Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
diaoul
Gwelet an tem An diaoul (oustilh)
Stummioù :
diable
-
👂 🔗 bremañ n'eus na Doue na diaoul ken
['bomɑ̃ nœz na 'du:e na djo̞wl ken]
maintenant il n'y a plus ni dieu ni diable [plus de respect des valeurs]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tennañ an diaoul deus korf un den, penaos... egzorsizañ eo se hañ
[’tɛnɑ̃ ndjo̞wl dəs kɔʁv nde:n pə’nɔ̃:z egzɔʁ’si:zɑ̃ ɛ ze ɑ̃]
enlever le diable du corps d'un homme, ça c'est exorciser hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 un diaoulez, honnezh 'h ey d'an Ankou !
['ndjo̞wləs hɔ̃:s hɛj də 'nɑ̃ŋko]
une diablesse, celle-là incarnera le personnage de la mort !
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 teod milliget, lemmet war lerim an diaoul
['tɛwət mi'li:gət 'lɛməd waʁ 'lɛ:ɹim ən djo̞wl]
langue maudite, affûtée sur la meule du diable
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Glaod an Intañv, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se e oa diaouled 'ba an iliz, diaouled bihan
[də 'huls:e wa 'djo̞wləd ba 'ni:liz ie 'djo̞wləd 'bi:ən]
à cette époque-là il y avait des diables dans l'église aussi, des petits diables
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Glaod an Intañv, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Kaouenneg.Dastumer : Tangi
diable [outil]
-
👂 🔗 un dant diaoul
[dɑ̃n djo̞wl]
une dent d'extirpateur
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gant... 'ba ar gare de triage aze 'mamp... « un diaoul » a vez lâret deus se kwa, ur charriot bihan aze
[gɑ̃n bah gaɹ tɾiaʒ 'ɑhɛ mɑ̃m - ən djo̞wl ve lɑ:ɹ dəz ze kwa - ʃa'ɾi:ɔd 'bi:ən 'ɑhɛ]
avec... dans la gare de triage là nous avions... « un diable » qu'on appelle ça quoi, un petit charriot là
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi