Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
ankouaat
Stummioù :
oublier
-
🔗 me a ankoue serriñ anezhi goude
[me 'ɑ̃ŋkwe 'zɛĩ nɛj 'gu:de]
j'oublie de la fermer ensuite
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ankouaat a ra
[ãŋ'kwa:d a ra]
elle oublie
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ankouaet 'ma anezhañ goude
[ãŋ'kwa:d ma 'neã 'gude]
je l'avais oublié par la suite
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ankoueet 'ta ?
[ãŋ'kweɛt ta]
tu avais oublié ?
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 goude e vez ankouaet
['gu:de ve ãŋ'kwɑ:t]
après on oublie
Gant : Marivon ar Bihan, ganet e 1947 e Bear, o chom e Charentes.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ankouaet 'deus
[ɑ̃ŋ'kwɑ:d døs]
elle a oublié [de venir]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ankouaout
[ɑ̃ŋ'kwɑut]
oublier
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ankouezh a ran anezhe
[ɑ̃ŋ'kuəs rɑ̃ nɛ:]
je les oublie
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 arru 'meus ankouaet penaos e vez lâret
[ɑj møz ɑ̃ŋ'kwɑ:t pə'no ve 'lɑ:rət]
j'ai oublié comment on dit
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 se zo kaoz e ankoua an nen anezhañ kwa
[ze zo ko:z 'hɑ̃ŋkwa ne:n 'neɑ̃ kwa]
c'est pour ça qu'on les oublie
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha bremañ eo ankouaet tout se
[a 'bomɑ̃ hɛ ɑ̃ŋ'kwɑ:t tut se]
et maintenant tout ça est oublié
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me 'meus ankouaet
[me møz ãŋ'kwɑ:d]
j'ai oublié
Gant : Jañ-Batist Perrin, ganet e 1928 e Plouyann, o chom e Bear, marvet e 2018, tud bet ganet e Bear / Bulien.
N'eo ket kat da gaozeal ken, met soñj 'neus deus rimastelloù ha krennlavarioù klevet gant a-bep-sort tudDastumer : Tangi
-
🔗 kentañ hini 'ma bet, soñj 'meus, eñ n'ankouain ket james
[’kentɑ̃ ’hi:ni ma bet ʒɔ̃:ʒ møs hẽ: nɑ̃ŋ’kwain kə ’ʒɑ̃məs]
le premier que j'avais eu, je m'en souviens, celui-là je ne l'oublierai jamais
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 arru 'meus ankouaet
[ɑj møz ɑ̃ŋ'kwɑ:t]
j'ai oublié
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ...arru an nen d'ankouaat
[ɑj ne:n dɑ̃ŋ'kwɑ:t]
...on arrive à oublier
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 an traoù ne vezont ket ankouaet
[ntrɛw vɛɲ cəd ɑ̃ŋ'kwɑ:d ɑ̃]
les choses ne s'oublient pas
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arri 'meus arri ankouaet anezhe peogwir deus derc'hen da gomz galleg a-benn ar fin 'h arri an nen da...
[ɑj møz ɑj ɑ̃ŋ’kwɑ:d nɛ: py’gy:r dəz ’dɛrhɛn də gɔ̃mz ’gɑlɛk bɛn’fi:n hɑj ne:n də]
je les ai oubliés puisqu'à force de parler français, finalement on en arrive à...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'h eo arriet d'ankouezh serten traoù, an anvioù ha traoù evel-se ivez
[hɛ ’ɑjəd dɑ̃ŋ’kuəs ’sɛrtən trɛw nɑ̃’nojo a tʁɛw vi’sɛ ije]
il en arrive à oublier certaines choses, les noms comme ça aussi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ankouaat a rez kazi muioc'h eviton bremañ
[ɑ̃'kwɑ a rɛs kahe 'myɔh witɔ̃ 'bœmɑ̃]
tu oublies presque plus que moi maintenant
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'h on bet 'ba 'r boulañjiri, 'meus ankoueet goulenn... pegoulz e serront
[a hɔ̃ bed bah bulɑ̃'ʒi:ri møz ɑ̃ŋ'kwɛ:d gu:l pə'gulz 'zɛrɛɲ]
et j'ai été à la boulangerie, j'ai oublié de demander... quand ils ferment
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'ankoueez ket hañ, mont
[nɑ̃'kweɛs kəd ɑ̃ mɔ̃n]
n'oublie pas hein, d'aller
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'ankouai ket
[nɑ̃ŋ'kwai kət]
tu n'oublieras pas
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hemañ 'neus ankouaet moarvat, 'meump d'ober mont d'ar gar da gas ac'hanout
['hemɑ̃ nœz ɑ̃ŋ'kwɑɛt ma'hɑt mœm do̞:ʁ mɔ̃n də gɑ:ʁ də gɑz 'ɑ̃:nut]
celui-ci a oublié certainement que nous devons aller à la gare pour t'y amener
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ken 'meus arri ankoueet ma-unan
[ken mœz ɑj ɑ̃ŋ'kweɛd mə'hy:n]
tellement que je l'ai moi-même oublié
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 ... 'meus ankoueet-libr
[møz ɑ̃ŋ’kweɛd lip]
... j'ai complètement oublié
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ankoueet 'meus an alc'hwez 'ba an oto
[ɑ̃ŋ'kwe:ɛ mœs 'nalhwe bah 'noto]
j'ai oublié la clé dans la voiture
traduction
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... 'meus ankoueet
[møz ɑ̃ŋ'kweɛt]
... j'ai oublié
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ankouezh
[ɑ̃ŋ'kuəs]
oublier
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 komañs a rez ankouezh
['komɑ̃:s rɛs ɑ̃ŋ'kuəs]
tu commences à oublier
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ankouaet e vez
[ɑ̃ŋ'kwɑ:d ve]
on oublie
Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'mo ket ankouet d'ober
[mo kəd ɑ̃ŋ'ku:əd 'do̞:bəʁ]
je n'aurai pas oublié de faire
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ankoueet war-e-lerc'h
[ɑ̃ŋ’kwe:əd waɹ i lɛʁx]
[objet] oublié