Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
netaat
Gwelet an tem Naetaat
Stummioù :
nettoyer
-
👂 🔗 Oh laezh a roen d'ar reoù vihan, met bepred e vije ret reiñ maiz dezhe ha e vije ret netaat...
O lêz roèn de réw vien, mè boped vijé rét rèi mais tè, a vijé rét nétaat…
Oh, je donnais du lait aux petits [veaux], mais en tout cas il fallait leur donner du maïs et il fallait nettoyer...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Netaat dindane, ne vije ket peogwir 'deuint... neuze e vije graet gant an trakteur.
Nétaat tinanè, vijé ke pegur deuint… neuzé vijé gwè gan 'n trakteur.
Nettoyer sous elles, non puisque... Alors on utilisait le tracteur.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha neuze boñ beñ, e vije netaet dindane quoi pa vije ur bern poultr, peogwir e vez derc'het da lakat plouz dindane, ha neuze pa vez arri ur c'houchad ha neuze... ur c'houchad teil neuze, e vez graet gant an trakteur ha ar forc'h, voilà quoi. D'ar c'houlz-se, neuze, e vije evel se quoi.
A neuhé boñ beñ, vijé nétaat tinane quoi, pé vijé bèrn poult, pegur vé dèrhet te lake plous tinane, a neuhé pé vé ai e houchet, a neuhé… e houchet tèi neuhé, vé gwèt gan ’n trakteur, a vorh, voilà quoi. De houls-sé, neuhé vijé vesé quoi.
Et alors on nettoyait sous elles, quand il y avait beaucoup de poussière, parce qu'on leur mettait régulièrement de la paille. Et donc quand il y avait une épaisse couche de fumier, on utilisait le tracteur et la fourche, voilà. C'était comme ça à cette époque.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ne vez ket naetaet anezhi a-raok ?
[ve kə ne’tɑ:d nɛj ro:k]
on ne la nettoie pas avant ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 dec'h, dec'h 'ma naetaet eu... ar rosier aze
[deh deh ma ne’tɑ:d ə ʁozje ’ɑ:he]
hier hier j'avais nettoyé euh... le rosier là
Gant : Ivon Maledan, ganet e 1931 e Trezelan, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi