Klask
« sec'hañ »
Frazennoù kavet : 33
Pajennoù : 1 2
-
🔗 sec'hañ, sec'het
zéhan / zéheut
[zehã] / [zehət]
sécher, séché
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 sec'hañ, sec'het
zéhan / zéheut
[zehã] / [zehət]
sécher, séché
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 hemañ eo an hini sec'hañ
[ˈzeˑhɑ̃]
c'est celui-ci le plus sec
traduction
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
🔗 'h an da lakat ar c'houez da sec'hañ
[ˌhɑ̃ də ˌlakəd ə ˈhuˑe də ˌzeˑhɑ̃]
je vais mettre la lessive à sécher
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 ha lançon, al lañson, al lañson, pesked bihan gw... gwenn evel-se evel... div wech evel sardined, ha 'h ez gant... gant (ur fosilhon ?) vihan, da... da droc'hañ goemon aze, hag e rez... roudennoù 'ba... 'ba ar sabl, e rez roudennoù 'ba ar sabl, hag e welez... al lañsoned, o lam... o lam... o lampat er-maez, ha... hag e dapez anezhe, da dorn warne diouzhtu, ha int... ha int... hir, hir evel-se, ha pa vezez arri 'ba ar gêr, e walc'hez anezhe, ha... hag e lakeez anezhe... en bev war... dre... dre... o zuioù, war... war ur fiselenn 'ba ar c'hrignol da... da sec'hañ, da sec'hañ, ha goude da... da debriñ gant bara amann
[...]
et le lançon, le lançon, le lançon, de petits poissons bl... blancs comme ça comme... deux fois comme des sardines, et tu vas avec... avec une petite (faucille ?), à... à couper le goémon là, et tu fais... des tranchées dans... dans le sable, tu fais des tranchées dans le sable, et tu vois... les lançons, saut... saut... sauter à l'extérieur, et... et tu les prends, ta main dessus tout de suite, et ils sont... et ils sont... longs, longs comme ça, et quand tu es à la maison, tu les laves, et... et tu les mets... vivant sur... par... par... leur tube digestif, sur... sur une ficelle dans le grenier... à sécher, à sécher, et après à... à manger avec du pain beurre
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 Aze e oamp, un devezh, eu... o vont... o vont... o vont da sikour ar reoù a oa 'ba ar C'hroashent aze. E oa... familh L'Anthoen, a oa 'ba... a oa o chom e-barzh. Ha 'dant ur parkad lin, da dennañ. Ha pa 'vije ur parkad lin da dennañ, peogwir e dennez... ur metr ledander, evit lakat anezhe en o gourvezioù da... da sec'hañ. E vije... 'h ae... 'h ae tout bugale eu... ar menajoù all, da... da vachinat. Hag e oamp 'bar ar porzh, eno, un devezh duzh ar beure, oc'h ober ur rendez-vous evit mont goude-merenn da dennañ ar parkad lin-se. Tout asambles.
[ˈhɣwɑsɛn]
Nous étions là, un jour, euh... allant... allant... allant aider ceux de ar C'hroashent là. C'était... la famille L'Anthoen, qui était à... qui y habitait. Et ils avaient un champ de lin, à arracher. Et quand il y avait un champ de lin à arracher, puisque tu arraches... sur un mètre de large, pour les allonger pour... pour sécher. Il y avait... tous les enfants des autres fermes allaient... allaient euh... pour... pour machiner. Et nous étions dans la cour, là-bas, un jour le matin, ayant rendez-vous pour aller l'après-midi arracher ce champ de lin-là. Tous ensemble.
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh, met al lin a vije bern labour gantañ hein ! hag e vije ret eu... ledek anezhañ, ha treiñ anezhañ goude, gant ar vazh, dezhañ da sec'hañ, n'onn ket pet gwech, div pe deir gwech, ha goude e vije... e vije reuñvellet anezhañ d'ober... enlever les graines quoi, nann nann nann ! nann nann ! 'ba ar gêr e vije reuñvellet, e vije kavet eu... greun da hadañ a-benn ar bloaz war-lerc'h adarre
[o mɛ ˈliːn ˌviˑʒe ˌbɛꝛn ˈlɑːbuꝛ ˌgɑ̃tɑ̃ ɛ̃ - a ˌviˑʒe ˌɹɛt ə - ˈleːdəg ˌneˑɑ̃ - a ˈtɾɛˑĩ ˌneˑɑ̃ ˌguˑde - gɑ̃n ˈvɑːz ˌdeˑɑ̃ də ˈzehɑ̃ ˌnɔ̃ kə ˈpet kweʃ - ˈdiw pe ˈdɛꝛ gweʃ - a ˌguˑde ˌviˑʒe ˌviˑʒe ɹœ̃ˈvɛlə ˌneˑɑ̃ ˌdo̞ˑꝛ - ... - nɑ̃nɑ̃nɑ̃n - nɑ̃nɑ̃n - bah ˈge̞ːꝛ ˌviˑʒe ɹœˈvɛlɛt - ˌviˑʒe ˌkɑˑd ə ˈgɣœːn də ˈhɑːdɑ̃ be̞n bla waꝛˈlɛx ˌɑꝛe]
oh, mais le lin donnait beaucoup de travail hein ! et il fallait euh... l'étaler, et le tourner après, avec le bâton, afin qu'il sèche, je ne sais combien de fois, deux ou trois fois, et après on... on le peignait pour faire... enlever les graines quoi, non non non ! non non ! on le peignait à la maison, on trouvait euh... des graines à semer pour l'année suivante de nouveau
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Viktorin Gov, ganet e 1929 e Tregonnev, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Plouizi / ar Merzher.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh, diaoulat ! peogwir e oa sklabezet teil dec'h, met me 'ma graet... nompaz laosken anezhañ da sec'hañ, me 'ma graet eu... lec'h e oa... gleb un tamm bihan pe... tro-ha-zro d'ar parkoù hag ar parkoù kostez eu...
[o - ˈdjɔwlət ə - pyˌgyˑɹ wa sklaˈbeˑət ˈte̞j ˌdex - mɛ ˌme ma ˌgwɛt - nɔ̃paz ˈlo̞skən ˈneˑɑ̃ də ˈzehɑ̃ - ˌme ma ˌgwɛt ə - ˌle̞x wa - ˈglep tɑ̃m ˈbiˑən pe - ˌtɹoaˈzo də ˈpɑɹko a ˌpɑɹko ˈko̞ste ə]
oh, rotovatorer ! puisqu'on avait épandu le fumier hier, mais moi j'avais fait... [pour] ne pas le laisser sécher, moi j'avais fait euh... là où c'était... mouillé un petit peu ou... tout autour des champs et les champs en pente euh...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Hamon, ganet e 1946 e Ploueg, o chom e Ploueg, tud bet ganet e Ploueg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an anv douar aze eo al lanneieroù, al Lann Vras, al Lann Voan, al Lanneg Vihan, eu... Lannoù ar (Saovajed ?), al Lanneg eu... aze bremañ, bremañ... bremañ hini ebet ken peogwir eo remembret met... se a oa an anvioù, ya, al Lanneg Voan eu... ya, e oa lanneieroù ha... ha war... war kleuzioù, ledan a-walc'h, hag e vijent palet ha hadet lann ha goude e vije troc'het lann war ar c'hleuz, e vije eksploatet al lann, ya, ya, hag e vije... e vijent fagodet eu... laket da sec'hañ ha goude degaset d'ar gêr hag e vije graet eu... bernioù lann ront aze ha beget eu...
[ˌnɑ̃ˑno ˈduˑaɹ ˌɑhe̞ he ˌlɑ̃nɛˈjeːɹo - ˌlɑ̃n ˈvɹɑːz ˌlɑ̃n ˈvwɑ̃ːn ˌlɑ̃nɛg ˈviˑən - ə - ˌlɑ̃no ʒoˈvɑɹʃɛt - ˈlɑ̃nəg ə - ˌɑhe̞ ˈbɹœmɑ̃ ˈbɹœmɑ̃ - ˈbɹœmɑ̃ ˈhiːni be ˌkeˑn pyˈgyˑɹ e̞ ɹøˈmɑ̃ːbɹət mɛ - ˈze wa nɑ̃ˈnojo - ˌjɑ - ˌlɑ̃nəg ˈvwɑ̃ːn ə - ˌjɑ - a wa ˌlɑ̃nɛˈjeːɹo a - a waɹ - waɹ ˈklœ̃jo - ˌleˑdən əˈwɑx - a ˌviʒɛɲ ˈpɑːlət a ˈhɑːdə ˈlɑ̃n a ˈguːde ˌviʒe ˈtɹo̞hə ˈlɑ̃n waɹ ˈhlœ̃ˑ - viʒe ɛksˈplwɑtə ˈlɑ̃n - ˌjɑ - ˌjɑ - a ˌviʒe ˌviʒɛɲ faˈgoːdət ə - ˈlɑkə də ˈzehɑ̃ a ˌguˑde ˈdjɛsə də ˈge̞ɹ a ˌviʒe ˈgwɛd ə - ˌbɛɹɲo ˌlɑ̃n ˈɹɔ̃n ˌɑhe̞ a ˈbeːgəd ə]
le nom des terres là ce sont des landes, al Lann Vras, al Lann Voan, al Lanneg Vihan, euh... Lannoù ar (Saovajed ?), al Lanneg euh... là maintenant, maintenant... maintenant [il n'y a] plus aucune puisque ça a été remembré mais... ça c'était les noms, oui, al Lanneg Voan euh... oui, il y avait des landes et... et sur... sur les talus, assez larges, et ils étaient bêchés et on semait de l'ajonc dessus et après on coupait les ajoncs sur les talus, on exploitait les ajoncs, oui, oui, et on... on en faisait des fagots euh... mis à sécher et après ramenés à la maison et on faisait euh... des tas d'ajonc ronds là et pointu euh...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ismael Andre, ganet e 1950 e Mantallod, o chom e Mantallod, tud bet ganet e Mantallod / Perwenan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hennezh eo koad eu, kat da lâret dit, koad kistin, diskaret gant ma dad ha me met eu... bremañ 'meus poan-gein, d'ar c'houlz-se... hag evel-se aze gant an halpon, gant ar passe-partout zo aze 'ba krec'h, hag unan e pep penn hein ! ha neuze e vijent darc'het en traoñ, ha goude e vijent kaset d'ar gêr neuze gant kezeg, ha goude neuze e gasemp anezhe da siri amañ 'ba an traoñ, bloaz pe daou goude, evit heskennat, ha neuze e vijent laket da sec'hañ 'ba eu... ar porzh du-mañ, ha laket koad kreiz etrede, abalamour da... kaout aer kwa, goude neuze, e vije labouret ar c'hoad, lâret e vez koad labour met hennezh zo koad labour hein !
[ˌhẽˑs so ˈkwɑd ə - ˌkɑt tə ˌlɑˑɹ ˈdit - ˌkwɑt ˈkistin - diˈskɑːɹəd gɑ̃n mə ˈdɑːd a ˈmeˑ mɛd ə - ˈbo̞mɑ̃ møs pwɑ̃nˈgɛɲ - də ˈhulsˑe - a vəˌse̞ ˈɑˑe̞ gɑ̃n ˈnɑlpɔ̃n - gɑ̃n ə ... zo ˌɑhe̞ bah ˈkwex - a ˈyˑn po̞p ˈpe̞n ɛ̃ - a ˌnœhe ˌviʒɛɲ ˈdɑɹhət ˈtɹo̞w - a ˌguˑde ˌviʒɛɲ ˈkɛsət tə ˈge̞ːɹ ˌnœhe gɑ̃n ˈkeːzɛk - a ˌguˑde ˌnœhe ˈgɛsɛm ˈne̞ˑ də siˌɹi ˈɑ̃mɑ̃ bah ˈtɹo̞w - ˈblɑ pe ˈdo̞w ˌguˑde - wit hesˈkenat - a ˌnœhe ˌviʒɛɲ ˈlɑkət tə ˈzehɑ̃ bah ə - ˈpɔɹs ˈtymɑ̃ - a ˈlɑkə ˈkwɑt ˈkɹɛjste ˌde̞ˑ - ˌbɑ̃m tə - ˌkɑˑd ˈɛːɹ kwa - ˌguˑde ˌnœhe̞ - ˌviʒe laˈbuːɹə ˈhwɑt - ˈlɑːɹə ve ˌkwɑd ˈlɑːbuɹ mɛ ˌhẽˑs so ˌkwɑd ˈlɑːbuɹ ɛ̃]
ça c'est du bois euh... je peux te dire, du châtaignier, abattu par mon père et moi mais euh... maintenant j'ai mal au dos, à cette époque-là... et comme ça avec le harpon, avec le passe-partout qui est là en haut, et un à chaque bout hein ! et alors on les abattait, et après on les ramenait à la maison avec des chevaux, et après alors on les envoyait à la scierie ici en bas, un an ou deux après, pour scier, et alors on les mettait à sécher dans euh... la cour chez moi, et on mettait du bois entre eux, afin que... il y ait de l'air quoi, après alors, on travaillait le bois, on dit du bois d'oeuvre mais celui-là c'est du bois d'oeuvre hein !
Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kannab a vez hir-mat kwa, hag e vez daou sort evel e vez lâret eu... mal ha feumeul kwa, met eu... 'ba kont ar reoù-gozh eo ar mal an hini a rae f... a rae greun, e renkez tennañ anezhe d'ar c'houlz kwa pa welez anezhe o sec'hañ
['kɑ̃nab ve hiɹ'mɑt kwa a ve do̞w sɔɹt wɛl ve lɑ:d ə mɑ:l a fœmœl kwa mɛd ə ba gɔ̃n ɹew'go:z he̞ mɑ:l he̞ n:i ɹɛ f ɹɛ gɾœ:n a fœ'mœl ɹɛɳkes 'tɛnɑ̃ nɛ: də huls kwa pe 'we̞:lez nɛ: 'se:hɑ̃]
le chanvre est très long quoi, et il y en a deux sortes comme on dit euh... mâle et femelle quoi, mais euh... d'après ce que racontaient les anciens c'est le mâle qui faisait... qui faisait du grain, tu devais l'arracher à temps quoi, quand tu le vois sécher
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ah ya, neuze e vijent digroc'henet goude ha neuze e vije laket ar c'hroc'hen... e vije bourret plouz e-barzh heu... e-barzh ar c'hroc'hen lapin. Ha neuze e sec'he. Abalamour da sec'hañ. Heñ a oa druz te, ha machin. Ha gleb. Ar c'hroc'hen lapin evel-se.
digroc’henet [digɾɔ'hõːnət]
Ah oui, alors il était dépiauté ensuite et alors on mettait la peau... on bourrait de la paille dans heu... dans la peau de lapin. Et alors elle séchait. Pour qu'elle sèche. Elle était grasse pardi, et machin. Et humide. La peau de lapin comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 du ha kerdu zo sañset da gargañ an touflezioù, d'ar c'houlz-se e oa touflezioù gwechall, bremañ n'eus ket ken ivez, ha miz meurzh zo sañset da sec'hañ anezhe, e veze skarin meurzh
[dy: a kɛʁ'dy: zo 'sɑ̃səd 'gɑʁgɑ̃ tu'flejo də 'huls:e wa tu'flejo gwe'ʒɑl 'bœmɑ̃ nœs kə ken ie a miz mœʁs so 'sɑ̃sə də 'ze:hɑ̃ nɛ: viʒe 'skɑ:ʁin mœʁs]
novembre et décembre sont sensés remplir les fossés, à cette époque-là il y avait des fossés autrefois, maintenant il n'y en a plus non plus, et le mois de mars est sensé les assécher, il y avait le vent froid de mars
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Treiñ mein da sec'hañ.
Trèy mèn de zèhan.
[tʁɛj mɛn də zɛhã]
Faire des efforts en vain. [Faire quelque chose de laborieux pour rien. ]
Petit florigène des expressions populaires bretonnes Coop Breizh Martial Ménard page 39 : "treiñ mein da sec'hañ retourner des pierres dans le but de faire sécher l'autre côté […] chercher des poils sur des œufs."
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 ar beterabez kriz a vije drailhet d'ar saout hag e vije laket pell gwinizh e-mesk evit sec'hañ ar beterabez. ar beterabez a vez druz a-hend-all.
Bétravach kri vijé drayeut de zowt a vijé lakeut pèl gwinis mésk wit zéhan bétravach. Bétravach vé dru èn dal.
[betʁavaʃ kʁi vi ʒe dʁajət də zowt a vi ʒe lakət pɛl gwinis mesk wit zehã betʁavaʃ] [betʁavaʃ ve dʁy ɛn dal]
Des betteraves crues sont hachées pour les vaches et elles sont mélangées à de la balle de blé pour sécher les betteraves. Les betteraves sont pleines d'eau autrement.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Al lin a vez tennet ha laosket war-lerc'h da sec'hañ ha goude e vije troet.
Lin vé téneut a losk war lèc’h de zéc’han a goudé vijé troeut.
[lin ve tenət a losk waʁ lɛx də zehã a gude viʒe tʁoət]
Le lin est arraché et laisser sur place pour sécher et ensuite il est retourné.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 pa vije lâret « meurzhet » pa vijemp eu... o treiñ an douar gant... goude ar goañv, pa... pa welez an heol o sec'hañ, o sec'hañ an douar e vije lâret « meurzhiñ a ra an douar »
[pe viʒe lɑ:d ’mœʁzət pe viʒɛm ə tʁe̞j̃ ’du:aʁ gɑ̃n ’gu:de ’gu:ɑ̃ pe pe ’wɛ:lɛz ’nɛwɔl ’se:hɑ̃ ’se:hɑ̃ ’ndu:aʁ viʒe lɑ: ’mœʁzĩ ʁa ’ndu:aʁ]
quand on disait « séché », quand nous étions en train de tourner la terre avec... après l'hiver, quand... quand tu vois le soleil sécher, sécher la terre, on disait « la terre sèche »
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 brizañ zo meskañ anezhañ da sec'hañ kwa
['bɾi:zɑ̃ zo 'meskɑ̃ neɑ̃ də 'ze:hɑ̃ kwa]
briser c'est la mélanger pour qu'elle sèche quoi [la terre]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze ur wech e vijent bet sec'het mat ha glebiet goude ha krog da sec'hañ, neuze e vrizent, neuze eu... e trailhe aezetoc'h un tamm-mat, ma vijent kriz evel-se xxx(?), ma vije sec'hour da vat, neuze e oa fin
[a 'nœ:he weʒ viʒɛɲ be 'ze:həd mɑ:t a 'gle:bjə 'gu:de a kɾɔ:k tə 'ze:hɑ̃ 'nœ:he 'vɾi:zɛɲ 'nœ:he ə 'dɾɑʎe 'e̞stɔh tɑ̃'mɑt ma viʒɛɲ kɾi: və'se ? ma viʒe 'ze:huɹ də vɑt 'nœ:he wa fi:n]
et alors une fois bien séché et mouillé après et commençant à sécher, alors elles se brisaient, alors euh... elle se cassait bien plus facilement, si elle était difficile comme ça xxx (?), si c'était une sécheresse pour de bon, alors c'était cuit [travailler la terre]
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Goude e vijent laket da sec'hañ war an orjalenn, evel e vez laket bremañ ivez ma kerez quoi.
[’guːde viʒɛŋ ’lakə tə ’seːhã waʁ nɔʁ’jaːlən – vɛl ve ’lakət ’bʁœmã iə ma’keəs kwa]
Ensuite on les mettait à sécher sur le fil, comme on les met aujourd'hui encore si tu veux.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
Pajennoù : 1 2