daou all 'oant ket chomet da c'hortoz o zro hañ ! E oant aet a-raok.
[...]
Cela arriva exactement comme il l'avai... comme il s'y attendait. On l'avait arrêté, pour lui prendre son argent. Et il leur avait rétorqué : « Ah, dit-il ! reculez si vous voulez, dit-il, car moi, dit-il, je sais me défendre ! dit-il ». Ils n'avaient pas obtempéré, étant donné qu'ils étaient trois contre un. Quoi... ils étaient costauds quoi ! Et ma foi, il saisit son je ne sais quoi, « vlan ! » sur la tête du premier. A ce qu'il parait il l'avait atteint derrière la tête là comme ça. Les deux autres n'étaient pas restés attendre leur tour hein ! Ils étaient partis.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 n'onn ket dre benaos... 'nea graet konesañs gant honnezh, met homañ bremañ, n'eo ket drol, a oar pevar langaj, ah, ben ya ! aze emañ en un otel en Perroz o... eo evel réceptionniste kwa ! resevañ n'onn petra, an estrañjourien surtout kwa ! voilà ! peneogwir... ar galleg a ouie, boñ... penegwir, he zad... a ouie an n'onn petra, penaos eu... a ouie saoz, a ouie alman, ya ! ya, he zad-kozh deus an tu-se a ouie alman
[pe̞ˈɾoˑz]
je ne sais comment... il avait fait connaissance avec elle, mais elle maintenant, ce n'est pas étonnant, sait quatre langues, ah, ben oui ! là elle est dans un hôtel à Perroz en train de... elle est comme réceptionniste quoi ! recevoir je ne sais qui, les étrangers surtout quoi ! voilà ! puisque... elle savait le français, bon... puisque, son père... savait je ne sais quoi, comment euh... savait l'anglais, savait l'allemand, oui ! oui, son grand-père de ce côté-là savait l'allemand
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 xxx ( ?) e oan o tennañ pataz ti Francis, hag e oa... e oa... e oa unan hag a oa... a ouie brezhoneg ivez, tail... piker-min e oa, hag e oa o sikour ac'hanon da dennañ patatez peogwir e oa en-kichen, « te, Job, a oar brezhoneg aze ? me zo sur, emezañ... » peogwir ma... ma... ma mamm-gaer a oa deus Brengwiler, « petra e la... petra eo Brengwiler en brezhoneg, emezañ ? » « ah, se, emezon-me, nann... » « goude xxx ( ?) ac'hanout, emezañ » « n'on ket da lâret, nann... » « Place du Marché, » ha goude 'meus bet klevet gant unan bennaket all c'hoazh e oa... e oa se, mais... ça correspond pas, emezon-me, 'gorrespond ket ! Place du Marché met ya, Plasenn ar Marc'had pe...
[bɾɛ̃ŋˈgwiˑlɛɻ - bɾɛ̃ŋˈgwiˑlɛɻ]
Tregastell
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Job Karre, ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 Lost ar Stank, oui mais... aze... geo ! me a oar pelec'h emañ met...
[ˌlo̞zəˈstɑ̃ŋˤ - ... - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 1. Lucienne Le Flanchec ya... ar Boutilho ! 2. ya 1. 'peus ket se ? met hoñ 'oar ket brezhoneg 2. ar Boutilh... ar Boutilho ya
1. [... - buˈtijo] 2. [ja] 1. [... - ...] 2. [buˈtij - buˈtijo ja]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Terez Derrien, ganet e 1938 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Plouared.
Deut da chom da Bleuveur-Bodou da 24 vloaz.
– Frañsiz an Olier, ganet e 1935 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.
Deut eo da chom da Bleuveur-Bodou da 11 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-23)