Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
nettoyer
netaat
Gwelet an tem Naetaat
-
👂 🔗 Oh laezh a roen d'ar reoù vihan, met bepred e vije ret reiñ maiz dezhe ha e vije ret netaat...
O lêz roèn de réw vien, mè boped vijé rét rèi mais tè, a vijé rét nétaat…
Oh, je donnais du lait aux petits [veaux], mais en tout cas il fallait leur donner du maïs et il fallait nettoyer...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Netaat dindane, ne vije ket peogwir 'deuint... neuze e vije graet gant an trakteur.
Nétaat tinanè, vijé ke pegur deuint… neuzé vijé gwè gan 'n trakteur.
Nettoyer sous elles, non puisque... Alors on utilisait le tracteur.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha neuze boñ beñ, e vije netaet dindane quoi pa vije ur bern poultr, peogwir e vez derc'het da lakat plouz dindane, ha neuze pa vez arri ur c'houchad ha neuze... ur c'houchad teil neuze, e vez graet gant an trakteur ha ar forc'h, voilà quoi. D'ar c'houlz-se, neuze, e vije evel se quoi.
A neuhé boñ beñ, vijé nétaat tinane quoi, pé vijé bèrn poult, pegur vé dèrhet te lake plous tinane, a neuhé pé vé ai e houchet, a neuhé… e houchet tèi neuhé, vé gwèt gan ’n trakteur, a vorh, voilà quoi. De houls-sé, neuhé vijé vesé quoi.
Et alors on nettoyait sous elles, quand il y avait beaucoup de poussière, parce qu'on leur mettait régulièrement de la paille. Et donc quand il y avait une épaisse couche de fumier, on utilisait le tracteur et la fourche, voilà. C'était comme ça à cette époque.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ne vez ket naetaet anezhi a-raok ?
[ve kə ne’tɑ:d nɛj ro:k]
on ne la nettoie pas avant ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 dec'h, dec'h 'ma naetaet eu... ar rosier aze
[deh deh ma ne’tɑ:d ə ʁozje ’ɑ:he]
hier hier j'avais nettoyé euh... le rosier là
Gant : Ivon Maledan, ganet e 1931 e Trezelan, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
karzhañ
-
👂 🔗 1. Goro ar saout, reiñ boued d'ar moc'h, karzhañ dindane. 2. Ya. Kas ar saout er-maez. 1. Kas ar saout er-maez. 2. Kerc'hat anezhe. 1. Ya. Kerc'hat anezhe, ya.
1. Goro zowt, reiñ bouet te moh, karzañ dinane. 2. Ya. Kas zowt mês. Kèrhet nè. 1. Ya. Kèrhet nè, ya.
1. Traire les vaches, nourrir les porcs, nettoyer sous eux. 2. Oui. Sortir les vaches [les emmener au champ]. Aller les chercher. 1. Oui, aller les chercher.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha hennezh peurvuiañ 'h ae, 'h ae, ma kerez, en em okupe deus al loened un tamm bihan, karzhañ dindan ar saout ha lakat an teil war e bern, ha traoù evel se, e vijent oc'h ober quoi.
A heñ pèrvuañ ’h ê, ’h ê, ma kées, non okupé deuz lwênet tamm bien, karzañ dinan zowt, a laket ’n tèil war i bèrn, a treŵ vesé, vijènt ’h or quoi.
Et lui en général, si tu veux, il s'occupait un peu des bêtes, nettoyer sous les vaches et mettre le fumier sur le tas, et des choses comme ça, ils le faisaient.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ya, karzhañ an dent
['kɑrzɑ̃ ndɛn]
oui, curer les dents
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
digaoc'hañ
-
🔗 digaoc'hañ
[di'gɔhɑ̃]
enlever la merde [nettoyer un enfant qui a fait dans sa couche]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 en em digaoc'hañ
[nɔ̃n di'gɔhɑ̃]
s'enlever la merde
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
propraat
-
👂 🔗 hag aze neuze pa vezont... e vez propraet neuze, laket propr
[ag 'ɑ:he 'nœ:he pe vɛɲ ve pɹo̞'pɑ:d 'nœ:he 'lɑkə 'pɹo̞p]
et là alors ils sont... est nettoyé alors, mis propre
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi