Temoù
Kaout spered
-
🔗 N'eo ket start bezañ !
[ˈnɛ kə staʁt ˈbeɑ̃]
Ce n'est pas difficile de l'être !
[d'être plus savant, en parlant de lui]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ar skiant, e skiant
['ski:ən i 'ski:ən]
l'intelligence, son intelligence
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bepred, unan bennaket 'neus bet e skiant da... da deskiñ se kwa
['bopə yn bə'nɑkəd nøz bed i 'skiən də də dis'kĩ ze kwa]
toujours est-il qu'il y en a eu un qui a eu l'intelligence de... d'apprendre ça quoi [le rôle de la lune sur les marées]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met eñ a oa intelijant hañ
[mɛ hẽ̞: wa ˌinte’li:ʒən ɑ̃]
mais il était intelligent hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 spered 'teus 'vat, ouzhpenn (?)
['spe:ɾɛt tøs had i'spɛn]
tu es intelligent, en plus (?)
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 te, emezon-me, zo muioc'h fin eviton, me n'on ket chaseer
[te 'mɔ̃mɛ zo 'myɔh fi:n witɔ̃ me nɔ̃ kə ʃɑ'seɛr]
toi, dis-je, tu es plus intelligent que moi, je ne suis pas chasseur
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'da ket spered kwa
[dɑ kə 'spe:rət kwa]
ils n'étaient pas intelligents
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hemañ 'neus ezhomm da brenañ un tamm skiant
['hemɑ̃ nøz e:m də 'bre:nɑ̃ tɑ̃m 'skiən]
il a besoin d'acheter un peu d'intelligence [personne pas très futée]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tamm skiant ebet
[tɑ̃m 'skiən bet]
aucun bon sens [intelligence]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'da ket skiant a-walc'h da esa kompren an dud
[dɑ kə 'skiən wɑh də 'hɛsa 'kɔ̃mprən ən dyt]
elle n'avait pas assez de capacités pour essayer de comprendre les gens [en français]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 a skiant
skieun
[ski'ən]
intelligent
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
👂 🔗 ma n'eo ket fur-kaer, n'eo ket deus an deizioù kentañ
[ma nɛ kə vy:r kɛ:ʁ nɛ kə dəz 'dɛjo 'kentɑ̃]
s'il n'est pas très sage [intelligent], il n'est pas des premiers jours [humour]
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 muioc'h a spered 'meus ivez
['my:ɔx 'spe:ʁət møz ie]
je suis plus intelligent aussi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Glaod an Intañv, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Mathis... Mathis 'neus... 'neus penn hañ !
[... - nøs ˈpe̞n ɑ̃]
Mathis... Mathis a... a des capacités intellectuelles hein !
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah, ya ! gwir eo, 'ba Lanvaodez ya, ur spered mat 'teus !
[ˌspeˑɣɛ ˈmɑˑt]
ah, oui ! c'est vrai, à Lanvaodez oui, tu as un bon intellect [tu es intelligent] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ! hoñ a oa... ur penn dezhi hañ ! a-benn 'deus skrivet tout ar pezh 'deus graet, en brezhoneg
[...]
oh ! elle avait... une sacré tête hein [intelligente] ! pour avoir écrit tout ce qu'elle a fait, en breton
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ernestina an Amour, ganet e 1932 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, marvet e 2025, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, n'eo ket a-walc'h kwa ! « ar Gernevadez zo nevez-arri 'ba... 'ba ar Genkiz, eme... eme ar person », 'oa ket... 'oa ket... deus ar reoù digourdiañ ivez sur a-walc'h da lâret... konerioù evel-se
[...]
oui, ce n'est pas le tout quoi ! « les Cornouaillais qui sont arrivés récemment à... à ar Genkiz, dit... dit le curé », il n'était pas... il n'était pas... des plus intelligents sans doute pour dire... des conneries comme ça
Plûned
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
Temoù dindan
- Ar gomprenezon (2 frazenn)