Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

kentañ

Stummioù :

premier

  • 👂 🔗 Me a oa an hini kentañ o timeziñ.

    Mé oa ’n ni kêntañ timiñ.

    J'étais la première à me marier.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 An daou-ugent kentañ 'meump gounezet ervat, bien, ar reoù war-lerc'h, ac'hanta, ne oa ket gounezet kalz tra, ha neuze 'meump graet unan all c'hoazh, ha ar re-se bepred 'meump ket gounezet tamm ebet

    ’N dow-ugen kéntañ meum gonéet vat, bieñ, réw war-lèrh, hanta, oa ke gonéet kales tra, a neuhé meum gwè ’n all hoas, a ré-sé bopet, meum ke gonéet tamm bét.

    Les quarante premiers [porcs], nous avons bien gagné, bien, les suivants, eh bien, nous n'avons pas gagné grand chose, et alors nous avons encore fait un essai, et ceux-là, nous n'avons rien gagné.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya, an hini gentañ a oa bet, honnezh a oa deus pelec'h ? Honnezh a oa deus Bear, a gav din. Me a gav din e oa deus Bear, honnezh.

    Ya, ’n ni gèntañ oa bét, hoñ oa deus plèh ? Hoñ oa deus Béar, gaf tin. Mé gaf tin oa deus Béar, hoñs.

    Oui, la première qu'on a eu, d'où elle était ? Elle était de Bégard je crois. Je crois qu'elle était de Bégard celle-là.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 kentañ reoù a veze 'ba 'r bloaz

    ['kentɑ̃ rew viʒe bar blɑ:]

    les premières de l'année [jacinthes]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

suivant

  • 👂 🔗 met ne diwanfont ket ar bloaz kentañ met ar bloaz war-lerc'h

    [mɛd di'wɑ̃nfɔ̃ɲ cəd bla 'kentɑ̃ mɛ bla war'lɛrh]

    mais ils ne germeront pas l'année suivante mais l'année d'après

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

prochain

  • 🔗 dimeurzh kentañ

    [de'mœrs kentɑ̃]

    mardi prochain

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi