Frazenn n° 97918
-
🔗 1. Komanant an Onnenn... 2. ben, ya ! 1. ya ! e-lec'h... eno e oa ar Flancheg, un Flanchec, gwechall, ya, hennezh zo... 2. Komanant an Onnenn 1. hennezh zo troet e gein d'an hent, ha hennezh... ar vered nevez zo a-raok da hennezh, bet tapet douar d'ober ar vered nevez deus ar gomanant-se
1. [ko̞mɑ̃nˈnõnən] 2. [...] 1. [ja - ... - ... ˈflɑ̃ʃɛk - ... - ja - ...] 2. [ko̞ˌmɑ̃nɑ̃nˈnõnən] 1. [... - ... - ... - ...]
Rospez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-03-19)