Frazenn n° 82253
-
👂 🔗 Ac'hanta ya ! ha goude, daou bichon a oa oc'h en em gannañ, war ar wezenn mimoza du-mañ. Met oc'h en em gannañ hañ ! Ha goude, « ziou ! », e oant aet da... 'ba an hangar, ha war ar wezenn-ivin, peogwir e oa ur wezenn-ivin du-mañ. Unan... unan vras, oh ! unan vras ! Ma zad 'na gwelet honnezh bihan. Hoñ a oa brav 'ba an esploatasion sell ! Ar wezenn-ivin, ivin ya. Hag eu... feiz, e oa daou bichon. Ha me 'h ae da gerc'hat ur saladenenn du-hont, peogwir e oa... 'ba ar jardin, 'ba... 'ba traoñ Park al Leur, ah, nom de dieu ! ar pichon all... se zo gwir ! 'na debret egile all ! 'Oa ket nemet pluñv partout ! Daon ! Me 'ma graet un tamm (mesk ? xxx ?) 'vat sur ! Ha sell aze !
[... - ... - ... ˌweˑən ˈiˑvit - ... - ... - ...]
Eh bien oui ! Et après, les deux pigeons étaient en train de se battre, sur le mimosa chez moi. Mais en train de se battre hein ! Et après, « ziou ! », ils étaient allés... dans le hangar, et sur l'if, puisqu'il y avait un if chez moi. Un... un grand, oh ! un grand ! Mon père avait celui-là petit. Il était beau dans l'exploitation tiens ! L'if, if oui. Et euh... ma foi, il y avait deux pigeons. Et moi j'étais allé chercher une salade là-bas, puisqu'il y avait... dans le jardin, dans... dans le bas de Park al Leur, ah, nom de dieu ! l'autre pigeon... ça c'est vrai ! avait mangé l'autre ! il y avait que des plumes partout ! Dame ! Moi j'avais fait xxx ( ?) évidemment ! Et voilà !
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
Laket eo ar frazenn-mañ :
En temoù
- Temoù > An natur > Al loened gouez > An evned > Ar pichon