Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

kant

Stummioù :

cent

  • 🔗 honnezh zo tremen kant vloaz

    [hɔ̃:s so 'tremɛn kɑ̃n lɑ:]

    elle [l'arbre] a plus de cent ans

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 geo, amañ e-kichen zo unan aze, hag a zo daou c'hant vloaz marteze

    [gɛw 'ɑ̃mɑ̃ 'kiʃən zo yn 'ɑhe a zo dɔw hɑ̃n lɑ: ma'tee]

    si, ici à côté, il y en a un [arbre] là, qui a deux cent ans peut-être

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Tremen daou c'hant a dud.

    Trémèn dow han dut.

    Plus de deux cents personnes.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 E oa ur bern tud bepred, peogwir e oa tremen daou c'hant.

    Oa bèrn tut popet, pugur oa trémèn dow han.

    Il y avait beaucoup de monde en tout cas, pusiqu'il y en avait plus de deux-cents.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 E oa daou c'hant a dud e-barzh an eured, han-se e oa un toullad mat hañ ? Deux-cent personnes. Kreisteiz, ha kement all deus noz. Sell aze hañ ?

    Oa dow han dut bah ’n euret, han-sé oa toulled mat añ ? Deux-cent personnes. Krèisté, a kémndall deus nos. Sèll ahé añ ?

    Il y avait deux cents personnes au mariage. Par conséquent ça faisait beaucoup de monde, hein ? À midi, et autant le soir. Impressionnant hein ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Ha da... da gentañ a lâre... a 'na komzet deus kant ugent pe kant tregont neuze (T : Ya ya.) abaoe eo bet fortoc'h, fortoc'h eo bet (T : Ah ya.) met c'hwezhañ a rae da vat dec'h da noz amañ hou ! XXX(?) hent (?), evel des rafales aze.

    [a da də ˈgɛntɑ̃ ˈlɑːʁɛ na kɔ̃m døs kɑ̃n ˈygən pe kɑ̃n ˈtʁegɔ̃n nœː bwe e̞ be ˈfoʁtɔh ˈfoʁtɔh ɛ bet mɛ hwe ʁɛ də vat deχ tə nɔ̃ːz ˈɑ̃mɑ̃ (?) wɛl ʁafal ˈɑe]

    Le premier jour ils ont dit...il a parlé de 120 ou 130 depuis ça a été plus fort, ça soufflait pour de bon ici hier soir (?) comme des rafales là.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Aze a zo ur c'hant traoù.

    [ˈɑe zo hɑ̃n tʁɛw]

    Là il y a 100 [livres]. [50 kilos]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Aze a zo daou c'hant traoù.

    [ɑː zo dow hɑ̃n tʁɛw]

    Là il y a 200 [livres]. [100 kilos]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 ur c'hant gwinizh

    [hɑ̃n ˈgwinis]

    100 [livres] de blé [50 kilos]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 daou c'hant gwinizh

    [dow hɑ̃n ˈgwinis]

    200 livres de blé [100 kilos]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

livres (cent –)

Gwelet an temoù Al lur ha Lâret ar bouez

  • 👂 🔗 Traoù skañv, muiañ skañv d'ober evite quoi. Ya, ne oa ket a voaien da lakat anezhe da... da dougen sac'hadoù traoù ha traoù evel se, se ne oa ket a voaien d'ober ma vije, ma vije ur c'hant e-barzh, quoi. Cinquante kilos. Se a vije start dezhe quoi.

    Trèw skañ, muañ skañ d’or witè quoi. Ya, oa ke vwoien de lake nè de... de dougen sahado trèw a trèw vesé. Sé oa ke vwoien d’or, ma vijé, ma vijé er han bars quoi. Cinquante kilos. Zé vijé start tè quoi.

    Des choses légères, plus légères à faire. Oui, on ne pouvait pas les mettre à... à porter des sacs de choses et tout, ça on ne pouvait pas, si les sacs pesaient cinquante kilos. Ça c'était difficile pour sûr.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal