Temoù
Ar presouar
-
🔗 koad ar presouar
[kwad ə prɛ’suar]
le bois du pressoir
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'neus ket presouar ebet
[nøs kə prɛ'su:r bet]
il n'a pas de pressoir
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 koad ar presouar
[kwat prɛ’su:r]
le bois du pressoir
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur presouar zo amañ hag an tud a deu amañ d'ober chistr
[prɛ’sur zo ’ãmã a ndyt dø ’ãmã do:r jist]
il y a un pressoir ici et les gens viennent y faire du cidre
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ar presouar
[prɛ'su:r]
le pressoir
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Tangi
-
🔗 ar viñs
[vĩ:s]
la vis [du pressoir]
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Tangi
-
🔗 hini ac'hann zo ur presouar bras ?
['hini hɑ̃n zo prɛ'su:r bra:s]
celui d'ici c'est un grand pressoir ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ah, unan a vije oc'h ober chistr a-raok
[ah yn 'viʒe ho:r ʒist ə'ro:k]
ah, un avec lequel on faisait du cidre avant [pressoir]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 presouar hag an intanouer !
présoueur a ni-nténoueur !
[pʁesuəʁ a nintenuəʁ]
le pressoir et l'entonnoir !
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 presouer
présour
[pʁesuʁ]
pressoir

Gant : Mari-Kler ar Gag, ganet e 1940 e Bear, o chom e Sant-Laorañs, tud bet ganet e Trezelan / Pederneg.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 oh ! presoueroù a oa o vont en-dro !
[o pʁɛsu'e:ʁo wa vɔ̃n dɾo]
oh ! il y avait des pressoirs à tourner !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa petet an orolaj war ar presouer, an orolaj vihan aze
[wa ˈpetəd noˈɣoˑləʃ waꝛ pɣɛˈsuˑəꝛ - noˌɣoˑləʒ ˈviˑən ˌɑhe]
l'horloge avait pété sur le pressoir, la petite horloge là [baromètre de pression en fait]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 1. ah, ni a rae « ar varrenn da stardañ », ya, « ar varrenn da stardañ », ha hoñ a oa hir 2. met hoñ a oa houarn ? 1. 'oa ket, gant koad 'mamp graet anezhi, houarn 'mamp ket kavet, e vije laket houarn evit... an tubchoù, e vije kavet xxx (?), ni 'meump laket eu... ur blantenn derv, unan sec'h, hag a oa kei... keit-se ac'hann d'an nor aze, hoñ a rae nerzh ! pa sache, paotr kaezh ! xxx ( ?), tout an traoù a strake ! ar plenken a oa torret tout a-benn ar fin 2. friket ? 1. hag a-benn ar fin 'meump ket graet chistr ken, ha bremañ... un toull, aet eo ba an douar, hag a chomo
[...]
1. ah, nous nous disions « la barre à serrer », oui, « la barre à serrer », et elle était longue 2. mais elle était en fer ? 1. non, nous l'avions faite en bois, nous n'avions pas trouvé de fer, on mettait du fer pour... les tubes, on trouvait xxx (?), nous avons mis euh... un plant de chêne, un sec, et qui était de cette lon... longueur d'ici à la porte là, elle rendait de la force ! quand elle tirait, mon gars ! xxx ( ?), tous les trucs craquaient ! les planches étaient toutes cassées pour finir 2. écrasées ? 1. et finalement nous n'avons plus fait de cidre, et maintenant... un trou, il [pressoir] est enterré dans la terre, et il restera
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder (ar Veilh), ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 ya, plantet ur viñs ba ar c'hreiz, ya, ha goude e oa ur plas da stardañ, e vije laket ur pezh (keuneud ?) e-barzh, ur pezh keuneud, pemp pe c'hwec'h metr, ha neuze e vije... e vije tud a sachañ, goude e vije staget an trakteur warnañ, da c'hoari en-dro, hag e glevez ar c'hoad o strakal ha tout, tout e oant torret, « klak ! klak ! » emeze, evel... honnezh... an trakteur a ra nerzh, eñ a starde, ya ! ya, e-lec'h sachañ gant an dud, kuit da sevel ar yenn, pa vije souzet hag (advoget ?) gant ar vazh, e vije da sevel ar yenn, derc'hen da... ha da adkomañs
[...]
oui, [j'avais] planté une vis dans le milieu [du pressoir], oui, et après il y avait un endroit pour serrer, on mettait une grosse (branche ?) dedans, une grosse (branche ?), cinq ou six mètres, et alors il y avait... il y avait des gens qui tiraient, après on attachait le tracteur dessus, pour tourner, et tu entendais le bois qui craquait et tout, ils étaient tous cassés, « clac ! clac ! » qu'ils faisaient, comme... elle... le tracteur produit de la puissance, il serrait, oui ! oui, au lieu de serrer par les gens, pour ne pas monter le coin, quand on reculait et (remontait ?) avec la barre, il fallait monter le coin, continuer de... et recommencer
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 ha me... me... me zo o chom ba an traoñ aze, ba ar menaj du-hont, hag e oa... e oa brein ar c'hoad, e oa graet kofraj simant tro-a-zro dezhañ, evit ordin, hag e oa ba ar porzh « ha hennezh 'vreino ket bepred, ale ! mat eo jeu ! » pa oan aet a-raok, 'ma troc'het ar viñs, diwarneañ, hag ar viñs d'ar ferraille, ha graet un toull ba an douar ba ar porzh, sachet gant an trakteur neuze... aze emañ ! ba an donder-se emañ ba an douar, ar presouar, aze e chomo ! ya 'vat ! ya, feiz, ur blok simant 'ma graet, simant-tout kazi, simant ha mein
[...]
et moi... moi... moi j'habit[ais] dans le bas là, dans la ferme là-bas, et il [pressoir] était... le bois était pourri, on lui avait fait un coffrage en ciment tout autour, pour toujours, et il était dans la cour « et celui-là ne pourrira pas toujours, allez ! impeccable ! » quand j'étais parti, j'avais coupé la vis, de dessus lui, et la vis à la ferraille, et j'avais fait un trou dans la terre dans la cour, tracté avec le tracteur alors... il est là ! il est enfoncé de cette profondeur-là dans la terre, le pressoir, il restera là ! mais oui ! oui, ma foi, j'avais fait un bloc de ciment, tout en ciment quasiment, en ciment et en pierres
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 presoueroù... a oa ba kalz a venajoù hañ !
[...]
des pressoirs... il y en avait dans beaucoup de fermes hein !
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)