Klask
« sellet »
Frazennoù kavet : 150
-
🔗 nann, ret e vez sellet dirak piv e vezez o kaozeal memestra, kar aze e vez a-bep-sort tud hein !
[...]
non, il faut regarder devant qui tu parles [conteur] quand même, car là il y a toutes sortes de gens hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 Me, feiz, me a oa ba ar porzh, ba ar menaj. Me a wele... un oto o tremen. 'Ma gwelet un oto vihan hag a oa... ruz du lous aze e oa, o vont war-grec'h tout. Bon, n'anavezen ket anezhañ evel-se. Kenkent e welen anezhañ o tremen. War-draoñ adarre. Da welet hag-eñ e oan-me er gêr. Eñ 'na doutet moarvat. Hag e oan war ar porzh... me o welet anezhañ o vont war-grec'h adarre ! « Damen e vo ! Petra a sinifi se ? emezon-me ». Ha sellet deus skrec'h.
[...]
Moi, ma foi, j'étais dans la cour, dans la ferme. Je voyais... une voiture qui passait. J'avais vu une petite voiture qui était... rouge noire sale là, allant vers tout là-haut. Bon, comme ça je ne le connaissais pas. Aussitôt je le vois passer. Vers le bas de nouveau. Pour voir si j'étais chez moi. Il avait douté sans doute. Et j'étais sur la cour... je le vois qui remonte de nouveau ! « Sacrebleu ! Qu'est-ce que ça signifie ? dis-je ». Et [moi] de regarder vers le haut [où est le chantier de la maison].
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 « Oc'h ober petra out aze ? » 'ma goullet gantañ. « Met bezañ zo xxx ( ?) droed memestra, emezañ, da sellet deus un ti, n'eus ket ? » « Da blas n'emañ ket e-barzh ! Ha piv 'neus torret an dorejoù ? » 'ma lâret dezhañ. « N'out ket deut evite outre c'hoazh, geo ? ma eo te eo ! » Eñ a oa berr warnañ. Oh ! Aet e oa xxx ( ?)... aet e oa xxx ( ?) war-gaout an hent d'ar red. Ha me war-e-lerc'h. Hag e oan oc'h esa... mont a-raok d'an oto da... Un tamm bihan e vije tremenet drezon. E oa partiet a-raok !
[...]
« Qu'es-tu en train de faire là ? » que je lui avais demandé. « Mais il y a xxx ( ?) le droit quand même, dit-il, de regarder une maison, non ? » « Ta place n'est pas dedans ! Et qui a cassé les portes ? » lui avais-je dit. « Tu n'es pas venu pour elles en plus encore, si ? si c'est bien toi [le coupable] ! » Il avait le souffle court. Oh ! Il était parti xxx ( ?)... il était parti xxx ( ?) vers la route en courant. Et moi de le poursuivre. Et j'essayais... d'aller devant la voiture pour... Un petit peu et il m'aurait passé à travers. Il était parti !
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 n'eus ket a voaien ! ret eo sellet ivez... lâret e vez « 'vez ket... 'vez ket staget ar chas gant chaousis » met eu...
[...]
on ne peut pas [acheter les produits trop chers] ! il faut regarder aussi... on dit « on ne... on n'attache pas les chiens avec de la saucisse » mais euh...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 1. Aet e oa da... da Berroz... bah... la Vie Tranquille, ur c'horn bihan, kazi... kazi bah... 2. Traezhtraou e oa ! 1. Traezhtraou e oa ya. Feiz, aet e oa, un devezh... ha 'oa ket den ebet ! Aet war ar mor o tont en e blas, just. Savet anezhañ. Dezhañ da bakañ tout, laket anezhe war-neuiv. Ha 'oa... 'oare ket, xxx (debakiñ ?), ha 'oa den ebet o sellet. « A-benn ar fin 'vije ket moaien dont d'ar bord », emezañ.
1. [bɛˈɻoˑs] 2. [tɹ̥e̞sˈtɹ̥ɔw] 1. [tɹ̥e̞sˈtɹ̥ɔw]
1. Il était allé à... à Perroz... à... la Vie Tranquille, un petit coin, presque... presque dans... 2. C'était Traezhtraou ! 1. Traezhtraou que c'était, oui. Ma foi, il était allé, un jour... et il n'y avait personne ! Il était allé dans la mer qui remontait, juste. Il l'avait monté [quoi ?], afin de prendre tout, ils les avaient mises à flotter [les tonnes à eau ?]. Et il ne sav... ne savait pas, xxx ( ?), et personne ne regardait. « Finalement il n'était plus possible de rejoindre le bord », qu'il avait dit.
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 ha hi 'da kafe gant teir peder blac'h, unan a oa deus trebeurden, « ma c'hoar », emezi, ha neuze e oa div pe deir deus... deus... deus le quartier, e oa arriet hennezh eno ! en slip, noazh-pilh, eno adarre ! ha 'grede ket den ebet da sellet ! tout e oant evel-se, emezi
[... - ... tɹ̥eˈbœɻdən - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 ya... me 'ma... eñ 'na laosket anezhañ aze met... a-greiz-tout 'na laket anezhañ din war... daou pe dri a oa gantañ, 'nea torret, eñ 'na trao... hennezh 'neus des fours micro-onde bepred ! hag eu... me o sellet war frigo, « oh, ma Doue ! pesort zo aze ? » ha 'na laosket unan ganin, ya, hennezh zo... ha pa oa arri ar mab amañ 'ma lâret dezhañ « eh ! dégage-moi celui-là donc ! mets ça sur le machin là, sur le... sur le... dans le couloir là ! » et... a-hend-all e oa o jenañ ac'hanon ! ma gafetierenn 'na taolet en he gostez ha... « eh ! hop, hop ! »
[...]
oui... moi j'avais... il l'avait laissé là mais [four micro-onde]... un beau jour il me l'avait mis sur... il en avait deux ou trois, qu'il avait cassés, il avait des chos... lui il a des fours micro-onde toujours ! et euh... moi de regarder sur le frigo, « oh, mon Dieu ! qu'est-ce qu'il y a là ? » et il m'en avait laissé un, oui, ça c'est... et quand mon fils était venu je lui avait dit « eh ! dégage-moi celui-là donc ! mets ça sur le machin là, sur le... sur le... dans le couloir là ! » et... sinon il me gênait ! il m'avait renversé ma cafetière et... « eh ! hop, hop ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 sellet deus an tele ha neuze machinoù gant o daouarn aze, ha bah foteuilhoù, ha debriñ ur pizza !
[...]
regarder la télé et aussi des machines dans les mains [portables] là, et dans des fauteuils, et manger une pizza !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Renea Sevenou (Henri), ganet e 1938 e Plouriou, o chom e Plouriou, tud bet ganet e Eviaz / Kerfod.Dastumer : Tangi (2025-02-13)
-
👂 🔗 Ha me da chom aze gant ma fod da sellet dionti. Ur boned gant leun a... a n'onn petra, a dantelezh, neuze n'onn petra, he dent keit-se... deus he... añfin, tout ce qu'il fallait quoi ! Hag e oan chomet spontet... en penn ar gwele. 'Voujen ket gant ma fodad... soub. Ha hi da... « Tosta ma flac'h bihan ! » « Ya, 'h an da vezañ debret met 'h an da vont memes tra ! » Petra a vije fourret e penn ar vugale ! Arriet e oan. Ha feiz, me... da... da xxx ( ?) ha neuze da reiñ ar pod dezhi. Ha c'hoazh e oa lâret din gant ma mamm : « Gortoz ken e vo vid ar pod ha degas da bod ganit en-dro ! ». Ha graet se.
[...]
Et moi de rester là avec mon pot la regarder. Un bonnet avec plein de... de je ne sais quoi, de dentelles, je ne sais quoi également, des dents si longues... de sa... enfin, tout ce qu'il fallait quoi ! Et j'étais restée pétrifiée... au bout du lit. Je ne bougeais plus avec mon pot... de soupe. Et elle de... « Approche ma petite fille ! » « Oui, je vais me faire manger mais j'y vais quand même ! » Qu'est-ce qu'on fourrait dans la tête des enfants ! J'étais arrivée. Et ma foi, je... pour... pour xxx ( ?) et alors de lui donner le pot. Et ma mère m'avait dit également : « Attends que le pot soit vide et ramène le pot ! ». Et j'avais fait ça.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 a-benn fin an dro 'ma... 'ma bet kresk, ha pa oan arriet er gêr 'ma sellet war ma fiche de paye, oh, ma ene ! « eñ... 'meus ket bet a gresk, emezon-me, oh ! me ac'h a en-dro, me ac'h a en-dro diouzhtu » 'ma lâret d'am wreg
[...]
et pour finir j'avais... j'avais eu une augmentation, et quand j'étais arrivé à la maison j'avais regardé sur ma fiche de paye, oh, bon sang ! « il... je n'ai pas eu d'augmentation, dis-je, oh ! moi je retourne, moi je retourne tout de suite » que j'avais dit à ma femme
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Job Karre, ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 Kostaerez, se zo brezhoneg kozh, hag a dalvez kement hag ul lec'h... ul lec'h gward, ul lec'h e-lec'h ma... e vije laket tud da... da sellet deus ar mor
[ˌko̞staˈe̞ˑʁe̞s - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Tregastell
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
🔗 sellet a-dreuz
zèleut dreuz
[zɛlət dʁøz]
regarder de travers
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 sellet a-gorn
zèleut gorn
[zɛlət goʁn]
regarder du coin de l'œil : épier
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Ma gavont ket ac'hanon chik 'neuint ket nemet nompas sellet diouin.
Ma gavin-n tyeut an-n chik din-ntyeut mé-n non pas zèleut dewi.
[ma gavɛ̃n tjət ãn ʃik dɛ̃ntjət men nõ pas zɛlət døwi]
S'ils ne trouvent pas que je suis bien habillée, ils n'auront qu'à ne pas me regarder.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ma vreur 'na lâret se, d'ur jañdarm, peogwir... e oa bet deus Bear amañ, ha eñ 'na ket e bermi na mann ebet, hag e oa aet war... war e solex, 'na ket nemet ur solex, hag e oa bet aretet eu... gant ar jañdarmed neuze, da sellet hag-eñ e oa e solex en regl e oa an traoù, met kavet 'neuint ur bern traoù 'vat ! met eu... memestra 'oa ket roet koñtravañsion ebet dezhañ, met eu... ha 'na lâret, « feiz... » met ar jañdarmed 'na kuriu... o c'houll gantañ pelec'h e oa o chom ha... penaos neuze, ha 'neuint lâret dezhañ e oa poent dezhañ lesken ar solex a-gostez, « neuze 'vat ! emezañ, kar al lapin garenne, emezañ, zo start da dennañ deus e doull, emezañ, met me zo evel-se ivez emezañ ! », gwelet a rez !
[... - ... - ... - ... - də ˈzɛlɛd iˌgẽ wa i soˌlɛks ˈɣɛgl wan ˈtɾɛw - ... - ... - ... - ... ˈlɛskən soˈlɛks eˈgo̞ste - ... - ... - ...]
mon frère avait dit ça, à un gendarme, puisque... il était venu de Bear jusqu'ici, et il n'avait pas son permis ni rien, et il était allé sur... sur son solex, il n'avait qu'un solex, et il avait été arrêté par... par les gendarmes alors, pour voir si son solex était en règle et tout, mais ils avaient trouvé plein de choses ! mais euh... quand même on ne lui avait donné aucune contravention, mais euh... et il avait dit, « ma foi... », mais les gendarmes l'avaient questio... lui avaient demandé où il habitait et... comment alors, et ils lui avaient dit qu'il était temps de laisser le solex de côté, « alors ! dit-il, car le lapin de garenne, dit-il, est difficile à sortir de son trou, dit-il, mais moi je suis comme ça aussi, dit-il ! », tu vois !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Hag e oa tennet hag adtennet ar c'hole, deus ar c'hraou. A-benn neuze e oa un eonenn en e c'henoù. Met 'na ket sellet deus ar vuoc'h. Hag eñ o (kognal ?) eno. 'Na bet un... un malaise. Ar c'hole. Ah ya ya ! Ha prest a-walc'h e oa tapet botoù-koad ar patron dindan... dindan e... ar c'hein ar c'hole. Hag eñ da derc'hen... da derc'hen da zizalaniñ, derc'hen da zizalaniñ. Ha goude e oa aet da lâret da Le Clec'h. Pe da lâret da... veterinaer Karluer deus Plouared. Ar veterinaerien. Ha dont kwa ! Hein ?! Sell aze !
[... - ... wa neˈɔ̃ˑnən ni ˈheˑno - ... - a ˌẽ ˈkɔ̃ɲəl ˈeˑno - ... - ... - ... - ... ˈdɛʴhɛn də ˌzizaˈlɑ̃ˑnĩ - ˈdɛʴhɛn də ˌzizaˈlɑ̃ˑnĩ - ... - vøtɣiˈnɛˑʁ ... - vøtɣiˈnɛˑʁjɛn - ...]
Et on avait tiré et retiré le taureau, de l'étable. Pour alors le taureau avait de l'écume à la bouche. Mais il n'avait pas regardé la vache. Et il (se mettait dans le coin ?) là-bas. Il avait eu un... un malaise. Le taureau. Ah oui oui ! Et les sabots de bois du patron avaient failli être pris sous... sous son... le dos du taureau. Et lui de continuer de... de continuer de respirer [fort], continuer de respirer [fort]. Et après on était allé dire à Le Clec'h. Ou dire à... au vétérinaire Le Carluer de Plouared. Les vétérinaires. Et [eux] de venir quoi ! Hein ?! Voilà !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. evel... a lerez, ar chas aze, me 'meus soñj, ar c'hi bras bleiz du-mañ, e vijen aet da gerc'hat ar saout, hep goût dezhañ, te a lâre « kae da gerc'hat ar saout ! » 2. ya, hen... hennezh ac'h ae ivez 1. daonet e vo ma... hennezh a arrie dre belec'h 'mije tremenet partout ! 2. oh, ya paotr-kaezh, ar chas ! 1. me a wele anezhañ o tont, ur wech e oan aet da sellet, hag e oa ul laeradenn, ur yar e c'horiñ war ar c'hleuz, « homañ a gle bezañ arri pres da diflukiñ hec'h evned bihan, hag (a deu amañ din-me ?) », e welen anezhañ, ha 'na ket gouvezet e oan aet da gerc'hat... 2. arriout warni hañ ! 1. da gerc'hat ar saout, ha 'na tremenet dre belec'h e oan tremenet partout, hag oc'h arriout war-lerc'h e oan 2. ya, ya, ya, ya !
[...]
1. comme... tu dis, les chiens là, moi je me souviens, le grand chien loup chez nous, j'allais chercher les vaches, sans qu'il ne sache, toi tu disais « va chercher les vaches ! » 2. oui, il... il y allait aussi 1. que damné soit... il arrivait partout où j'étais passée ! 2. oh, oui mon vieux, les chiens ! 1. moi je le voyais venir, une fois j'étais allée voir, et il y avait une couvée clandestine, une poule qui couvait sur un talus, « ses poussins doivent être sur le point d'éclore, et (il vient vers moi ?) », je le voyais, et [pourtant] il n'avait pas su que j'étais allé... 2. arriver dessus hein ! 1. chercher les vaches, et il était passé partout où j'étais allée, et il arrivait là où j'étais 2. oui, oui, oui, oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.
– Pier Tredan, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Logivi-Lannuon / Lanvaeleg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha pa... pa oa roet ar prizioù 'ba... 'ba ar machin, 'ba ar park, e oa... e oa lakeet egile kentañ. Ha... hag ar jañdarmed 'na lâret : « ma 'vije sellet ervat, emezañ », 'na lâret da... da... d'ar skolaer 'na bet... 'na lisañset ac'hanon. « An hini nevez aze, emezañ », 'ouie ket ma anv, ar jañdarm 'ouie ket ma anv, « an hini zo nevez-ambochet aze, emezañ, 'ba ar c'h... evel reder, emezañ, ganac'h, emezañ, 'neus graet... tremen hanter... tremen kant hanter-kant metr muioc'h evit ar reoù all. » Ha... ha... ha... hag e oan arriet a-dreñv egile, c'hwec'h metr. Ha 'ma graet kant hanter-kant metr bepred muioc'h... muioc'h evit ar reoù all. Ha gras d'ar jañdarmed... Bégard, ac'hanta ! 'ma bet... e oa roet ar priz kentañ din.
[...]
Et quand... quand on avait donné les prix dans... dans le machin, dans le champ, on avait... on avait mis l'autre en premier. Et... et les gendarmes avaient dit : « si on avait bien regardé, dit-il », qu'il avait dit à... à... à l'enseignant qui avait... qui m'avait licencié [donner une licence]. « Le nouveau là, dit-il », il ne savait pas mon nom, le gendarme ne savait pas mon nom, « celui qui a récemment été embauché là, dit-il, dans la c... comme coureur avec vous, dit-il, a fait... plus de... plus de cent cinquante mètre de plus que les autres ». Et... et... et... et j'étais arrivé derrière l'autre, à six mètres. Et j'avais quand même fait cent cinquante mètres de plus... de plus que les autres. Et grâce aux gendarmes... de Bégard, eh bien ! j'avais eu... on m'avait donné le premier prix.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha... ha... hag an Almanted all 'na lâ... pa... pa oa... pa... pa 'na... pa oa... penaos 'ta... penaos e esplikfen se dit ? An Almanted a derc'he da dostaat d'an ti, gwelet a rez ? D'an ti ! Ha... Gwreg... gwreg Ni... gwreg Nikolaz, a oa aet 'ba... 'ba al lukarn e-krec'h, 'ba ar c'hrignol. Da sellet... da sellet dre al lukarn. Ul lukarn n'eo ket bras hañ ! gant... gant ur machin houarn aze da... da serriñ ha da digoriñ.
[...]
Et... et... et les autres Allemands avaient di... quand... quand c'était... quand... quand il avait... quand c'était... comment donc... comment je te l'expliquerais ? Les Allemands continuaient de s'approcher de la maison, tu vois ? De la maison ! Et... la femme... la femme de Ni... la femme de Nicolas, était allée à... à la lucarne en haut, dans le grenier. Pour voir... pour regarder par la lucarne. Une lucarne ce n'est pas grand hein ! avec... avec un machin en fer là pour... pour fermer et ouvrir.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 « Pelec'h emañ da linenn, emezon-me ? » Kaer 'na sellet... e oa... e oa partiet. Ha 'damp... ha... ha pa oa aet ar mor en traoñ, e oamp... e oamp aet, da... da glask anezhi, da glask al linenn. Ha... ha 'damp kavet anezhi luziet e-mesk... e-mesk ur garreg. Tout ! Ar pesk-se, 'na sachet al linenn gantañ, kompren a rez ?
[...]
« Où est ta canne à pêche, dis-je ? » Il avait beau regarder... elle était... était partie. Et nous avions... et... et à marée basse, nous étions... nous étions allés... la chercher, chercher la canne à pêche. Et... et nous l'avions trouvée emmêlée dans... dans un rocher. Totalement ! Ce poisson-là, avait tiré la canne à pêche à lui, tu comprends ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)