Temoù
Ar piker-mein
-
🔗 ma zad oa piker-min
[mə dɑ:d wa ˌpicə’mi:n]
mon père était tailleur de pierre
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ a bike mein ivez
[hẽ: 'bicɛ mɛjn 'ije]
il taillait la pierre aussi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ne vijent ket pell oc'h ober, an hini a oa kustum da drailhañ... da... da... da droc'hañ anezhe dao dao dao
[mɛ viʒɛɲ kə pɛl ho:r ni: wa 'kystym də 'drɑʎɑ̃ də də də 'drɔhɑ̃ nɛ: dɑw dɑw dɑw]
mais ils n'étaient pas long à le faire, celui qui était habitué à casser... à... à... à les couper [pierres de taille], tac tac tac
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne vije ket d'ober laket anezhe karrez kwa na mann ebet
[viʒe kəd do:r 'lɑkə nɛ: 'kɑɾe kwa na mɑ̃n'bet]
on n'avait pas besoin de leur donner une forme carrée quoi ni rien
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze 'da ur skwer 'da
[a 'nœhe da skwe:r da]
et alors ils avaient une équerre qu'ils avaient
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ya 'vat ! heskennat a raent da gentañ, heskennat, ha goude neuze feiz... e vije tailhet
[...]
mais oui ! ils sciaient d'abord [la pierre], scier, et après alors ma foi... elle était taillée
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 an tu ! « 'da ket graet nemet se, eme... eme Roje, pa oa yaouank », tailhañ mein
[...]
le savoir-faire ! « elle n'avait fait que ça, disait... disait Roger, quand elle était jeune », tailler des pierres
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)
-
🔗 « hag ur plac'h ! eme Roje... ar Buzulier, 'neus... ur plac'h 'deus tailhet tout ar vein-se, tout ar fasadenn, ur plac'h ! » « me 'meus poan o krediñ c'hoazh ! » « oh, geo ! emezañ, ur plac'h 'neus tailhet », hoñ a oa he micher se, tout l'entourage là, tout là... tailhet tout ar vein ! met, feiz... hoñ a oa... den ebet 'grede anezhañ, « me a gred ac'hanout Roje » « ma 'gredez ket ac'hanon, emezañ, kar an dud 'gredont ket ac'hanon, ar vein e oa ur plac'h » met hoñ 'na daouarn evel ar reoù all ivez kwa, hag e ouie kizelliñ, ha tailhañ
[...]
« et une femme ! dit Roger... Le Buzulier, a... une femme a taillé toutes ces pierres-là, toute la façade, une femme ! » « j'ai encore du mal à croire ! » « oh, si ! dit-il, une femme a taillé », elle c'était ça son métier, tout l'entourage là, tout là... [elle avait] taillé toutes les pierres ! mais, ma foi... elle était... personne ne le croyait, « moi je te crois Roger » « si tu ne me crois pas, disait-il, car les gens ne me croient pas, les pierres c'était une femme » mais elle avait des mains comme les autres aussi quoi, et elle savait utiliser les burins, ha tailler
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)