Temoù
Ar c'hurun
-
🔗 kurun
kurun
[kyʁyn]
tonnerre
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 kurunoù
kuruno
[kyʁyno]
tonnerre
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Stroñsañ a ra traoù.
Stronsan ra trèw.
[stʁõsã ʁa tʁɛw]
ça secoue. [se dit lorsqu'il y a du tonnerre]
Gant : paotr, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 emañ ar reoù gozh o c'hoari voulloù kwa !
[mɑ̃ ɹew’go:z hwɑj ’vulo kwa]
les anciens sont en train de jouer aux boules quoi [quand on entend le tonnerre] !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kurun a ra
['ky:ʁyn ʁa]
ça tonne
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met pa oa arriet du-mañ, 'ba al loch-fourno e oan aet, komañset ar c'hurun da c'hoari paotr-kaezh, oh ! « boudoudoum ! boudoudoum ! », ha taolad dour, taolad dour
[mɛ pə wɑ̃ 'ɑjəd 'dymɑ̃ ma lɔʃ'fuʁno wɑ̃n ɛt ko'mɑ̃sət 'hy:ʁyn də hwɑj pot'kɛ:s o bududum bududum a 'to:lə du:ʁ 'to:lə du:ʁ]
mais quand il était arrivé chez moi, j'étais allé dans l'appentis, le tonnerre avait commencé mon pauvre, oh ! « boudoudoum ! boudoudoum ! », et une averse, une averse
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Oh, la, la ! Met eñ 'neus... 'dije aon pa vije kurun ha traoù evel-se ! 'H ae dindan e wele, gant an aon 'deva deus eu... an kurun. Pa vije eu... ar Wener ar Groaz, e rae ur friko bras evit e gamaradoù. Añfin ! tout, tout, tout !
[...]
Oh, la, la ! Mais il a euh... avait peur quand il y avait du tonnerre ou des choses comme ça hein ! Il allait sous son lit, tellement il avait peur du euh... du tonnerre. Quand il y avait euh... le Vendredi Saint, il faisait un grand festin pour ses amis. Enfin ! tout, tout, tout !
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
Temoù dindan
- An tarzhioù-kurun (22 frazenn)
- Ar c'hurun o kouezhañ (17 frazenn)
- Ar voulenn-dan (3 frazenn)
- An traoù drailhet (4 frazenn)