Temoù
Pellaat
-
🔗 kit da welet hag-eñ on du-hont !
[kɛt tə 'wɛ:lɛd a'gẽ ɔ̃n 'dyɔ̃n]
allez voir là-bas si j'y suis !
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 souzit ho fri diwar ar c'hrampouezh !
['zu:zəd o vri: diwar 'hrɑ̃mpus]
reculez [enlevez] votre nez des crêpes [quand les enfants sont trop curieux] !
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 kae pelloc'h da glask gwelloc'h !
[kɛs 'pɛlɔh də glɑsk 'wɛlɔh]
va plus loin pour chercher mieux [à un enfant qui s'éloigne] !
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 sach da fri ganit kwa !
[ʒɛʃ tə vɾi: gɑ̃nit kwa]
va-t-en quoi [litt. tire ton nez avec toi] !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 sach da fri war-dreñv neuze !
[ʒɛʃ tə vɾi: waɹ'dɾẽ̞: 'nœ:he]
va-t-en alors [litt. tire ton nez en arrière] !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi