Temoù
Ober reoù vihan
-
👂 🔗 ma ne veze ket graet mann ebet dezhe euh... goude ec'h arrie un hoc'h-gae, goude ec'h arrie un hoc'h-gae ganit evel-se, un hoc'h-gae ya, ah ya, un hoc'h-gae a oa 'ba ar menaj ivez, un hoc'h... un hoc'h... un hoc'h-gae, da gochoniñ... da gochoniñ gwizi, da gochoniñ gwizi dam dezhe da gaout re vihan
[ma viʃe kə gwɛd mɑ̃n'bed dɛ: ə 'gu:de ha'riɛ noh'je̞ 'gu:de ha'riɛ noh'je̞ gə'nit vi'se noh'je̞ ja a ja ə noh'je̞ wa ba 'me:neʒ ije noh noh noh'je̞ də go'ʃɔ̃nĩ də go'ʃɔ̃nĩ 'gwi:zi də go'ʃɔ̃nĩ gwi dɑ̃m dɛ: də gɑ:d ɾe 'viən]
si on ne leur faisait rien euh... après un verrat arrivait, tu te retrouvais avec un verrat comme ça, un verrat oui, ah oui, il y avait un verrat à la ferme aussi, un verr... un verr... un verrat pour reproduire... pour reproduire les truies, pour reproduire les truies afin qu'elles aient des petits
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, reuz-kochon ya
[ja rœs'koʃɔ̃n ja]
oui, en chaleur oui [cochon]
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar reoù... ar reoù 'deuint gwelet aze zo gwizi yaouank 'h arri... bep... bep teir sizhun 'h arri gwizi yaouank, da ramplas ar reoù a vez o vont kuit, ma kerez, le pré-troupeau a vez lâret deus se en galleg, pré-troupeau, evit... evit ober mammennoù goude kwa, ya ya, des... des mères ma kerez
[ˌɹew ˌɹew dœɲ ˈgwe̞ˑləd ˌɑhe zo ˈgwiːzi hɑj - bo̞p bo̞p ˈtɛˑɹ ˌzyˑn ˌhɑj ˌgwiˑziˈjo̞wɑ̃ŋ - də ˈɹɑ̃mplaz ˌɹew ve vɔ̃n ˈkwit - ma ˌkeˑɹe̞s - ... ve ˌlɑˑd dœs se ɛn ˈgɑlək ... - wid wid ˌo̞ˑɹ mɑ̃ˈmeno ˌguˑde kwa - ja ja - ... ma ˈkeːɹe̞s]
ceux... celles qu'ils ont vu là ce sont de jeunes truies qui arrivent... toutes... toutes les trois semaines arrivent de jeunes truies, pour remplacer celles qui partent, si tu veux, le pré-troupeau qu'on appelle ça en français, pré-troupeau, pour... pour faire des mères après quoi, oui oui, des... des mères si tu veux
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. lâret e vez gwizi met... eu... mammennoù... 2. pa 'dez reoù vihan zo voaien da lâret mammennoù 1. pa vez reoù vihan warne, pa... pa 'vo ket... pa 'vo ket moc'h bihan warni, e lâre « honnezh zo ur wizh, hemañ zo un hoc'h pe... » 2. ur wizh kozh a vije lâret, ur wizh kozh 1. e-kichen pa vo... pa vo... pa vo... pa vo moc'h bihan warni e vo lâret eu... 2. ur wizh kozh 1. hein ? 2. ur wizh kozh 1. gwizh kozh, e vo lâret gwizh kozh, ur vammenn ya, ben ya peogwir zo... 2. oh ! petra a lâren-me ? me 'oaran ket petra a lâren, peogwir e oan en-dro dezhe tout
1. [ˌlɑˑɹə ve ˈgwiːzi mɛ - ə - mɑ̃ˈmeno] 2. [pe de ɹew ˈviˑən zo ˈvo̞jən ˌlɑˑɹ mɑ̃ˈmeno] 1. [pe ve ɹew ˈviˑən waɹne̞ - pe - pe ˌvo kə - pe ˌvo kə mox ˈpiˑən waɹni - ˈlɑːɹe ˌhɔ̃ˑs so ˈwiːs - ˈhemɑ̃ zo ˈnox pe] 2. [wisˈkoːs viʒe ˈlɑˑɹət - wisˈkoːs] 1. [ˌkiʃən pe vo - pe vo pe vo pe vo mox ˈpiˑən waɹni vo ˈlɑˑɹəd ə] 2. [wisˈkoːs] 1. [ɛ̃] 2. [wisˈkoːs] 1. [gwisˈkoːs - vo ˈlɑˑɹə gwisˈkoːs - ˈvɑ̃mən ja - bɛ̃ ja py zo] 2. [o pɹa ˌlɑˑɹe̞n me - me waˈɹɑ̃ kə ˌpɹa ˈlɑˑɹe̞n - pəˈguːɹ wɑ̃n ˌdɹo de̞ ˈtut]
1. on dit des truies mais... euh... des mères... 2. quand elles ont des petits on peut dire des mères 1. quand elles ont des petits, quand... quand il n'y a pas... quand elle n'a pas de petit, on disait « celle-là est une truie, celui-ci est un verrat ou... » 2. une truie adulte qu'on disait, une truie adulte 1. alors que quand il y a... quand il y a ... quand il y a... quand elle a des petits on dit euh... 2. une truie adulte 1. hein ? 2. une truie adulte 1. truie adulte, on dit truie adulte, une mère oui, ben oui puisqu'il y a... 2. oh ! qu'est-ce que je disais ? moi je ne sais pas ce que je disais, puisque je m'occupais d'eux tous
Gant :
– Ifig ar Blevenneg, ganet e 1939 e Pederneg, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg/Bear.
– Jermen ar Minouz, ganet e 1939 e Pederneg, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pederneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'oa ket mann partikulier ebet, geo ! goude pa oan-me yaouank, eu... e oa un hoc'h, goût a ouzoc'h petra eo se ? hag e vije kaset ar wiz d'an hoc'h eno
[... ˈmɑ̃n paɹtiˌkyˑljəɹ ˈbet - ge̞ - ... - ... - ]
et il n'y avait rien de particulier, si ! après quand j'étais jeune, euh... il y avait un verrat, vous savez ce que c'est ça ? et on emmenait la truie au verrat là-bas
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed ar Bever, ganet e 1938 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Trezeni / Kaouenneg.Dastumer : Tangi