Frazenn n° 82528
-
👂 🔗 ma vije arri ar mor e-krec'h, e-plas mont d'an enez, 'h aent da gousket 'ba... 'ba an ti en Arvor, war... bezañ zo... e oa... keit ha ac'hann da... d'az... d'az kwetur aze, duzh... duzh.. duzh an aod, ha pa 'h ae ar mor en traoñ, a-greiz an noz, e demarrent an trakteur, hag e brennent an nor, war an ti, hag ec'h aent... hag ec'h aent d'an enez gant an trakteur, gant o... gant o c'homisionoù, ha ma 'dijent bugale, ar vugale a vije... o bugale a vije 'ba an enez, o c'hortoz anezhe d'arriet
[...]
si la mer était haute, au lieu d'aller à l'île, ils allaient dormir à... à la maison à an Arvor, sur... il y a... avait... d'ici à... à ta... à ta voiture là, de... de... de la côte, et quand la mer baissait, au milieu de la nuit, ils démarraient le tracteur, ils fermaient la porte de la maison à clé, et ils allaient... et ils allaient à l'île avec le tracteur, avec leur... avec courses, et s'ils avaient des enfants, les enfants étaient... leurs enfants étaient sur l'île, attendant qu'ils arrivent
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
Laket eo ar frazenn-mañ :
En temoù
- Temoù > An natur > Ar vro > Ar mor > Live ar mor