Temoù
Komz dionte
-
👂 🔗 sell, seblant glav zo, emañ ar yer oc'h en em boultrenniñ
[sɛl 'ze:blən glɑw zo mɑ̃ ji:r nɔ̃n bul'tɛnĩ]
regarde, c'est signe de pluie, les poules sont en train de se couvrir de poussière
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goût deus an amzer e reont kenkoulz hag an dud ivez kwa, pa vez... pa vez ur c'houad c'hlav aze, ma vez ket nemet ur c'houad, hopala ! e welez anezhe o tont da glask lojeiz eu... ha diouzhtu 'nez fin neuze e welez anezhe oc'h advont adarre, ha ma vez stummet d'ober glav e-pad an deiz, e welez e chomont dindan, hopala ! pa welez anezhe o chom dindan aze ne vez ket seblant... dezhañ da... d'achuiñ diouzhtu
[a gu:t təz 'nɑ̃mzəɹ ɹɛŋ kenkulz a ndyd ie kwa pe ve pe ve 'hu:ad hlɑw 'ɑ:he ma ve kə mɛ 'hu:ɑt opə'la 'we̞:le̞z nɛ: tɔ̃n tə glɑs lo'ʒɛjz ə a dy'sty ne fi:n 'nœ:he 'we̞:le̞z nɛ: hadvɔ̃n ɑj a ma ve 'stymət to̞:ɹ glɑw pa:n de: 'we̞:le̞s 'ʃo̞mɛɲ di'nɑ̃:n opə'la pə 'we̞:le̞z nɛ: ʃo̞m di'nɑ̃:n ɑhe ve kə 'ze:blɑ̃n deɑ̃ də da'ʃy:ĩ dy'sty:]
et elles [poules] connaissent le temps aussi bien que les humains aussi quoi, quand il y a... quand il y a une averse de pluie là, s'il n'y a qu'une averse, hop là ! tu les vois venir chercher un abris euh... et aussitôt qu'elle a fini alors tu les vois repartir de nouveau, et si le temps semble parti pour pleuvoir pendant une journée, tu les vois qui restent en dessous, hop là ! quand tu les vois qui restent en dessous là, ce n'est un signe que... qu'elle va... finir tout de suite
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Pa vez erc'h war an douar, ar yer a vez dall. Ne welont ket sklaer.
Pé vé èc'h wa-n douar yir vé dal. Wélin tyeut sklèr.
[pe ve ɛʁx wan duaʁ jiʁ ve dal] [wɛlɛ̃ cət sklɛʁ]
Quand il y a de la neige au sol les poules sont aveugles. Elles ne voient pas claire.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ha Joseph a vije lazhet tout e yer dezhañ, diwadet anezhe
[a ... ˌviʃe ˈlɑhə ˈtud i ˈjiˑꝛ ˌdeˑɑ̃ - diˈwɑˑdə ˈne̞]
et toutes les poules de Joseph se faisaient tuer, [étaient] saignées
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi