Temoù
Ar foarioù
-
👂 🔗 ah, Kalon-goañv ya ! ah ya ! foar... foar Kalon-goañv ya, se a oa... se a oa... gwechall aze e oa se renommet hañ ! ma dud 'h aent da... foar ar moc'h bihan, 'h aent da werzhañ moc'h bihan da... da foar Kalon-goañv
[a ˌkɑˑlɔ̃nˈguˑɑ̃ ja - a ja - vwaɹ vwaɹ ˌgɑˑlɔ̃nˈguˑɑ̃ ja - ˈze wa - ˈze wa - gweˌʒɑl ˈɑhe wa ˈze ɣøˈnoməd ɑ̃ - mə ˈdyd hɛɲ də - vwaɹ moxˈpiˑən - hɛɲ də ˈwɛꝛzɑ̃ moxˈpiˑən də - də vwaɹ ˌkɑˑlɔ̃nˈguˑɑ̃]
ah, [la foire de] la Toussaint oui ! ah oui ! la foire... la foire de la Toussaint oui, ça c'était... ça c'était... autrefois ça c'était renommé hein ! mes parents allaient à... à la foire aux porcelets, ils allaient vendre des porcelets à la foire... à la foire de la Toussaint
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Bernard ar Mañcheg, ganet e 1937 e Peurid, o chom e Runan, tud bet ganet e Peurid / ar Roc'h.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an ouvrierien a cheñche eu... plas eu... menajoù, an hini n'en em blije ket 'ba ur plas pe... 'ba ur plas all eu... feiz, 'nije c'hoant da chañch, ha 'h aent da... justamant da foar Galon-goañv aze ivez, hag an hini a oa charreter a-hervez 'h ae d'ar foar, gant ur skourjez, en-dro beñ... da... deus e gerc'hen aze ya
[ˌnuvɣiˈɛˑɣjɛn ˈʃɛ̃ʃe ə - ˈplɑs ə meˈnɑˑʒo - ˈnˑi nɔ̃n bliˌʒe kə ba ən ˈplɑs pe - bah ˌplɑs ˈɑl ə - fe ˌniˑʒe ˈhwɑ̃n də ˈʃɑ̃ˑʃ - a hɛɲ ə - ʒysˈtɑ̃mɑ̃n də vwaꝛ ˌgɑˑlɔ̃n ˈguˑɑ̃ ˌɑhe ˌiˑe - a ˈnˑi wa ʃaˈɣɛtəꝛ ˈhɛɹwe he də ˈvwɑˑɹ - gɑ̃n ə ˈskuɹʒe - ˌdɣoˑ bɛ̃ dœ dœz i ˈgɛhɛn ˌɑhe ja]
les ouvriers changeaient euh... d'endroit euh... de fermes, celui qui ne se plaisait pas dans un endroit ou... dans un autre endroit euh... ma foi, il avait envie de changer, et ils allaient à... justement à la foire de la Toussaint là aussi, et celui qui était charretier, à ce qu'il parait, il allait à la foire, avec un fouet, autour ben... de... de son cou là oui
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Bernard ar Mañcheg, ganet e 1937 e Peurid, o chom e Runan, tud bet ganet e Peurid / ar Roc'h.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 foar Galon-goañv, ya !
[vwaꝛ ˌgɑˑlɔ̃n ˈguˑɑ̃ - ja]
la foire de la Toussaint, oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Kariou, ganet e 1930 e Peurid, o chom e Peurid, marvet e 2025, tud bet ganet e Kervorc'h / Tredarzeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 feiz, e oa aet gant e dad, da foar Galon-Goañv, ha feiz ! ma kerez an deiz-se e oa skol, hag an deiz-war-lerc'h pa oa arriet 'ba ar skol, xxx ( ?) o c'houll gantañ pelec'h e oa, « à la foire du cœur en hiver, emezañ ! »
[fe - wa ˌe̞d gɑ̃ i ˈdɑˑt - də vwaꝛ ˌgɑˑlɔ̃n ˈguˑɑ̃ - a ˈfeˑ - me ˈkeˑɣez ˈdese wa ˈskoˑl - a ˌdewaꝛˈle̞χ pe wa aˈɣiɛd ba ˈskoˑl - ? hul ˈple̞χ wa - ... ˈmeˑɑ̃]
ma foi, il était allé avec son père, à la foire de la Toussaint, et ma foi ! si t uveux il y avait école ce jour-là, et le lendemain quand il était arrivé à l'école, xxx ( ?) lui demande où il était, « à la foire du cœur en hiver, répondit-il ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Kariou, ganet e 1930 e Peurid, o chom e Peurid, marvet e 2025, tud bet ganet e Kervorc'h / Tredarzeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eh ! quand c'était... Foar ar Vleunioù, on disait Foar ar Vleunioù, la foire des rameaux
[... - ˌvwɑˑꝛ ˈlœɲo - ... ˌvwɑˑꝛ ˈlœɲo - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Simona ar C'hozh, ganet e 1922 e Plouizi, o chom e Gras, tud bet ganet e Louergad / Pederneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kalon-goañv, foar Galon-goañv
[ˌkɑˑlɔ̃n ˈguˑɑ̃ - ˌvwɑˑɹ galɔ̃n ˈguˑɑ̃]
la Toussaint, la foire de la Toussaint
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ujen Boverje, ganet e 1930 e Hengoad, o chom e Pleuzal, marvet e 2023.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « foar vleunioù », « foar vleunioù » a vije 'ba Gwengamp ya, gant eu... gant eu... penaos... n'eo ket Sul Fask, a-raok ! pemzektez a-raok gant eu... petra ? oh ! Sul Beuz ! gant Sul Beuz, e vije « foar ar bleunioù » aze, 'ba Gwengamp
[vwaꝛˈhlœ̃jo - ˈgwe̞ɲɑ̃m - pe̞mˈzete - zylˈbœ̃ˑs - vwaꝛˈblœ̃jo]
« la foire aux fleurs », « la foire aux fleurs » était à Gwengamp oui, au moment euh... au moment euh... comment... ce n'est pas le dimanche de Pâques, avant ! quinze jours avant à l'occasion de... quoi ? oh ! le dimanche des rameaux ! au moment du dimanche des rameaux, qu'il y avait « la foire aux fleurs » là, à Gwengamp
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)