Klask
« ordin »
Frazennoù kavet : 566
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29
-
🔗 ha me... me... me zo o chom ba an traoñ aze, ba ar menaj du-hont, hag e oa... e oa brein ar c'hoad, e oa graet kofraj simant tro-a-zro dezhañ, evit ordin, hag e oa ba ar porzh « ha hennezh 'vreino ket bepred, ale ! mat eo jeu ! » pa oan aet a-raok, 'ma troc'het ar viñs, diwarneañ, hag ar viñs d'ar ferraille, ha graet un toull ba an douar ba ar porzh, sachet gant an trakteur neuze... aze emañ ! ba an donder-se emañ ba an douar, ar presouar, aze e chomo ! ya 'vat ! ya, feiz, ur blok simant 'ma graet, simant-tout kazi, simant ha mein
[...]
et moi... moi... moi j'habit[ais] dans le bas là, dans la ferme là-bas, et il [pressoir] était... le bois était pourri, on lui avait fait un coffrage en ciment tout autour, pour toujours, et il était dans la cour « et celui-là ne pourrira pas toujours, allez ! impeccable ! » quand j'étais parti, j'avais coupé la vis, de dessus lui, et la vis à la ferraille, et j'avais fait un trou dans la terre dans la cour, tracté avec le tracteur alors... il est là ! il est enfoncé de cette profondeur-là dans la terre, le pressoir, il restera là ! mais oui ! oui, ma foi, j'avais fait un bloc de ciment, tout en ciment quasiment, en ciment et en pierres
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 ha zo ur metr douar warnañ, pe ur metr mein porzh, aze emañ hag a chomo ordin bremañ, an den... an hini a gouezho warnañ ba an toull a gavo ar blok aze sur a-walc'h, ya 'vat ! ya, ya 'vat ! hag ar viñs a oa aet gant ar ferrailleur
[...]
et il y a un mètre de terre dessus [pressoir], ou un mètre de gravillons de cour, il est là et il restera toujours maintenant, l'homme... celui qui tombera dessus dans le trou trouvera le bloc là sans doute, mais oui ! oui, mais ! et la vis avait été récupérée par le ferrailleur
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 hag eu... eñ en em... en em okupe da... uhel-mat e oa ba... ba Leclerc, peogwir eñ en em okupe des achats... deus ar varc'hadourezh espi... espisiri sañset, donc e laboure ordin war ordinateur kwa, ha setu goude 'neus renket en em adaptiñ gant e vrec'h all (mes ?)
[...]
et euh... il s'... s'occupait de... il était très haut placé à... à Leclerc, puisqu'il s'occupait des achats... de la marchandise de l'épice... de l'épicerie en principe, donc il travaillait tout le temps sur ordinateur quoi, et voilà qu'après il avait du s'adapter avec son autre bras (mais ?)
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 en brezhoneg e vije lâret... ni a lâre an Ospital, « kez da gerc'hat bara d'an Ospital ! » xxx ( ?), ya 'vat ! Hanneton d'or ! le vrai nom ! le vrai nom est Hanneton d'or, ni a lâro ordin an Ospital, pardon an Ospital zo, « kerc'h bara d'an Ospital »
[... - ... no̞sˈpitəl - ... no̞sˈpitəl - ... - ... - ... - ... - ... ˈno̞sˈpitəl - ... no̞sˈpitəl ... - ... no̞sˈpitəl]
Rospez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. ha machin... machin a oa war Rospez ivez ? komanant Gwegan ? 2. Ujen Gwegan, ya... 1. petore anv menaj e oa honnezh ? 2. me a glev komz ordin deus Gwazhoure deus tout ar re-seoù kazi... hag ar re-seoù 'deus un anv memestra hañ ! oh, ya ! met e vije lâret Ujen Gwegan Gwazhoure
1. [... - ... ˈɻɔspəz ...] 2. [...] 1. [...] 2. [... gwaˈzuˑɻe̞ ... - ... - o ja - ... - ˌyʒɛnˈgweˑgən gwaˈzuˑɻe̞]
Rospez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 hag e oa baron, met... bepred e oa... feiz, uhel a-walc'h, hag e wreg... e wreg a oa deus ar C'hruguilho aze, bet ordin, oui, De Lesaleuce
[... - ... - ... - ... - ... - ... hɹyˈgyʎo ... - ... - ... - ...]
Brelevenez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. nann, Norvalin, me 'meus bet klevet anezhe o lâret Koad Norvalin 2. ya 1. Norvalin... 2. ya, me a lâre ordin Norvalin ivez
1. [... - nɔɻˈvaˑlin - ... ˌkwadnɔɻˈvaˑlin] 2. [ja] 1. [nɔɻˈvaˑlin] 2. [ja - ... nɔɻˈvaˑli ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 « ordin », gouez dit, oh, « ordin » ivez, peotramant... « kontenu » sell, 'meus lâret, n'onn ket... « kontenu », attends... e vez lâret « alies » peotramant penaos... c'hwi a lâr... penaos 'peus lâret ? « ordin » ya ! « ordin » eu... n'eo ket... pas bern kement-se... du-mañ, met... klevet 'meus re oc'h arriout... duzh lec'h all ivez, hag a lâre « ordin » kwa, « or... ordinal » !
[ˈkõntəny]
« tout le temps », comme tu dis, oh, « tout le temps » aussi, ou sinon... « tout le temps » tiens, que j'ai dit, je ne sais pas... « tout le temps », attends... on dit « souvent » ou sinon comment... vous dites... comment vous dites ? « tout le temps » oui ! « tout le temps » euh... ce n'est pas... pas beaucoup tant que ça... chez moi, mais... j'en ai entendu certains arriver... d'ailleurs aussi, et qui disaient « tout le temps» quoi , « tout... tout le temps » !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rene ar Garv, ganet e 1933 e Trezigne, o chom e Lannon, tud bet ganet e ar Merzher / Goudelin.
Bet eo o chom e Trezigne betek e drizek vloaz.Dastumer : Tangi (2024-08-23)
-
👂 🔗 « derc'hmat » ya, ya, « derc'hmat » a oa... « ordin » ya
[...]
« toujours » oui, oui, « toujours » c'était... « tout le temps » oui
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rene ar Garv, ganet e 1933 e Trezigne, o chom e Lannon, tud bet ganet e ar Merzher / Goudelin.
Bet eo o chom e Trezigne betek e drizek vloaz.Dastumer : Tangi (2024-08-23)
-
👂 🔗 ordin e vez unan oc'h ober evel-se, ordin e vez unan bennak oc'h ober evel-se
[vəˈzeˑ]
il y en a tout le temps un qui fait comme ça [champion dans le Tour de France], il y a tout le temps quelqu'un qui fait comme ça
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. hein ? 2. ordin 'teus lâret dimp mont betek ar Vereri 1. ah ! ar Vereri, ah, ya ! xxx ( ?) ar Vereri ya, ah, 'ma ket soñj ken 2. eh, ben ! 1. La Métai..., ya ! ar Vereri, ar Vereri evel-se
1. [...] 2. [... ˈve̞ˑɻi] 1. [a - ˈve̞ˑɻi - a ja - ... - ˈve̞ˑɻi ja - ...] 2. [...] 1. [... - ja - ˈve̞ˑɻi - ˈve̞ˑɻi ...]
Pleuzal
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Ived Jugon, ganet e 1937 e Koadaskorn, o chom e Pontrev, tud bet ganet e Koadaskorn / Koadaskorn.
Da nav bloaz he deva dilojet deus Koadaskorn da Bleuzal
– Mireille Arnouat, tud bet ganet e Pleuzal.Dastumer : Tangi (2023-11-25)
-
👂 🔗 lâret e vez Chapel Saint Jérôme ha ni... a lâre ordin Chapel ar Sal
[... - ... - ˌʃapəlaˈsal]
Lanvilin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Nouel Rolland, ganet e 1939 e Koatreven, o chom e Lanvilin, tud bet ganet e Langoad / Kemperven.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Milin Gergamm... ah, Milin Gergamm zo ba Kemperven, Milin Gergamm, Milin Gergamm ? Milin Gergamm... me 'meus klevet ordin ba Kemperven se, ba traoñ... Kemperven, ha pase 'h ez da Langoad eu... deus bourk kemperven
[ˌminˈgɛꝛgɑ̃m - a - ˌminˈgɛꝛgɑ̃m ... kɛ̃mˈpɛꝛvən - ˌminˈgɛꝛgɑ̃m - ˌminˈgɛꝛˌgɑ̃m - ˌmiˑlinˈgɛꝛgɑ̃m - ... kɛ̃mˈpɛꝛvən ... - ... - kɛ̃mˈpɛꝛvən ... lɑ̃nˈgwat ... - ... kɛ̃mˈpɛꝛvən]
Lanvilin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Nouel Rolland, ganet e 1939 e Koatreven, o chom e Lanvilin, tud bet ganet e Langoad / Kemperven.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 ha Kerambelleg [N] zo aze, e-tal-kichen ivez, Kerambelleg a vije graet ordin kwa
[a ˌkɛɣɑ̃ˈbe̞le̞g ... - ... - ˌkɛɣɑ̃ˈbe̞le̞g ...]
Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond Daniel, ganet e 1942 e Louaneg, o chom e Louaneg, tud bet ganet e Louaneg / Louaneg.Dastumer : Tangi (2023-10-26)
-
👂 🔗 ha Boujant Kerberr deus Plouvouskant, e vezomp hom-bevar aze, ordin !
[a ˈbuˑʒɑ̃n kɛꝛˈbɛˑɻ ... - pluˈvuskɑ̃n - ... - ...]
et Le Bougeant de Kerberr de Plouvouskant, nous sommes habituellement nous quatre, tout le temps !
Plougouskant
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jozef Peron, ganet e 1939 e Planiel, o chom e Priel, tud bet ganet e Planiel / Planiel.
Deut da chom da Briell pa oa bugel.Dastumer : Tangi (2023-10-25)
-
👂 🔗 ar Folgoad a c'ha... a c'halle bezañ ivez met eu... div... div chapel ar Folgoad a oa 'ba Peurid, unan 'ba eu... Penn ar Run du-hont hag unan all amañ, e traoñ, se zo kaoz marteze e vije graet... Chapel ar Folgoad dionte o-div, met me 'meus ket... klevet ordin komz deus... Chapel Kerrod ha neuze Chapel Penn ar run
[ˈfo̞lgwat ... - ... - ... - ... ˈfo̞lgwat ... ˈpœjc - ... - ˌpe̞nˈɻyˑn ... - ... - ... - ˌʃapəlˈfo̞lgwad ... - ... - ... - ˌʃapəlkɛˈɻoˑd ... ˌʃapəlˌpe̞nˈɻyˑn]
Peurid
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa Perrot, ganet e 1939 e Peurid, o chom e Trogeri, tud bet ganet e Peurid / Peurid.Dastumer : Tangi (2023-09-27)
-
👂 🔗 ordin e vijen gant ma... gant an hini a oa oc'h ober skol din, Sœur Marie a oa honnezh met... ur plac'h reizh ar pezh a oa posupl, ha jentil, hag e chomen ganti da lakat ar... ar n'onn petra, ar bankchoù, a-benn e oa an oferenn... an oferenn-bred kwa ! evit tout ar vugale
[...]
j'étais toujours avec ma... avec celle qui me faisait école, Sœur Marie que c'était elle mais... une femme droite, toute ce qu'il était possible, et gentille, et je restais avec elle pour mettre les... les je ne sais quoi, les bancs, pour la messe... la grand-messe quoi ! pour tous les enfants
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 ah, Kaped ! se ac'h a neuze deus Krec'h Meur... pa diskenner da vont da... war-gaout Gwerad... aze emañ... ar menaj, aze emañ Kaped, ya, a-dehoù, ya, aze ya, oh, damen, nann ! a-dreuz, damen ! ni a arrie aze a-dreu... da vont... pa vijemp da vont d'an oferenn pe forzh petra aze, 'h aemp ordin a-dreuz ar parkeier, aze e oa ur wenojenn, hag ac'h aemp ordinal dre aze, hag ac'h arriemp du-hont just, en Kaped, ya !
[a - ˈkape̞t - ... ˌkɾ̥e̞ꭗˈmœˑɾ - ... - ... - ... - ... ˈkape̞t - ja - ... – ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˈkape̞t – ja]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Hag a... feiz, evel-se e oa kont. Graet 'nea e bevarzek vloaz. War-digarez da... da n'onn petra, d'ur betiz evel-se. Ya ! Ha feiz, tremenet e oa e vuhez memes tra, deut e oa en-dro. Boñ ! Hag un devezh, donc, e oa bet o werzhañ ul loen aze evel-se e n'onn petra. Met en disfiz e oa, kar a-hervez e oa aze... er menaj bras a oa a-fas, (pa deuer deus ?) Kervadeo, aze. Aze e oa, aze e oe tri baotr yaouank, hag a 'dea ur reputasion fall. A-hervez e atakent... eu... un genre de brigands quoi, e atakent an dud. Goût a ouient pegoulz e vije ar marc'had ha n'onn ket petra kwa ! Ne vije ket ordin.
[ˌkɛrvaˈdeˑo]
Et... ma foi, c'était ainsi. Il avait fait ses quatorze ans. A cause de... de je ne sais quoi, d'une bêtise comme ça. Oui ! et ma foi, sa vie avait continué de se dérouler quand même, il était revenu. Bon ! et un jour, donc, il avait été vendre une bête là comme ça à je ne sais plus quel endroit. Mais il était méfiant, car à ce qu'il parait il y avait là... la grande ferme qui était en face, (quand on vient de ?) Kervadeo, là. Là il y avait trois jeunes hommes, qui avaient une mauvaise réputation. A ce qu'il parait ils attaquaient... euh... un genre de brigands quoi, ils attaquaient les gens. Ils savaient quand avait lieu le marché et je ne sais quoi encore quoi ! Il n'y avait pas tout le temps.
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 ha 'ma lâret dezhañ ordin, « kemer... ar pezh a vo ofret dit da gentañ, forzh petra a vo, kemer anezhañ ! » voilà ! hag evel-se emañ 'ba ul laboratwar en... en Roazhon, met n'eo ket paeet kalz an dud, met hennezh n'eo ket o klask war an arc'hant emañ, klask bezañ evurus
[ˈɻaˑõn]
et je lui avais toujours dit, « prends... d'abord ce qui te sera offert, quel qu'il soit, prends-le ! » voilà ! et donc il est dans un laboratoire à... à Rennes, mais les gens ne sont pas payés chers, mais lui ce n'est pas l'argent qu'il recherche, [c'est de] chercher à être heureux
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, marvet e 2026, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29