Frazenn n° 98110
-
🔗 1. me, pa 'h aen... du-mañ, pell zo... e oan yaouank, feiz, 'oa ket... 'oa ket kole ebet du-mañ pe... a-wechoù e vije ur c'hole ivez, a-wechoù 'vije ket amañ ba... ba ar menajoù a oa, daou pe dri all, kas ar vuoc'h d'ar c'hole, ha goude neuze da dont d'ar gêr e vije lâret « ma 'peus c'hoant da... e derc'ho... ma 'peus c'hoant... ar... ar vuoc'h a derc'ho deus da c'hole, e vo laket mailh dezhi war he c'hein da vont d'ar gêr ! » sell aze traoù drol hañ kar... te 'teus gwelet ober ? 2. 'meus ket 1. 'teus ket 2. se 'meus ket nann 1. menajoù xxx ( ?) e vije mailh, xxx ( ?) e dose anezhañ, oc'h esa pegañ anezhañ, hag e lârent dimp « grit intañsion e gouezho ar mailh hañ ! ma 'h a betek ar gêr eo mat »
[...]
1. moi, quand j'allais... chez moi, il y a longtemps... j'étais jeune, ma foi, il n'y avait pas... il n'y avait pas de taureau chez moi ou... parfois il y avait un taureau aussi, parfois il n'y en avait pas ici à... dans les fermes il y en avait, deux ou trois autres, emmener la vache au taureau, et après alors pour revenir à la maison on disait « si vous voulez que... qu'elle garde... si vous voulez... la... la vache garde [la semence] de ton taureau, on lui met de la boue sur son dos pour revenir à la maison ! » en voilà des choses bizarres car... toi tu as vu faire ? 2. non 1. non 2. ça je n'ai pas vu, non 1. des fermes xxx ( ?) il y avait de la boue, xxx ( ?) il la tassait, essayant de la coller, et ils nous disaient « faites attention que la boue ne tombe hein ! si elle va jusqu'à la maison c'est bon »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)