Temoù
Kaout ur paotr pe ur plac'h
-
👂 🔗 he c'hoar a oa sañset da vezañ ma c'havalierez
[i hwɑ:ʁ wa 'sɑ̃sət tə 'veɑ̃ ma ˌgava'ʎe:ʁəs]
sa sœur était sensée être ma cavalière
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 boñ, a-benn neuze e vo choaz, pep hini e gavalier, pep hini e gavalierez, a-benn neuze me 'ma c'hwezek seitek vloaz, met me a lorgne war Jermen, « oh ! Ifig... Ifig ar Blevenneg, gant piv e vo laket ? n'eus ket nemet lakat anezhañ gant Jermen ar Minous kwa »
[bɔ̃ - be̞n ˌnœhe vo ˌʃwɑːz - poˈpiːni e gaˈvɑjəɹ poˈpiːni e gavaˈjeːɹəs - be̞n ˌnœhe ˌme ma ˈxweːzɛk sɛjˈtɛgla - mɛ me ˈlɔɹɲe waɹ ʒɛɹˈmɛn - o - ˈifig ˈifig blɛˈwenɛg gɑ̃n piw vo ˈlɑkət - ˌnøs kə mɛ ˈlɑkə ˌneˑɑ̃ gɑ̃n ʒɛɹmɛn ˈmiːnus kwa
bon, pour alors il y avait le choix, chacune son cavalier, chacun sa cavalière, pour alors j'avais seize dix-sept ans, mais moi je lorgnais sur Germaine, « oh ! Yves... Yves Le Blévennec, avec qui va-t-on le mettre ? il n'y a qu'à le mettre avec Germaine Le Minoux quoi »
Gant : Ifig ar Blevenneg, ganet e 1939 e Pederneg, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg/Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma dad a oa deus... 'meus ket soñj pelec'h e oa hennezh o chom, 'oa ket pell deus Sant Norvez ivez, ha pa 'na anavezet, feiz, daon... ur plac'h ivez kua, feiz, e oa aet ganti ha goude e oant dimezet neuze
[mə ˈdɑˑd wa dœs - ˌmøs kə ˌʒɔ̃ˑs peˌle̞x wa ˌhẽˑs ˈʃo̞m - ˌwɑ kə ˈpɛl dœs ˌsɑ̃nˈdɔɹvɛ ˌiˑə - a pe na hɑ̃nˈveˑət ˌfe dɑ̃w - ˈplɑx ˌiˑe ˌkyˑa - ˌfe wa ˌɛt ˈkɑ̃ti a ˌguˑde wɑ̃ɲ diˈme̞ˑɛd ˌnœˑe]
mon père était de... je ne me rappelle plus où il habitait, 'il n'était pas loin de Sant Norvez aussi, et quand il avait connu, ma foi, dame... une fille aussi quoi, ma foi, il s'était mis avec elle et après ils s'étaient mariés alors
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
Temoù dindan
- Bezañ kozh-paotr-yaouank (16 frazenn)
- Bezañ sorc'hennet (2 frazenn)
- Merc'heta ha paotreta (27 frazenn)
- Debochañ (1 frazenn)
- Distokañ (4 frazenn)
- Mont gant unan bennak (10 frazenn)
- Ar c'hamarad (23 frazenn)
- Bezañ graet evit egile (1 frazenn)
- Ar garantez (10 frazenn)