Frazenn n° 629
-
👂 🔗 Hag a-wechoù e vije laket un u warnañ. Un u. Torriñ un u war-benn. Ha hennezh a vije sklabezet war-benn goude gant ar rozell, ar rozell a vije graet deus ar machin a vije oc'h etaliñ... Ar bas...
A wêjo vijé lake ’n u warnañ. En u. Toiñ ’n u war-bènn. A heñ vijé sklabéet war-benn goudé gan rozell. Rozell vijé gwèt deuz machin vijé ’h étaliñ... bas.
Et on mettait parfois un œuf dessus [sur la crêpe]. Un œuf. Casser un œuf dessus. Et on le répartissait dessus avec le racloir. On appelait racloir le truc qui servait à étaler... la pâte à crêpe.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal