Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
dresañ
Gwelet an tem Dresañ
Stummioù :
réparer
-
👂 🔗 Pegoulz 'meump dreset anezhañ ?
Pegours meum drése néañ ?
Quand l'avons nous réparée ?
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pa eo aet e-barzh ar bourk neuze 'meump dreset an ti-se neuze, feiz.
Pé è wèt bah bourk neuhé meum drése 'n ti-zé neuhé, fé.
Quand elle s'est installée au bourg, nous avons fait des travaux dans cette maison.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 un tamm dresañ
[ntɑ̃m 'dresɑ̃]
une petite réparation
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 da dresañ anezhe
[də ’dresɑ̃ nɛ:]
pour les corriger [erreurs du dictionnaire]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 o tresañ
['tresã]
en train de réparer
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne vefomp ket kat da dont da gousket ma ne vez ket dreset
[’vefõm kə kat dõ:n tə ’guskət ma ve kə ’dresɛt]
nous ne pourrons pas aller dormir s'il n'est pas réparé
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 nevez-dreset int
['newe 'drɛsɛd iɲ]
ils ont été réparés récemment
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... e vije dreset
[viʒe ’drɛsət]
... on réparait
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Jean 'neus dreset ma oto
[ʒɑ̃ nøz 'drɛsɛ ma 'oto]
Jean a réparé ma voiture
Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.
Dastumer : Tangi
-
🔗 arriout a raen da dresañ tammoù traoù e-barzh kwa peogwir e vije diskwelet din
[ɑj ə rɛn də ’dresɑ̃ ˌtɑ̃mo’trɛw bɑrs kwa py’gy:r viʒe di’skwɛ:lət tĩ]
j'arrivais à réparer de petites choses dedans puisqu'on me montrait
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a oa lakeet 'ba eu... war an hent-houarn, ya, ya, ya, evit eu... addresañ les voies ferrées
[me wa la'ke:ɛd bah ə - waɹ nɛn'hu:aɹn - ja ja ja - wid ə - had'dɹɛsã ...]
j'avais été mis dans euh... au chemin de fer, oui, oui, oui, pour euh... réparer les voies ferrées
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
raccommoder
-
👂 🔗 A-wechoù pa vije traoù da dresañ e trese anezhe ivez met a-wechoù all ne rae ket 'met (stagañ ?) an traoù warne, ma vije ezhomm d'ober ha traoù evel-se.
[’we̞ʒo pa vije ’tʁɛw də ’dʁesã ’tʁese nɛ iə – mɛ ’we̞ʒo al ʁe kə mɛt (stakã ?) n’tʁɛw ’waʁnɛ – ma viʒe ’eːm ’dɔʁ a tʁɛw vəse]
Parfois, quand il y avait des choses à raccommoder, elle les raccommodait, mais d'autres fois, elle ne faisait qu'(attacher ?) les choses dessus, s'il fallait le faire, et des choses comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha neuze a-hend-all serten dilhad zo, ma vijent krevet un tamm bihan un tu bennak feiz, e vije da dresañ ivez ha hoñ a vije oc'h ober se. Hoñ a vije o c'hoari an dro evel-se ba an tiez.
[a nœhe hɛn'dal ˌsɛʁtɛn 'diʎət so – ma vijɛŋ 'kʁœːvət tãm'biən tube'naːk – fe viʒə da 'dʁe̞sã iə – a hõ viʒe hɔʁ 'ze – hõ viʒe hwaj 'dʁo vəse ba'ntie]
Et sinon, certains vêtements, s'ils étaient un peu percés quelque part, ils étaient à raccommoder, et elle le faisait. Elle faisait le tour des maisons comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
soigner
-
👂 🔗 Ha feiz neuze e vije dreset ar c'hochon bihan ha 'h ae da gêr gantañ. Met hini ebet ne oa bet marv war ma lerc'h. Ah nann, tout e choment.
A fé neuhé vijé drèset hochon bien a ’h ê de gêr gantañ. Mè hini béd oa bé marw war me lèrh. A nann, toud chomènt.
Et alors on [= je] réparait [recousait] le petit cochon et elle retournait à la maison avec lui. Mais aucun n'était mort après mes soins. Ah non, tous avaient survécus.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 herie 'neus dreset ac'hanon
[’hɛje nøz ’dɾesəd ɑ̃w]
aujourd'hui il m'a fait souffrir [kiné]
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
filer droit (faire –)
-
👂 🔗 Me a lavar dit, me a vez dreset amañ a-wechoù sell. xxx (?) Ret e vez ober, met ingal eo. Petra a ri ?
Mé lar dit, mé vé drèset amañ wêjo sell. Réd vé or, mè ingal è. Pra ri ?
Je te dis, on me fait filer droit ici [ce n'est pas agréable mais c'est pour mon bien]. Il faut bien le faire, mais peu importe. Qu'est-ce que tu veux y faire ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal