Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

dre

Stummioù :

par

  • 👂 🔗 Anfin, ya, ne oas ket da-unan evel se. Nann, kalz reoù all a oa. Tremenet dre aze ivez.

    Añfin ya, oas ket tehun vesé. Nann, kales réw all oa. Tréménet dré ahé ie.

    Enfin oui, tu n'étais pas la seule comme ça. Non, il y en avait beaucoup d'autres qui en étaient passées par là aussi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Met X 'h ae da welet a-wezhioù met a-wezhioù 'h ae dre ar c'hleuz.

    [mɛ X he̞ də 'weːlə ə'wɛːʒo mɛ ə'wɛːʒo he̞ dʁe 'hlœ̃]

    Mais X allait parfois voir, mais il allait parfois par le talus.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Kar a-hend-all, eñ 'na ket tud a-hend-all quoi dre amañ met kendirvi ha traoù evel se, ha c'hoazh kalz anezhe ne wele ket anezhe kement-se, peogwir e oant e-barzh Landebaeron pe Kervoc'h, pe un tu bennak evel se, fidedoulle, e oa e-unan penn aze quoi.

    Ka hèndall, heñ na ke tut hèndall quoi, dré amañ, mèt kindirwi a trèw vesé, a hoas kales nè wélé ke nè kémésé, pegur oant bah Lanbèron pé Kèrvoh, pé tu bénnak vesé, fidedoullé, oa ihun pènn ahé quoi.

    Car sinon, lui n'avait pas de parents par ici, seulement des cousins et des gens comme ça, et encore, il ne les voyait pas tant que ça, parce qu'ils habitaient à Landebaëron ou Kermoroc'h, ou quelque part comme ça, nom d'un chien, il était vraiment tout seul.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 dre amañ 'meus ket soñj da welet moustiked gwezh ebet

    [dre 'ɑ̃mɑ̃ møs kə ʒɔ̃:ʒ də 'wɛ:lə mus'ti:kəd gwe:ʒe'bet]

    par ici je ne me souviens pas d'avoir jamais vu des moustiques

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Ne oa ket chomet dre amañ marteze.

    [ˈwa kə ʃom dʁe ˈɑ̃mɑ̃ maˈtee]

    Elle n'est peut-être pas restée par ici.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

parce que

  • 👂 🔗 Kar anez da se feiz e ouie a-walc'h, a-benn e vijemp diwezhatoc'h oc'h arriout er gêr, eo dre e vijemp e pinijenn, peotramant e vijemp chomet da ruzañ war an hent.

    [ka nɛstə’zeː fe uje ’waχ – bɛn viʒɛm di’wetɔh ’hajə ’ge̞ːʁ he̞ dʁe viʒɛm pi’niːʒən – petãmãn viʒe̞m ’ʃɔm tə ’ʁyːzã waʁ ’nɛn]

    Car sans ça, elle savait bien que si on arrivait plus tard à la maison, c'est parce que nous étions en punition, ou bien qu'on était resté traîner en chemin.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 'na ket a gred d'ober e-unan kwa, n'eo ket dre ma ne oa ket kap d'ober met...

    [na kə gɾe:d 'do̞:bəʁ i'hy:n kwa nɛ kə dɾe wa kə kɑp 'do̞:bəɹ mɛt]

    il n'osait pas faire tout seul quoi, ce n'est pas parce qu'il ne pouvait pas faire mais...

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'meus bet anavezet anezhañ dre ma 'neus bet graet pigeons voyageurs kwa

    [mœz bet ɑ̃n’ve:əd neɑ̃ dɾe nœz be gwɛt piʒɔ̃ vwajaʒəɹ kwa]

    je l'ai connu parce qu'il a fait des pigeons voyageurs quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 dre ma omp kreiztre daou mor amañ eo muioc'h... tempéré

    [dɾe ɔ̃m ’kɾɛjste do̞w mo:ɹ ’ɑ̃mɑ̃ ɛ ’my:ɔx tɑ̃peʁe]

    puisque nous sommes entre deux mers ici c'est plus... tempéré

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 en em dastum a ra dre ma 'h eo yen kwa

    [nɔ̃n 'dɑstym ra dre hɛ ji:n kwa]

    il se blottit parce qu'il fait froid

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ha 'dea kemeret an anv Max, dre 'da bet ur bugel, ur paotr bihan, ha e oa Max e anv.

    [a 'dea ke'meʁəd 'nãno 'maks dʁe da 'bed ə 'bugəl pot'piən a wa 'maks i 'hãno]

    Et elle avait pris Max comme nom [pseudonyme], du fait qu'elle avait eu un enfant, un petit garçon, qui s'appelait Max.

    À propos de Max du Veuzit, auteure à succès de romans à l’eau de rose dans les années 30.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal