Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

douar

Gwelet an temoù An douar, An Douar ha Kalite an douar

Stummioù :

terre

  • 👂 🔗 1. Ha neuze 'h aen da labourat an douar ha neuze... 2. Un tamm a bep sort. 1. Un tamm a bep sort ya. Treiñ an douar ha neuze... Kas heu... Pe charañ beterabez pa vije tennet beterabez, ha neuze charañ plouz ha charañ foenn ha charañ...

    1. A neuzé ’h èn de labour(e) ’n douar a neuzé... 2. Tamm bop sort. 1. Tamm bop sord ya. Trèi ’n douar a neuhé... Kas eu... Pé charan bétrabes pé vijé tènne betrabes, a neuhé charan plous a charan voènn a charañ...

    1. Alors j'allais travailler la terre... 2. Un peu de tout. 1. Un peu de tout, oui. Retourner la terre et... Envoyer... Ou charroyer les betteraves quand on les tirait, et charroyer la paille et le foin et...

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Ha feiz, hennezh na renket kemer... 2. La suite goude. 1. La suite goude neuze, da arat an douar ha d'ober tout an traoù ha da c'houzout petra lakat pelec'h ha tout.

    1. A fé, heñ na rènke kémèr… 2. La suite koudé. 1. La suite koudé neuhé, da ared ’n douar a d’or tou ’n trèw, a de hoût pra laket plèh a tout.

    1. Et il avait du prendre... 2. La suite après. 1. La suite après, pour labourer la terre et tout, et pour savoir ce qu'il fallait mettre où et tout.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Feiz avat, e-pad ar brezel 'na goulennet gant Papa hag-eñ e oa kontant da derc'hen e douar dezhañ, labourat bepred quoi, abalamour dezhe da nompas mont en friche evel e vez lavaret, ya.

    Fé hat, pad brézel na goule gan Papa ag-eñ oa kontan de dèrhen i douar déañ, labouret bopet quoi, bañw tè de nompas mon en friche vèl vé lât, ya.

    Pendant la guerre, il a demandé à Papa s'il voulait bien entretenir ses terres, les travailler, pour ne pas qu'elles aillent en friche, comme on dit, oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Traoù a vije enne ordin quoi, ma kerez, met aze, se a sach war an douar bepred, derc'hen da hadañ enne ha traoù

    Trèw vijé nènnè ordin quoi, ma kées, mèd ahé zé jèch war an douar bopet, dèrhen de hadañ nènnè a trèw...

    Il y avait toujours des choses dedans [des cultures dans les terres], si tu veux, mais en tout cas, ça épuise la terre, de continuer à y semer et tout.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Feiz avat, ken fonnus all e oa barrek unan bennaket anezhe da vezañ marv pe un dra bennak, se 'h arri hañ. Prest... Ken fonnus all e vije unan bennaket anezhe a vije bet marvet pe un dra bennaket, ya, se 'h arri a-wezhioù, hañ, en ur dont war an douar hag a bep sort met...

    Fé hat, kén vonnuz all oa barreg un bénnaket nè de véañ marw pé ’n dra bénnak, zé ’h ai añ. Prést... Kén vonnuz all vijé un bénnaket nè vijé bé marwet pé en dra bénnaket, ya, zé ’h ai wêjo, añ, non don war ’n douar a bop sort mèt...

    L'un d'entre eux était tout aussi bien capable d'être mort, ça ça arrive parfois, en venant sur la terre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz neuze e oa renket skubañ ervat, kar aze ne oa ket heu... Hennezh a oa war an douar quoi. Aze e oa an dou... e oa 'met douar da... dindan quoi.

    A fé, neuhé oa rènket skubañ vat, ka ahé oa ket eu... Heñ oa war ’n douar quoi. Ahé oa ’n dou... oa méd douar de... dinan quoi.

    Et alors on avait dû bien balayer, car là il n'y avait pas heu... C'était de la terre battue. Il n'y avait que de la terre dessous.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 me pa vezen o labourat 'ba 'r park aze e veze unan a-us din aze ha, añfin, ne veze ket a-us din toutafet met eñ a veze e neizh war an douar hag eñ a vez a-us d'e neizh oc'h ober se, o kanañ evel-se, ha neuze e welez anezhañ oc'h addont war-draoñ goude adarre, ar beg evel-se war-draoñ aze

    [me pe viʒɛn la’bu:rə bar pɑrk ’ɑhe viʒe yn ys’tĩ ’ɑhe a ɑ̃fin viʒe kəd ys’tĩ tuta’fɛt mɛ a hẽ̞: viʒe i e:z war ’nduar a hẽ̞: ve ys ti he:s ho:r ze ’kɑ̃:nɑ̃ və’se a ’nœhe ’wɛ:lɛz neɑ̃ 'hat:ɔ̃n war’drɔw ’gu:de ɑj beg vi’se war’drɔw ’ɑhe]

    moi quand je travaillais dans le champ là il y en avait un au-dessus de moi là et, enfin, il n'était pas tout-à-fait au-dessus de moi mais il avait son nid au sol et lui il est au-dessus de son nid à faire ça, en train de chanter comme ça, et alors tu le vois revenir en bas [redescendre] après de nouveau, le bec comme ça vers le bas là [alouette]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 gwechall e vije degaset maerl 'ba euh... 'ba an douar peogwir e oa... hag e vije kokich, kokich-mor a vije lâret dioute, eñ a vije gwenn aze

    [gwe’ʒɑl viʒe ’djɛsə mɛrl bah ə ban ’duar py’gy:r wa a viʒe ’kokiʃ ˌkokiʒ’mo:r viʒe lɑ:t tjɔ̃tɛ ẽ̞: viʒe gwɛn ’ɑe]

    autrefois on faisait venir du maerl dans euh... dans la terre puisqu'il y avait... et il y avait des coquillages, des coquillages de mer qu'on disait, c'était blanc là

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bec'h e vez war an tamm douar patatez-mañ

    [beh ve war tɑ̃m 'duar pa'tɑtəz mɑ̃]

    on a du mal sur ce petit bout de terre

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi