Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

kelc'h

Stummioù :

cercle

  • 👂 🔗 en ur gontañ ar c'helc'hioù zo 'ba diabarzh

    ['gɔ̃ntɑ̃ 'hlɛhjo zo ba dia'bɑrs]

    en comptant les cercles qu'il y a à l'intérieur [tronc d'arbre]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ha honnezh a oa ur wetur vrav quoi, ya. Ha neuze a-hend-all e oa reoù all ha 'nea rodoù houarn. Heu, ur c'helc'h houarn war ar rod.

    [a 'hõ wa ə wetyʁ'vʁaw kwa ja ja – a 'nœhe he̞n'dal wa ʁew'al a nea ʁoʒo'huaʁn – ø ə hlɛχ'huaʁn waʁ 'ʁoːt]

    Et c'était une belle voiture, oui. Et sinon il y en avait d'autres qui avaient des roues en fer. Heu, un cercle de fer sur la roue.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 kelc'h

    kèlc’h

    [kɛlh]

    halo

    Gant : Yves Pichouron, ganet e 1926, o chom e Bear.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ar c'helc'h karr

    [ar hlɛh’kɑr]

    le cercle [autour de la roue]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

halo

  • 👂 🔗 ma dad a selle deus se ordin, bremañ 'vez ket se ken ivez, e vije ur c'helc'h en-dro d'al loar, ur c'helc'h bras, ha neuze pa vi... ha neuze a-wechoù e vije ur c'helc'h bihan, me 'meus gwelet se, ha neuze e vije lâret « ur c'helc'h tost glav pell, kelc'h pell glav tost »

    [mə dɑ:d ’zɛlɛ dəs se ɔr’din ’bomɑ̃ ve kə ze ken ije vije hlɛh dro də lwɑ:r ə hlɛh’brɑ:z a ’nœe pe vi a ’nœe ’we:ʒo viʒe hlɛh ’biən me møz ’gwɛ:lə ze a ’nœe viʒe lɑ:rt hlɛh’tɔst glɑw’pɛl klɛh’pɛl glɑw’tɔst]

    mon père regardait toujours ça, maintenant il n'y a plus ça non plus, il y avait un halo autour de la lune, un grand halo, et alors quand c'ét... et alors parfois il y avait un petit halo, moi j'ai vu ça, et alors on disait « un halo proche, plus lointaine, un halo lointain, pluie proche »

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi