Klask
« oferenn »
Frazennoù kavet : 83
-
🔗 Me a oa faux curé e Brelevenez, e-pad ar c'hatechist. Katechist, gousperoù, an oferenn deus ar beure. E oan o c'hortoz ar person d'arriet da lâret ar gousperoù. Me 'ma laket e gamisolenn gant un toull. Hag ur pezh... 'ma un daveñjer bras o ruzañ an douar. E oan aet ba ar gofision da gofesaat... ar reoù a oa bet ba ar c'hatechist ! Da gofesaat ar reoù a oa ivez er c'hatechist. E-pad ur c'hro...
[...]
J'étais faux curé à Brelevenez, pendant le catéchisme. Catéchisme, vêpres, messe du matin. J'attendais le curé pour venir dire les vêpres. Moi j'avais mis sa camisole avec un trou. Et un grand... j'avais un grand tablier qui trainait par terre. J'étais allé dans le confessionnal... [pour] ceux qui étaient allés au catéchisme ! Pour confesser ceux qui avaient été au catéchisme aussi. Pendant un mom...
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 Me ya, Brelevenez, bah... me a oa aet ba ar gofision, hag e digoren ar rakled. « Raw ! ». « Ha te, graet 'teus kalz a bec'hejoù ? » « ya, manket 'meus an oferenn... » « ya... » Arri ar person just ! Arri eo ar person ! Just ! xxx ( ?) tapet ac'hanon e-barzh, me 'ma bet une dérouillée. Laket 'na ac'hanon en punition. Punision ! Oh, bezañ e oa ur machin ganin, ur pezh tapis bras. Toull xxx ( ?), xxx ( ?), xxx ( ?).
[...]
Moi oui, à Brelevenez, dans... j'avais été dans le confessionnal, et j'ouvrais la glissière. « Raw ! ». « Et toi, tu as beaucoup fait de péchés ? » « oui, j'ai raté la messe... » « oui... » Voilà le curé qui arrive juste ! Le curé qui arrive ! Juste ! xxx ( ?) m'avais attrapé dedans, j'avais eu une dérouillée. Il m'avait mis en punition. En punition ! Oh, j'avais un machin sur moi, un très grand tapis. Troué xxx ( ?), xxx ( ?), xxx ( ?).
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 « Mankout a rez an oferenn alies ? » « 'Ran ket james, emezañ ». Hag ar person o tigoriñ ! O tigoriñ... « ah, merde ! » me 'ma tapet ur pred ! Me a oa bet insultet gant hennezh... Au piquet e oan bet, e-pad n'onn ket pegeit. - Meritout a raes ivez...
[...]
« Tu rates souvent la messe ? » « Non, jamais, dit-il ». Et le curé d'ouvrir ! D'ouvrir... « ah, merde ! » Moi j'avais reçu une raclée ! Moi je m'étais fait insulter par lui... J'avais été au piquet, pendant je ne sais combien de toi. – Tu méritais aussi...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
👂 🔗 Eñ a oa aet da droc'hañ e vlev, dezhañ da vezañ farv, bezañ e oa o timeziñ. Yves... Yves Briand a oa e... anv-familh, met 'teus ket anavezet... « Ifig Rondia » a vije lâret, an an... an anv ar plas. Daspignet gant ar boched ! Pa oa aet da droc'hañ e vlev. Hag e oa... hag e oa... hag e oa o vont da dimeziñ da... da unnek eur e oa an oferenn-eured. Oh, ya... xxx ( ?)... boulvers.
[ˌifig ɻõnˈdiˑa]
Lui était allé se couper les cheveux, afin d'être élégant, il se mariait. Yves... Yves Briand c'était son... nom de famille, mais tu n'as pas connu... « Yves de Rondia » qu'on disait, le no... le nom de la ferme. Raflé par les boches ! Quand il était allé se faire couper les cheveux. Et il était... et il était... et il allait se marier à... la messe de mariage était à onze heures. Oh, oui... xxx ( ?)... de l'agitation.
Rospez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 evuruzamant e oa daou... daou den... (pampez ?), da dont da sevel... hein ! ha dont da... a derc'he da (pont... pontiñ ?), ya, hag e oan-me o vont... o vont d'an oferenn gant unan all, gant ur plac'h all, douzh ar bourk, met honnezh, pa 'da gwelet ar mesk aze, e oa deut da welet emichañs petra a oa... mais... trop tard !
[...]
heureusement qu'il y avait deux... deux personnes... (xxx ?), pour venir me lever... hein ! et venir... qui continuaient de (xxx... xxx ?), oui, et moi je m'apprêtais à aller... aller à la messe avec une autre, avec une autre femme, du bourg, mais elle, quand elle avait vu le remue-ménage là, elle était venue voir évidemment ce qu'il y avait... mais... trop tard !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 me zo o vont d'an oferenn... bremañ-souden
[...]
je vais à la messe... tout à l'heure
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 ha me, ec'h an da... d'an oferenn, da... da... penaos... douzh eu... penaos...
[...]
et moi, je vais à... à la messe, à... à... comment... de euh... comment...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona Kolled (Pierre), ganet e 1932 e Pleudel, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Pleudel / Pleudel.Dastumer : Tangi (2026-03-28)
-
👂 🔗 1. goude an oferenn, « ale, deus da... 2. « deus gou... » 1. me eo hidiv eu... paeañ... »
[...]
1. après la messe, « allez, viens pour... 2. « viens goû... » 1. c'est moi aujourd'hui euh... qui paye... »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– If an Troker, ganet e 1936 e Plian, o chom e Plian, tud bet ganet e Plian / Plian.
– Alan an Troker, ganet e 1946 e Plian, o chom e Plian, tud bet ganet e Plian / Plian.Dastumer : Tangi (2025-10-08)
-
👂 🔗 Kar… ar merc'hed ac'h ae d'evañ ur bannac'h kafe. Ar reoù 'vije bet en oferenn ac'h ae d'evañ ur bannac'h kafe goude, met ar baotred n'event ket 'gafe te. Evet 'vije ur bannac'h traoù neuze, un apéritif pe un dra bennak evel-se.
Car… les femmes allaient boire un café. Ceux qui étaient allés à la messe allaient boire un café après, mais les hommes ne buvaient pas de café pardi. Ils buvaient un verre d'alcool, un apéritif ou quelque chose comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal (2011-06-10)
-
👂 🔗 1. oferenn a vije graet bep bloaz, bep bloaz ! 2. pardon a vez graet bepred 1. Sant... Sant-Nigou... Sant-Nigouten ! 2. met 'oa ket... 'oa ket toet...
1. [... - ...] 2. [...] 1. [... - ... - ˌzɑ̃niˈgutən] 2. [...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 hag un devezh e-pad an oferenn Kervaria
[... ˌkɛꝛvaˈɻiˑa]
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 ordin e vijen gant ma... gant an hini a oa oc'h ober skol din, Sœur Marie a oa honnezh met... ur plac'h reizh ar pezh a oa posupl, ha jentil, hag e chomen ganti da lakat ar... ar n'onn petra, ar bankchoù, a-benn e oa an oferenn... an oferenn-bred kwa ! evit tout ar vugale
[...]
j'étais toujours avec ma... avec celle qui me faisait école, Sœur Marie que c'était elle mais... une femme droite, toute ce qu'il était possible, et gentille, et je restais avec elle pour mettre les... les je ne sais quoi, les bancs, pour la messe... la grand-messe quoi ! pour tous les enfants
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 ah, Kaped ! se ac'h a neuze deus Krec'h Meur... pa diskenner da vont da... war-gaout Gwerad... aze emañ... ar menaj, aze emañ Kaped, ya, a-dehoù, ya, aze ya, oh, damen, nann ! a-dreuz, damen ! ni a arrie aze a-dreu... da vont... pa vijemp da vont d'an oferenn pe forzh petra aze, 'h aemp ordin a-dreuz ar parkeier, aze e oa ur wenojenn, hag ac'h aemp ordinal dre aze, hag ac'h arriemp du-hont just, en Kaped, ya !
[a - ˈkape̞t - ... ˌkɾ̥e̞ꭗˈmœˑɾ - ... - ... - ... - ... ˈkape̞t - ja - ... – ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˈkape̞t – ja]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 ah, ben ya ! goull ganit hag-eñ e gasfes ac'hanon da vont d'an oferenn, hag-eñ e oas kat d'ober se
[...]
ah, ben oui ! [je voulais] te demander si tu pouvais m'emmener à la messe, si tu pouvais faire ça
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rozali Raoul, ganet e 1929 e Tregastell, o chom e Tregastell, marvet e 2025, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 Hag eñ o vont da Lokenvel gant e... gant e chauffeur kwa ! Hag eñ oc'h arriout en iliz aze. Bet e oa 'ba ar prespitoar gant ar person ha... eñ o vont da... lâret an oferenn da... da iliz Lokenvel kwa ! Eñ oc'h arriout douzh an iliz aze : « Oh ! amañ zo un iliz ha... hag a zo bihan 'vat !
[...]
Et il se rendit à Lokenvel avec son... avec son chauffeur quoi ! Et il arriva à l'église là. Il avait été au presbytère avec le curé et... il alla... dire la messe à... à l'église de Lokenvel quoi ! Il arriva de l'église là : « Oh ! Ici il y a une bien petite église »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 « Ya 'vat ! ya, eme an eskob, ya, kaer eo 'vat, ya, met... met bihan eo memes tra ! » « Ya met lâret 'meus dac'h, amañ zo ur barrouz vihan ha n'eus ket kalz monae kwa. » Ha 'h a d'an oferenn kwa met an iliz a oa lan memes tra, e oa tud 'ba an antre, tout an tiez... tout an dud 'h ae d'an oferenn d'ar c'houlz-se kwa ! Ar bloavezhioù hanter-kant c'hoazh, kar tout an dud 'h ae d'an oferenn pe dost.
[...]
Oui, certes ! oui, dit l'évêque, oui, elle est belle, oui, mais... mais elle est quand même petite ! Oui mais je vous ai dit, ici il y a une petite paroisse et il n'y a pas beaucoup d'argent quoi. » Et il alla à la messe quoi mais l'église était pleine quand même, il y avait des gens dans l'entrée, toutes les maisons... tous les gens allaient à la messe à cette époque-là quoi ! Encore dans les années cinquante quoi, car tous les gens ou presque allaient à la messe.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha pa oa fin an oferenn e oa lâret... graet un tamm prosesion, ha graet un tamm prosesion betek ar groaz 'ba eu... 'ba ar vered aze kwa ! Hag an eskob oc'h arriout douzh ar vered : « Oh ya ! met... ar groaz, emezañ, zo vihan 'vat ! » Oh ! e oa un tamm kroaz vihan. « Ya met... lâret 'meus dac'h, amañ zo ur barrouz vihan, n'eus ket kalz monae, n'eus ket voaien d'ober ur groaz eu... pemp pe c'hwec'h metr hein ! » « Ah bon... »
[...]
Et quand la messe s'était terminée on avait dit... on avait fait une procession, et fait une petite procession jusqu'à la croix dans euh... dans le cimetière quoi ! Et l'évêque était revenu du cimetière : « Oh oui ! mais... la croix, dit-il, est bien petite ! ». Oh ! c'était une tout petite croix. « Oui mais... je vous ai dit, ici c'est une petite paroisse, il n'y a pas beaucoup d'argent, on ne peut pas faire une croix euh... de cinq ou six mètres hein ! » « Ah bon... »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha laket un toullad boutailhadoù chistr bouchet dezhañ 'ba e... e-kichen dezhañ aze. Ha i da... se a oa miz eu... fin miz Mae aze. An amzer a oa kaer hag orajuz a-walc'h an deiz an interamant ivez kwa. Ha kaset... Fransoa-Mari ma 'teus c'hoant, d'an iliz ivez kwa. Iñstallet e bez 'ba... a-dal d'an aotel aze. Ha... komañset eu... ar person d'ober... da lâret an oferenn ha tout.
[...]
Et on lui avait mis plusieurs bouteilles de cidre bouché dans son... à côté de lui là. Et ils avaient... ça c'était au mois euh... à la fin du mois de mai là. Le temps était beau et assez orageux le jour de l'enterrement aussi quoi. Et on avait amené... François-Marie si tu veux, à l'église quoi. Son cercueil [avait été] installé dans... en face de l'autel là. Et... le curé avait eu... commencé à faire... à dire la messe et tout.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Hag a-greiz-tout, feiz, ur pennad goude e oa... arri e oa avañset mat an oferenn kwa. Hag a-greiz-tout, ur voutailhad chistr eu... « Paouf ! » Oh ! an aotrou person... Hag a-benn ul lajad goude, an oferenn a avañse kwa ! Eñ o welet eu... chistr o komañs sortial douzh eu... ar bez kwa. Ha ruilhal war... war an douar, war... war ar pave 'ba an iliz aze kwa. Hag e oa ar person... o fachañ neuze : « Ale ! Trawalc'h evel-se hein ! Deut eo da vrammat 'ba ma di, piset 'neus 'ba ma iliz, 'neus ket nemet mont da gaoc'hat lec'h all kwa ! »
[...]
Et subitement, ma foi, un moment après que... la messe était bien avancée quoi. Et soudainement, une bouteille de cidre euh... « Pan ! » Oh ! Le curé... Et un moment plus tard, la messe avançait quoi ! Il vit euh... du cidre qui commençait à sortir du euh... du cercueil quoi. Et qui coulait sur... sur le sol, sur... sur le pavé dans l'église là quoi. Et le curé... s'était fâché alors : « Allez ! Assez comme ça hein ! Il est venu péter dans ma maison, il a pissé dans mon église, il n'a qu'à aller chier ailleurs quoi ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Se a oa... goude ar brezel aze. Goude ar brezel e vije c'hoazh eu... un oferennn hanternoz gant gouel an Nedeleg ha tout kwa. Ha 'ba Pañvrid e vije... e oa ur sall... e oa ur salle des fê... e oa ur salle de patronage. Hag e vije un tamm teatr kwa. E vije graet eu... ur pezh c'hoari evel e vije lâret d'ar c'houlz-se kwa ! Ha... an dud 'h ae d'ar pezh c'hoari ha goude da... 'h aer da... an oferenn hanternoz kwa.
[...]
Ca c'était... après la guerre là. Après la guerre il y avait encore euh... une messe de minuit à l'occasion de la fête de Noël et quoi. Et à Pañvrid il y avait... il y avait une sall... il y avait une salle de fê... il y avait une salle de patronage. Et il y avait un peu de théâtre quoi. On faisait euh... une pièce de théâtre comme on disait à cette époque-là quoi ! Et... les gens allaient à cette pièce de théâtre et après à... on allait à... la messe de minuit quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)