Klask
« vezer »
Frazennoù kavet : 123
-
🔗 evel ar beuz, pa vez lâret « bon, ben, ar Sul beuz e vez... e vez... e vez benniget ar beuz, hag eu... ha 'vezer ket sañset da skeiñ beuz... ar bloaz a-raok, kuit, e vez ret... deviñ anezhañ
[...]
comme le buis, quand on dit « bon, ben, le dimanche des rameaux on... on... on bénit le buis, et euh... et on n'est pas censé jeter le buis... de l'année précédente, il faut... le brûler
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 ha c'hoazh 'vezer ket sur, gant les... les... les airbags zo bremañ hañ ! barrek kentoc'h da vezañ lazhet gantañ c'hoazh !
[...]
et encore on n'est pas sûr, avec les... les... les airbags qu'il y a maintenant hein ! capables plutôt d'être tué par eux encore !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
🔗 ya, a-benn e vezer arri an oad-se, e vez arri gwelet ha klevet un tamm a-bep-sort ! traoù gwechall kwa...
[...]
oui, quand on atteint cet âge-là, on a vu et entendu de toutes sortes ! des choses d'autrefois quoi...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)
-
👂 🔗 me 'meus nemet se d'ober, 'ma lâret dezhañ dont pa garfe, ya, ha forzh pegoulz ! na pa vezer dek gwech ba ar bloaz, « te, 'jenez ket ac'hanon »
[...]
moi je n'ai que ça à faire, je lui avais dit de venir quand il voudrait, oui, et n'importe quand ! même si c'est dix fois par an, « toi, tu ne me gênes pas »
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-02-04)
-
👂 🔗 da c'hwec'h eur 'h aer... 'h aer e-barzh, ya ! ya, ya ! ya met... 'vez ket debret diouzhtu ivez, a-wechoù ivez, ur c'hard eur pe ugent munutenn a-raok ma komañser, met... da c'hwec'h eur e vezer sañset da vont bepred, ha... da greistez e vez eu... e vez merenn ya, ya, ya... ha sell aze ! evel-se emañ ma buhez
[...]
à six heures on va... on y va [au réfectoire], oui ! oui, oui ! oui mais... on ne mange pas tout de suite non plus, parfois non plus, un quart d'heure ou vingt minutes avant qu'on ne commence, mais... à six heures on est censés y aller, et... à midi il y a euh... le déjeuner oui, oui, oui... et voilà ! ma fille est ainsi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Terez Fulub (ar C'halvez), ganet e 1927 e Lanleñv, o chom e Pempoull, tud bet ganet e Lanleñv / Lanleñv.Dastumer : Tangi (2026-08-29)
-
👂 🔗 pa vezer tri bloaz ba ur plas, e komañsomp eu... anavout an dud ha tout ha, bof ! ale !
[...]
quand on a été trois ans dans un endroit, nous commençons à euh... connaître les gens et tout et, pof ! allez !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona Kolled (Pierre), ganet e 1932 e Pleudel, o chom e Pleudel, tud bet ganet e Pleudel / Pleudel.Dastumer : Tangi (2026-03-28)
-
👂 🔗 en tu all, e vezer arri ba al Lann aze, ah, ya... met laket hon deus ouzhpenn, peogwir, gwechall-gozh, 'oa ket tier a-hont
[... - ... ˈlɑ̃n ... - a ja - ... - ... - ...]
Tresigne
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pêr ar Mezeg, ganet e 1932 e Tresigne, o chom e Tresigne, tud bet ganet e Tresigne / Goudelin.Dastumer : Tangi (2024-06-05)
-
👂 🔗 oh, 'vezer ket ken ba Lannon aze, ah, Pikardi ! Pikardi zo ba Lannon ? ah, ya... ya, se n'eo ket un anv brezhonek, ya, Pikardi a vije lâret ya
[... - ... ˈlɑ̃ˑnõm ... - a - pikaꝛdi - pikaꝛdi ... ˈlɑ̃ˑnõm – a ja – ja - ... – ja - pikaꝛdi ...]
Lannon
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pêr ar Mezeg, ganet e 1932 e Tresigne, o chom e Tresigne, tud bet ganet e Tresigne / Goudelin.Dastumer : Tangi (2024-06-05)
-
👂 🔗 ben, aze zo daou hent kwa, hein ? pa vezer... pa vez kuitaet ar C'harreñchou, goude zo un anv 'vat, e bourk Tresigne, hag unan all 'h a da Lanlon eu...
[... - ... - ... - ... ˌhaˈʁɛ̃ʃu - ... - ... ˌtxœziˈɲeˑ - ... ˈlɑ̃ˑlõn ...]
Tresigne
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rene ar Garv, ganet e 1933 e Trezigne, o chom e Lannon, tud bet ganet e ar Merzher / Goudelin.
Bet eo o chom e Trezigne betek e drizek vloaz.Dastumer : Tangi (2024-08-23)
-
👂 🔗 Sant-Hujon ! Sant-Hujon, e-le... e-lec'h emañ ar groaz, e-lec'h emañ ac'hanta... l'ophtalmo aze bremañ, aze evel-se... e-le... e-lec'h e vezer oc'h ober ar jañdarmiri
[sɑ̃nˈtyˑʒõnt - zɑ̃nˈtyˑʒõn - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ivona an Nedeleg (Razaved), ganet e 1936 e Ploubêr, o chom e Rospez, marvet e 2025, tud bet ganet e Ploubêr / Ploulec'h.
Bet tremenet he yaouankiz en Brelevenez ; deut da chom da Rospez en 1958Dastumer : Tangi (2024-01-03)
-
👂 🔗 Met 'blij ket din lakat anezhi noz. Oh nann, aze ec'h out kat da derañjiñ an dud tout. Anfin… A-wechoù 'lakan anezhi tamm bihan. 'Vezer ket bet gwech ebet, pa 'meus bet laket anezhi, 'lavaret din da serriñ anezhi… Amañ 'vez kalm an traoù, [?] peurvuiañ. Pep hini en e loch.
Je n'aime pas la mettre le soir [allumer la télé]. Oh non, là tu peux déranger tout le monde. Enfin… Parfois je la mets un petit peu. On n'est jamais venu, quand je l'ai mise, me dire de l'éteindre… Ici c'est calme en général. Chacun dans sa chambre.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal (2013-01-13)
-
👂 🔗 aze e vezer o tostaat da vont da-gaout... ar riñvier, ar Beg Melen
[... - ... - ˌbegˈmeˑlən]
Priel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jozef Peron, ganet e 1939 e Planiel, o chom e Priel, tud bet ganet e Planiel / Planiel.
Deut da chom da Briell pa oa bugel.Dastumer : Tangi (2023-10-25)
-
👂 🔗 aze e vezer arri war bord an hent ar bour... ar bourk, ar Geriliz
[... - ... - gɛˈɻiˑlis]
Trogeri
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michela Mordelez, ganet e 1937 e Peurid, o chom e ar Roc'h, tud bet ganet e Peurid / Koadaskorn.
Aet da chom da Drogeri da 27 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-10-04)
-
👂 🔗 ha deus bourk Trogeri, e raer tri c'hant metr hag e vezer e Peurid ivez
[... txuˈge̞ˑi - ... ˈpœˑiɟ ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa Perrot, ganet e 1939 e Peurid, o chom e Trogeri, tud bet ganet e Peurid / Peurid.Dastumer : Tangi (2023-09-27)
-
👂 🔗 1. 'vezer ket pell o teskiñ... 2. ya, ur c'harv ! ur c'harv ha givri eu... 1. ha zo okupet, 'vezer ket pell o teskiñ ul langaj
[...]
1. on n'est pas long à apprendre... 2. oui, une chèvre ! une chèvre et des chèvres euh... 1. qui est occupé, on n'est pas long à apprendre une langue
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 ah, Tromilin ! geo, Tromilin neuze... ac'hanta ya ! eu... 'dalc'her ket da vont, a soñj din, hag a droer a-gleiz pa vezer aet ur pennad en hent da vont da... da Barko Merrien, a droer a-gleiz, hag aze emañ, Tromilin
[a tr̥oˈmiˑlin - ... - tr̥oˈmiˑlin ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌbaɻkoˈme̞ˑɾje̞n - ... - ... - tɾ̥oˈmiˑlin]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 aze e vezer bepred en Pleuveur hein ! hag ac'h a da Stank Kerzuel... deus Stank Kerzuel... ac'h a... da Berroz
[... plœˈvœˑɹ ... - ... ˌstɑ̃ŋk kɛꝛˈzyˑe̞l - ˌstɑ̃ŋk kɛꝛˈzyˑe̞l ... - ... be̞ˈɻoˑs]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, marvet e 2026, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 Pont ar Bailh, aze ! 'ba... war an hent-se ivez, ya, ya, ya, ya ! aze e anavezan memes tra, dre aze e arrier en Trebeurden, pa... pa vezer... pa geuilh... pa geuilher an hent-se
[ˌpõnaˈbaj - ... - ... - ... - ... - ... tɹ̥eˈbœɾdən - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 1. nann... met e vezer techet da... da laoskel 2. ben... ar pezh a vez skrivet ! 1. ar W da gouezhañ en Treger... 2. Kerwilzig
1. [... - ... - ...] 2. [... - ...] 1. [...] 2. [kɛꝛˈwilzik]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 ya, ar Poull Yar, se zo en traoñ, nevez... nevez-adimplijet, eu... nevez... feiz, nevez... nevez-adkavet, peogwir e vezer o sevel tiez aze, e-barzh ar... e-barzh ar... eu... ya ! ar Poull Yar, neuze se zo un dra a zo fentus a-walc'h...
[ja - pulˈjaˑꝛ - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... – ja - pulˈjaˑꝛ - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)