Klask
« ra »
Frazennoù kavet : 1265
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47 48 49 50 51 52 53 54 55 56 57 58 59 60 61 62 63 64
-
🔗 1. i a rae ur bern, n'onn ket pet barrikenn a rae, hag an deiz-se e oa an deiz... 2. ah, met aze emañ ar gwez ba... ba kreiz ar parkoù neuze 1. oh, ya ! gwez... partout e oa gwez poiré 2. nann ! pas poiré, a lâran dit eu... kozhper ! 1. ah, ya ! ya ! ya ! 2. ret eo... a-raok ober poiré eo ret trañsformiñ anezhe 1. ya, me a lâr dit ! an deiz- se e oa an deiz da dont da gerc'hat poiré, hag e deuont deus eu... le Calvados da gerc'hat, ha neuze deus eu... la Manche 2. ya, ya ! 1. ar sekteur-se e oa 2. peogwir int... int a ra trafik, int a werzh 1. tennet er-maez ar barrikennoù, e dennes ar pezh a gares
[...]
1. ils [Normands] faisaient plein, je ne sais combien de barriques ils faisaient, et ce jour-là c'était le jour de... 2. ah, mais là il y a des arbres dans... au milieu des champs alors 1. oh, oui ! des arbres... partout il y avait des arbres de poiré 2. non ! pas poiré, je te dis euh... des poires sauvages ! 1. ah, oui ! oui ! oui ! 2. il faut... avant de faire du poiré il faut les transformer 1. oui, je te dis ! ce jour-là c'était le jour pour venir chercher du poiré, et ils viennent de... le Calvados en chercher, et aussi de... la Manche 2. oui, oui ! 1. c'était ce secteur-là 2. puisqu'ils... ils font du trafic, ils vendent 1. [ils avaient] sorti les barriques, tu sortais ce que tu voulais
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 ar wezenn, ya 'vat ! kle a ra bezañ, e-tal ar puñs ba ar menaj... bah Krec'h Avel eo anv ar gomanant, ba en traoñ aze, ya, ur wezenn... ur wezenn-gozhper, hoñ a vije an hini xxx ( ?), ya, minapl !
[ˌkɹ̥e̞ˈhaˑvəl]
Brelevenez
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 ya, plantet ur viñs ba ar c'hreiz, ya, ha goude e oa ur plas da stardañ, e vije laket ur pezh (keuneud ?) e-barzh, ur pezh keuneud, pemp pe c'hwec'h metr, ha neuze e vije... e vije tud a sachañ, goude e vije staget an trakteur warnañ, da c'hoari en-dro, hag e glevez ar c'hoad o strakal ha tout, tout e oant torret, « klak ! klak ! » emeze, evel... honnezh... an trakteur a ra nerzh, eñ a starde, ya ! ya, e-lec'h sachañ gant an dud, kuit da sevel ar yenn, pa vije souzet hag (advoget ?) gant ar vazh, e vije da sevel ar yenn, derc'hen da... ha da adkomañs
[...]
oui, [j'avais] planté une vis dans le milieu [du pressoir], oui, et après il y avait un endroit pour serrer, on mettait une grosse (branche ?) dedans, une grosse (branche ?), cinq ou six mètres, et alors il y avait... il y avait des gens qui tiraient, après on attachait le tracteur dessus, pour tourner, et tu entendais le bois qui craquait et tout, ils étaient tous cassés, « clac ! clac ! » qu'ils faisaient, comme... elle... le tracteur produit de la puissance, il serrait, oui ! oui, au lieu de serrer par les gens, pour ne pas monter le coin, quand on reculait et (remontait ?) avec la barre, il fallait monter le coin, continuer de... et recommencer
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 ya, eñ 'na graet ar prenechoù... xxx ( ?), xxx ( ?), fourniset tout, livret gant Menou, hag eñ a ra... savet (unan a-vras ?) da Menou ivez, an hini a oa bet e-barzh, an hini vras zo aze, e-kerzh ober an ti ivez, 'na savet honnezh, honnezh eo hir hañ !
[...]
oui, il avait fait les fenêtres... xxx ( ?), xxx ( ?), tout fourni, livrées par Menou, et il fait... monté (une en gros ?) à Menou aussi, celle qui était venue dedans, la grande là, en faisant la maison là, il avait monté celle-là, elle est longue hein !
???
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 trec'hañ a ra ar c'harr war an trak... war an oustilh bras, war an trakteur hañ ! a-benn ar fin 'vezez ket mestr da vann ebet kwa, c'est ça ! ha goude, boñ... ha te, da benn, ac'hanta, 'vez ket en e blas ivez, setu e vezez... e rez forzh petra, ouai...
[...]
la remorque domine le trac... les gros engins, le tracteur hein ! pour finir tu ne maitrises plus rien hein [avec une remorque pleine], c'est ça ! et après, bon... et toi, da tête, eh bien, elle n'est pas en place non plus, donc tu es... tu fais n'importe quoi, ouai...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 1. betek bezañ zo... 2. petra ? daou vloaz ? 1. tri bloaz ? 2. tri bloaz ? 1. daou pe dri bloaz, aze 'oa ket kat ken hañ, hag e... e vrec'h, boñ, e vrec'h... 'nea ket nemet unan ! c'hoazh eo ret gwelet ! petra a ra gant ur vrec'h ! 2. ya 1. hag eu... ar vrec'h kleiz koulskoude kwa 2. a-wechoù e vije laket xxx ( ?) 1. inkomprenabl !
[...]
1. jusqu'à il y a... 2. quoi ? deux ans ? 1. trois ans ? 2. trois ans ? 1. deux ou trois ans, là il ne pouvait plus, et son... son bras, bon, son bras... il n'en avait qu'un ! et encore il faut voir ! ce qu'il fait avec un bras ! 2. oui 1. et euh... le bras gauche pourtant quoi 2. parfois on mettait xxx ( ?) 1. incroyable !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 ya, ha neuze ar pezh zo, e dad 'na graet eu... 'na bet un aksidant grav evel-se, un aksidant moto, ha eo chomet handikapet, hag eu... me 'oar-me, moarvat e soñj dezhañ, hag a ra ivez, sur, souten e vamm un tamm bihan kwa, kar pet vloaz 'nea Christian pa 'na bet e aksidant ?
[...]
oui, et alors ce qu'il y a, son père avait fait euh... avait eu un accident grave comme ça, un accident de moto, et il est resté handicapé, et euh... je n'en sais rien, sans doute pense-t-il, et il le fait aussi, assurément, soutenir sa mère un petit peu quoi, car quel âge avait Christian quand il avait eu son accident ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. ben ya, ar batronez a oa ba ar volant a oa lazhet-moust, lazhet-moust ! hag an oto a oa... pleget ar chasi, a-benn neuze 'na bet ur vazhad gant ar moto, ya, ya... eñ a oa skoet dreisti 2. se zo kaoz, pa glevan komz deus motoioù ha pa glevan motoioù, o tremen, oh, la, la ! la, la ! « c'hwi, emezon-me, na gomprenit ket petore dañjer eo ! » 1. deus ar moto e oa, (eñ a glee bezañ tost sur a-walc'h ?) 2. c'hwi, marteze, a ra ivez, ober moto ?
[...]
1. ben oui, la mère de famille qui était au volant avait été tuée sur le coup, tuée sur le coup ! et la voiture avait... le châssis de plié, pour alors elle avait eu un choc avec la moto, oui, oui... il avait été projeté par-dessus elle 2. c'est pour ça, quand j'entends parler de motos et quand j'entends des motos passer, oh, là, là ! là, là ! « vous, dis-je, vous ne comprenez pas quel danger c'est ! » 1. il était de la moto, (il devait être proche sûrement ?) 2. vous, peut-être, que vous faites aussi, faire de la moto ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 ah ! ha me 'mo ket james... polod bah ma... bah ma bas, me a ra gant ul loa-goad, ha gwechall, pa raen ba... en crêperie pa raen kalz bleud ed-du, ya, e raen... neuze e raen gant ma dorn kwa ! kar hennezh zo start da... da labourat
[...]
ah ! et moi je n'aurai jamais... de grumeaux dans ma... dans ma pâte à crêpe, moi je fais avec une cuillère en bois, et autrefois, quand je faisais en... en crêperie quand je faisais beaucoup de farine de sarrazin, oui, je faisais... alors je faisais à la main quoi ! car celle-là est plus difficile à... à travailler
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 1. ha pa ran reoù ed-du goude e wernisañ anezhe kwa, gant uoù kwa ha neuze... 2. arri eo ker ar grampouezhenn ed-du, bah Mabiliez e oa unan hag a rae ya 1. hein ? 2. Mabiliez, e oa unan hag a rae krampouezh ed-du ha... e-pad ar sezon, bremañ 'ra ket ken, bremañ xxx ( ?), e oa bet eu... les Daniel o tebriñ aze « oh, damen e vo ! emeze, pa 'na gouvezet pegement e baee pep krampouezhenn, 'minapl kwa ! se a oa ker hañ !
[ˌmabiˈliˑɛs - ˌmabiˈliˑɛs]
1. et quand j'en fais au blé noir après je les garnis quoi, avec des œufs quoi et aussi... 2. la crêpe de blé noir est chère maintenant, à Mabiliez il y en avait une qui faisait oui 1. hein ? 2. Mabiliez, il y en avait une qui faisait des crêpes de blé noir et... pendant la saison, maintenant elle ne fait plus, maintenant xxx ( ?), les Daniel avaient été euh... manger là « oh, bon sang ! disaient-ils, quand il avait su combien il payait chaque crêpe, terrible quoi ! ça c'était cher hein !
Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 1. Aet e oa d'ar gêr. Met a-greiz an noz e oa renket gelven ar bomperien. Aet dour ba e boumon partout. Renket kas anezhañ d'an ospital. xxx ( ?) e oa marvet. Ya... 2. xxx ( ?) 1. Lonket ur bern dour gantañ. xxx ( ?) e oa beuzet. Peogwir 'h ae d'ar bord, emezañ, ha goude ar mor, a-greiz-tout, a gase anezhañ xxx ( ?). 2. Ac'hanta ya, peogwir 'ouie ket neuial. 1. « Ah, (tommañ a ra ar mor, hennezh zo bet gwelet ?), ma oa lous da dreid ! » Ah, aze 'na bet ur bern... e oa lakeet propr !
[...]
1. Il était revenu à la maison. Mais dans la nuit on avait dû appeler les pompiers. De l'eau était rentrée dans ses poumons partout. Il avait fallu l'emmener à l'hôpital. xxx ( ?) il était mort. Oui... 2. xxx ( ?) 1. Il avait avalé beaucoup d'eau. xxx ( ?) il se noyait. Puisqu'il allait au bord, disait-il, et après la mer, subitement, l'emportait xxx ( ?). 2. Eh bien, oui, puisqu'il ne savait pas nager. 1. « Ah, (la mer chauffe, il a été vu ?), si tes pieds étaient sales ! » Ah, là il avait eu plein... il avait été lavé !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. me 'meus evet dour diwar... me 'meus evet kafe diwar gweleoù raned ! 2. ya ! ha reoù all 'deus ivez 1. 'teus ket ! 2. ma chom... ma chom bev ar raned, ni a ra ivez
[...]
1. moi j'ai bu de l'eau de... moi j'ai bu de l'eau avec des œufs de grenouilles ! 2. oui ! d'autres l'ont fait aussi 1. toi tu n'as pas fait ! 2. si les têtards restent... restent vivants, nous le restons aussi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. 'ma goullet gantañ, « ha da donton, mont a ra mat ? » « dam, ya met marv eo ! emezañ, n'eus ket keit-se zo, miz zo pe miz hanter zo » « 'ma klevet mann ebet, emezon-me » 2. deus pelec'h 'tije klevet ? 1. hag ur c'hoar d'e vamm zo marvet aze, hoñ a oa kozh ivez, arri eo... hola ! oh, e oa o vont da gaout kant vloaz evit an deizioù, eo marv, hoñ a oa seurez
[...]
1. je lui avais demandé, « et ton oncle, il va bien ? » « dame, oui mais il est mort ! qu'il dit, il n'y a pas si longtemps que ça, il y a un mois ou un mois et demi » « je n'avais rien entendu, dis-je » 2. d'où aurais-tu entendu ? 1. et une sœur de sa mère est décédé là, elle était vieille aussi, elle avait atteint... oh là ! oh, elle allait avoir cent ans ces jours-ci, elle est morte, elle était religieuse
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. graet... adc'hraet an ti graet e vije an Ti Bihan Ruz, hennezh eo an Ti Bihan Ruz, e-lec'h e oa Jañ-Mari Jaouen gwechall, ha hoñ a oa dall, ar plac'h kozh-se, 'da ket a vugale 2. ya met... an anv !? 1. hein ? 2. an anv ? 1. oh... an anv eo an ti bihan-se, 'oa ket nemet ur vuoc'h e-barzh pe div, me n'onn ket... 2. met se 'ra mann, kontet e oa evel ur menaj... 1. stok Kroaz an Teojer... e oa, stok ar Groaz an Teojer e oa, hag ur champ a separe... an ti hag eu... an daou di
1. [... - ... - ... tiˌbijənˈɻyˑ - ... tiˌbijənˈɻyˑ - ... ˈʒo̞wən ... - ... - ... - ...] 2. [...] 1. [...] 2. [...] 1. [... - ...] 2. [...] 1. [... ˌkɹ̥waˑsteˈoˑʒəɻ - ... - ... ˌgɹwaˑzdeˈoˑʒəɻ ... - ... - ... - ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 1. deus Koatreven, deus Perwenan 2. neuze troc'hañ a ra 1. deus Trelevern, Kervaria, Trezeni...
[... kwaˈtɹ̥ɛˑvən - ... pɛꝛˈweˑnən] 2. [...] 1. [... tɹ̥ɛˈlɛˑvən - ˌkɛɻvaˈɻija - tɹ̥eˈzeˑni]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 aze... aze out arri gant ur groaz, hein ?! gant ur groaz... Keravel, Keravel, ha eo bremañ les... porch... e ra porcherioù
[... - ... - ... - ... - kɛˈɻaˑvəl - kɛˈɻaˑvəl - ... - ...]
Lanleñv
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Fransoaz Lariven, ganet e 1939 e Lanleñv, o chom e Lanleñv, tud bet ganet e ar Faved / Kemper-Gwezhenneg.Dastumer : Tangi (2024-11-12)
-
👂 🔗 ha Louis hein, met Louis 'wele ket sklaer, Louis a oa deut born, dall memes, ah, nann ? met a-hend-all eu... e oa... e oa... eñ a oa machin hein ! ha Jean... Jean eu... bremañ n'onn ket penaos e ra en e-unan met... oh, nann ! se eo an istoar, arri eo pleget ivez hein !
[...]
et Louis hein, mais Louis ne voyait pas clair, Louis était devenu borgne, aveugle même, ah, non ? mais autrement euh... il était... il était... il était machin hein ! et Jean... Jean euh... maintenant je ne sais pas comment il fait tout seul mais... oh, non ! c'est ça l'histoire, il est voûté hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 met me ivez ! me a ra se, me a ra c'hoazh hein ! me a ra... eu... berviñ ma soubenn hag e vervan anezhi ha neuze... hag evel-se... hag evel-se 'drenk ket
[...]
mais moi aussi ! moi je fais ça, moi je le fais encore hein ! moi je fais... euh... bouillir ma soupe et je la fais bouillir et alors... et donc... et donc elle ne tourne pas
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 met amañ e arri bepred hein ! arri a ra bepred eu... ur wech pe div eu... ar sizhun, bepred e vez... donc euh... da gerc'hat ma bara din, 'h eomp d'ober komisionoù, me 'meus un oto met 'meus ket konduet ! evel-se... miret 'meus anezhi kar ne dalv... 'dalv ket kalz tra ken, evel-se... ha xxx ( ?) a reomp anezhi ha neuze... ha 'h eomp d'ober komisionoù, ha se an hini eo, chom amañ...
[...]
mais toujours est-il qu'il vient hein ! il vient toujours euh... une fois ou deux euh... par semaine, il est toujours... donc euh... pour me chercher mon pain, nous allons faire des courses, moi j'ai une voiture mais je n'ai pas conduit ! donc... je l'ai gardée car elle ne vaut... elle ne vaut plus grand chose, donc... et nous la xxx ( ?) et alors... et nous allons faire des courses, et c'est ça, rester ici...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 pa welez se... pa welez se, amañ n'eus ken menaj ebet hein ! n'eu... n'eus ket... n'eus ket nemet Poursod, Poursod eu... Poursod eu... Louis eu... enfin, e vab, met a-hend-all 'ra ket just nemet eu... nemet hariko, hennezh zo ba Toull al Lann, e Toull al Lann n'out ket bet ? nann ? ah, nann... pa... pa xxx ( ?) da welet Toull al Lann ivez, Toull al Lann, ben zo bah machin aze, bah eu... ba an tu all, met 'h ez da Goad Ermid ha da Draou Nez aze
[... - ... - ... - ... ˈpuɻsɔt - ˈpuɻsɔt ə - ˈpuɻsɔd ə - ... - ... - ... - ... - ... tulˈlɑ̃n - tulˈlɑ̃n - ... - ... - ... - ... tulˈlɑ̃n - tulˈlɑ̃n ... - ... - ... - ... gwaˈdɛꝛmit a də dɹɔwˈneˑ ...]
quand tu vois ça... quand tu vois ça, ici il n'y a plus aucune ferme hein ! il n... il n'y a... il n'y a que Poursot, Poursot euh... Poursot euh... Louis euh... enfin, son fils, mais autrement il ne fait que euh... que des haricots, lui est à Toull al Lann, tu n'as pas été à Toull al Lann ? non ? ah, non... quand... quand xxx ( ?) pour voir Toull al Lann aussi, Toull al Lann, ben, c'est dans machin là, dans euh... de l'autre côté, mais tu vas à Koad Ermid et à Traou Nez là
Plouriou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47 48 49 50 51 52 53 54 55 56 57 58 59 60 61 62 63 64