Frazenn n° 52194
-
👂 🔗 Poull ar C'hrilh ha Poull ar Skrilh, Poull ar C'hrilh, Poull ar Skrilh, abalamour 'meus aon e oa ur poull ha neuze ur bern skrilhed o c'hoari en-dro, peogwir e oa sec'h an douar, Poull ar Skrilh, Poull ar C'hrilh ya, met... ur poullad a c'hrilh pe ur poullad deus ar re-se marteze, 'oaran ket, mais enfin, 'meus ket anavezet 'met ar mod-se kwa, ya, ur stumm da lâret kwa, Poull ar C'hrilh a vije lâret, Poull ar C'hrilh
[pulˈɹij a pulˈskɹij - pulˈɹij - pulˈskɹij - blɑ̃m møˈzo̞wən wa ˈpul a ˌnœhe bɛɹn ˈskɹijət ˌhwɑj ˈndɹoˑ - pəˈguːɹ wa ˈzex ən ˈduˑaɹ - pulˈskɹij - ˌpul ə ˈɹij ja - mɛ - ˌpuləd ˈhɹij pe ə ˌpuləd dez ˈɹehe maˌteˑe waˌɹɑ̃ kət - ... ˌmøs kə hɑ̃nˌveˑə mɛ ˈmodse kwa - ja ˈstym də ˈlɑːɹ kwa - ˌpul ə ˈhɹij viʒe ˈlɑːɹət - pulˈhɹij]
Poull ar C'hrilh et Poull ar Skrilh, Poull ar C'hrilh, Poull ar Skrilh, parce que je crois qu'il y avait une mare et aussi plein de grillons faisant le tour, puisque la terre était sèche, Poull ar Skrilh, Poull ar C'hrilh oui, mais... une mare de grillons ou une mare de ceux-là peut-être, je ne sais pas, mais enfin, je n'ai connu que cette façon-là quoi, oui, une façon de dire oui, Poull ar C'hrilh qu'on disait, Poull ar C'hrilh
Louergad
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi