Temoù
An asurañs
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se ne oa ket asuret an dud
[də 'hulse wa kə a'sy:ɹə ndyt]
à cette époque-là, les gens n'étaient pas assurés
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an asurañs
[na'sy:ʁəs]
l'assurance
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur wech e oa bet paotr an asurañs du-mañ peogwir e oa bet daou vobilet
[ə veʃ wa bet po̞d na'sy:ʁəz dymɑ̃ pə'gu:ʁ wa bed do̞w vobi'lɛt]
une fois l'assureur était venu chez moi puisqu'il y avait deux mobylettes
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag eu... ma lârfen dit, piv 'na prenet anezhañ, Yoncourt, maer kozh eu... Perroz, Pierre Yoncourt, eñ a rae asurañsoù, la GAN
[ag ə ma ˌlɑɹfɛn dit - ˌpiw na ˈpɹeːnə ˌneˑɑ̃ - jɔ̃ˌkuɹ - mɛɹ ˈkoːz ə - pɛˈɹo̞ːs - pjɛr jɔ̃ˌkuɹ - ˌhe̞ ɹe asyˈɹɑ̃so ...]
et euh... si je te disais, qui l'a acheté, Yoncourt, l'ancien maire euh... de Perros, Pierre Yoncourt, il faisait des assurances, la GAN
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bepred e vez asurañs da baeañ diwarne-tout
[ˈbopə ve aˈsyˑɣəz də ˈbɛˑɑ̃ diˌwɑꝛne̞ˈtut]
toujours est-il qu'il faut payer l'assurance pour tous [engins agricoles]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Noel Duval, ganet e 1931 e Kemperven, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Ploueg / Kawan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met, e lâre ar vamm, me, emezi, a bae asurañs evit... amañ zo paeet asurañs evit... an asurañs kezeg, zo un asurañs, met... evit a-hend-all, zo un asurañs ivez, met an EDF 'oa ket sañset d'ober se dimp memestra ivez
[aˈsyˑɹəs - nedeˈɛf]
mais, que disait ma mère, moi, dit-elle, je paye l'assurance pour... ici on paye l'assurance pour... l'assurance des chevaux, il y a une assurance, mais... pour autrement, il y a une assurance aussi, mais l'EDF ne devait pas nous faire ça en principe quand même non plus
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jan Garion, ganet e 1936 e Logivi-Plougraz, o chom e Plufur, tud bet ganet e Logivi-Plougraz / Plougraz.Dastumer : Tangi
-
🔗 ya, en em grouget e oa, ya, gwelet a rae e oa... feiz, e oa o vont da vezañ poursuivet, ya, ha feiz, an asurañs a gerzhe, ar Buzulier bepred kwa met feiz... laket e oa reoù all ha feiz, goude, eñ a oa marv, feiz, peogwir e oa en em suisidet, en em gavet bec'h warnañ, ah, ya 'vat ! 'oa ket kamarad gant Roje kar...
[...]
oui, il s'était pendu, oui, il voyait qu'il allait... ma foi, qu'il allait être poursuivi, oui, et ma foi, l'assurance marchait, [celle] de Le Buzulier toujours quoi mais ma foi... d'autres [portes] avaient été mises et ma foi, après, il était mort, ma foi, puisqu'il s'était suicidé, il s'était retrouvé sous pression, ah, mais oui ! il n'était pas ami avec Roger car...
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
Dastumer : Tangi (2025-04-29)