Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

bas

Gwelet an tem Ar bas

Stummioù :

pâte à crêpes

  • 👂 🔗 Bas, on disait bas. Bas, de la pâte à crêpes. Grez bas din... Me 'h a d'ober bas bepred diouzhtu.

    Gwès bas din. Mé ’h a d’or bas bopet dustu.

    Prépare-moi de la pâte à crêpes. Je vais faire de la pâte à crêpe tout de suite.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Hag a-wechoù e vije laket un u warnañ. Un u. Torriñ un u war-benn. Ha hennezh a vije sklabezet war-benn goude gant ar rozell, ar rozell a vije graet deus ar machin a vije oc'h etaliñ... Ar bas...

    A wêjo vijé lake ’n u warnañ. En u. Toiñ ’n u war-bènn. A heñ vijé sklabéet war-benn goudé gan rozell. Rozell vijé gwèt deuz machin vijé ’h étaliñ... bas.

    Et on mettait parfois un œuf dessus [sur la crêpe]. Un œuf. Casser un œuf dessus. Et on le répartissait dessus avec le racloir. On appelait racloir le truc qui servait à étaler... la pâte à crêpe.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal