Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

propr

Gwelet an tem Propr an traoù

Stummioù :

propre

  • 👂 🔗 Evel se bepred 'neus derc'het an ti propr bepred keit e... E-pad ur pennad mat quoi.

    Ve-sé bopet neuz dèrhed 'n ti prop bopet, kèit… Pad pènnad mat quoi.

    Comme ça, en tout cas, elle a maintenu la maison en état tant que... Pendant un moment.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Boñ, bez' a oa pezhioù e-barzh, ma kerez, bez' a oa... heu, simantet e oa, propr e oa ma kerez, evel e vije gwezhall quoi heñ.

    Boñ, bé oa péjo bars, ma kées, bé oa… eu, zimante oa, prop oa ma kées, vêl vijé gwéjall quoi eñ.

    Il y avait des pièces à l'intérieur, si tu veux, elle était cimenté. Elle était propre, comme autrefois.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met ma Doue, ar re-se a oa douar ha a oa arri... manet evel se, ha e vije kaset saout enne, kement ha delc'hen anezhe propr quoi, ha se a oa tout quoi. Ha evel se feiz e oant disouchennet evel e vije lavaret.

    Mè ma doué, réhé oa douar a oa ai... manet vesé a vijé kaset zowt nènnè, kémènt a dèrhen nè prop quoi, a zé oa tout quoi. A vesé fé oant dichouchènnet vèl vijé lât.

    [mɛd ma ’due rehe wa ’duaʁ a wa ’aj – ’mãːnə və’se a viʒe ’kasə zow ’ne̟ne̟ ke̟mɛnt a ’dɛʁhən ’ne̟ː ’prɔp kwa – a ’zeː wa ’tut kwa – a vəse fe wãɲ diʃu’ʃe̟nəd vɛl viʒe ’lɑːt]

    Mais mon Dieu, ces terres-là étaient arrivées... étaient restées comme ça, et on y amenait les vaches, histoire de les maintenir propre, et c'était tout. Et ainsi, on n'y faisait plus la rotation des cultures.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

convenablement

  • 👂 🔗 pa vez un okasion evel-se 'ma graet propr dezhe

    [pe ve ˌnoka'zi:ɔ̃n vi'sɛ ma gwɛt prɔp dɛ:]

    quand il y a une occasion comme ça, je les avais accueilli proprement [avec ce qu'il faut d'alcool]

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne oamp ket pinvidik met roet e veze propr d'an dud hañ

    [wɑ̃m kə 'pinviɟ mɛ 'ʁo:əd viʒe pʁɔp dən dyd ɑ̃]

    nous n'étions pas riches mais on donnait largement aux gens hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi