Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

kazi

Stummioù :

presque

  • 👂 🔗 Ya, ne rin ket anezhañ deus beure an deiz a-raok. E vo ret din gortoz goude merenn kazi d'ober.

    Ya, rin ke néañ deus beuré ’n dé rok. Vo rêt tin gotoz goudé mèrn karjé d’or.

    Oui, je ne le ferai pas la veille au matin. Il faudra presque que j'attende l'après-midi pour le faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Kar ar gachenn peurvuiañ a-hend-all e vezont graet, e vez graet kazi ordin trempañ anezhe e-barzh... e-barzh un alkol bennak. Ya, ar re-mañ a drempez anezhe e-barzh petra ? E-barzh petra 'ta trempet da gachenn un tamm ?

    Ka gachenn pèrvuiañ hènd-all vènt gwèt, vé gwèt karjé ordin trèmpañ né barh... barh 'n alkol bénnak. Ya, ré-mañ drèmpès nè barh para ? Barh para ta trèmpet te gachenn tamm ?

    Car les gâteaux en général sinon, on les trempe presque toujours dans... dans de l'alcool. Oui, tu as trempé ceux-ci dans quoi ? Dans quoi as-tu trempé tes gâteaux un peu ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh hennezh 'nije succès, a-wezhioù e vije foulet. Kar ne oa ket war-dro kazi hini ebet, nann.

    O heñ nijé succês, (a)wêjo vijé voulet. Ka oa ke war-dro kahé hini bét, nann.

    Oh, il avait du succès, il était parfois débordé. Car il n'y en avait presqu'aucune dans les environs, non.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Evel se, e vamm feiz, ne vije ket o sikour ac'hanomp bepred koura, evel just, kar fidambie, honnezh a blije dezhi labourat, met ma Doue, ne oa ket kat ken kazi ivez.

    Vesé, i vamm, fé, vijé két jikour añm bopet koura, vèl just, ka fidambié, hoñ blijé dèi labouret, mèt ma doué, oa k' kat kén karjé ie.

    Comme ça en tout cas, sa mère ne nous aidait plus, bien sûr, car nom d'un chien, elle aimait bien travailler, mais mon Dieu elle n'en était presque plus capable.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya ya. Ur geginerez a oa, honnezh a vije oc'h ober kazi ordin, e-barzh... an euredoù ha traoù evel se quoi.

    Ya ya. Géginérez oa, hoñz vijé ’h or karjé ordin, bah ’n euréjo a trèw vesé quoi.

    Oui, il y avait une cuisinière. C'était presque toujours elle qui s'occupait des repas, dans les noces et les choses comme ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh e-barzh ar vro e vije avat kazi bep Sadorn.

    O bah vro vijé hat kahé bop saan.

    Oh, dans le coin il y en avait presque tous les samedis.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Arabat e vije ober re, ah ya kar... Ha pa vije re domm ar billig, te, kazi ne oa ket a voaien delc'hen d'ober krampouezh, peogwir neuze 'h aent du.

    (A)rabat vijé or ré, a ya ka... A pa vijé ré domm billik, té, kahé oa ke vwoien dèrhen dor krampous, pegur neuhé 'h ènt du.

    Il ne fallait pas en faire trop [du feu], car... Et quand la galetière était trop chaude, on ne pouvaient presque plus faire de crêpes, car elles noircissaient.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Kazi ordin e vije, e lakae he zan tro-ha-zro evel se, ha e-barzh ar c'hreiz 'h arrie un tamm deus pep tu, ha evel se ne vije ket rostet ar c'hreiz bepred kement, ma 'nije boutet anezhe tout e-barzh ar c'hreiz e vije bet rostet kreiz ar grampouezhenn.

    Karjé ordin vijé... laké i zan tro-a-zo vesé, a bah hrèis ’h aié ’n tamm deus pop tu, a vesé vijé ke rostet hrèis bopet kémèn. Ma nijé boutet nè toud bah hrèis vijé bé rostet krèiz grampouenn.

    Elle mettait presque toujours son feu tout autour comme ça, et un peu [de chaleur] arriver au milieu de chaque côté, et comme ça le milieu ne cramait pas. Si elle les avait toutes mises [les petites bûches] au milieu, le milieu des crêpes aurait été cramé.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ne rae ket anezhañ an deiz a-raok aze gwezh ebet, nann. Nann. Met c'hoant, met ha... aon 'dije da vezañ foulet an deiz-se pe ma 'dije da vont un tu bennak pe un dra bennaket met kazi ordin e rae anezhe da noz quoi, d'abardaez, da noz.

    Rê ke néañ 'n dé rok ahé gwéch ébét, nann. Nann. Mè hoan... Mèt a owen dijé de véañ voulet 'n dé sé, pé ma dijé de von tu bénnak pé 'n dra bénnaket, mè kahé ordin rê nè de nos quoi, d'abardé, da nos.

    Elle ne faisait jamais ses crêpes la veille, non. Sauf si elle craignait d'être débordé ce jour-là, ou si elle devait aller quelque part, mais elle les faisait presque toujours le soir-même.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Kazi ne vez ket gwelet.

    [ˈkɑhe ˈve kə ˈgwɛlət]

    On ne la voit presque pas.

    [au sujet d'un objet peu visible dans son emplacement]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ya, a... aze emañ ar waegenn sell, sell, aze, se 'h eo... ar re-seoù zo arri gwevn, kazi mat da skeiñ er bern teil, ya, ya, brein int sell, n'eus mann ebet en enne

    [jɑ ɑ 'ɑhe mɑ̃ 'wɛ:gən sɛl sɛl 'ɑhe ze hɛ zew zo ɑj gwɛwn 'kɑhe mɑ:d də skwɛj bɛrn tɛʎ ja ja bɾɛɲ iɲ sɛl nøz mɑ̃n'be nenɛ]

    oui, l... là c'est la peau regarde, regarde, là, c'est... ceux-là se sont devenues plastiques, presque bonnes à jeter au tas fumier, oui oui, elles sont pourries regarde, il n'y a rien dedans

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Ah ya ah marteze ya kazi a oa...gortoz... ul lod dontañ ne labouren ket peogwir a oa leun...ne oa ket nemet mein.

    [a ja a maˈtee ja ˈkahe wa ˈgotos loːd ˈdɔ̃tɑ̃ labuˈʁɛn kət pyː wa lœn ˈwa kə mɛ mɛɲ]

    Ah oui ah peut-être oui il y avait quasiment...attends... une partie du champ que je ne travaillais pas puisqu'il était plein...il n'y avait que des cailloux.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 ya, eñ a ra kazi eveltout ivez

    [ja hẽ: ra 'kahe 'wɛltud ie]

    oui, il fait presque que comme toi aussi

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kazi ne oaremp ket

    ['kɑhe 'wɑ:rɛm kə]

    nous ne savions presque pas

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eo ket du met kazi

    [nɛ kə dy: mɛ 'kahe]

    il n'est pas noir mais presque

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kazi e vije bet ur bazhad 'ba ar sal, 'mamp... 'mamp klasket euh... en em dibrouilhet mat e oamp

    ['kɑhe viʃe bed ə 'bɑhad ba zɑ:l mɔ̃m mɔ̃m 'klɑskəd ə nɔ̃n di'bruʎə mɑ:d wɑ̃m]

    il y aurait presque eu une bagarre [bousculade] dans la salle, nous avions... nous avions essayé de... nous nous étions bien débrouillés

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kazi evel amañ ivez kwa

    [kaʒe wɛl 'ɑ̃mɑ̃ 'ie kwa]

    presque comme ici aussi quoi

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 nebeutoc'h kazi

    [nœ'bœ:tɔh 'kɑhe]

    presque moins

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ret eo deskiñ anezhañ er skol kazi evit ober ervat

    [rɛd ɛ 'diski neɑ̃ bah sko:l 'kɑhe wid o:r vɑ:t]

    il faut l'apprendre à l'école quasiment pour bien faire

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Kazi ordin.

    Kajé ordin.

    [kaʒe oʁdin]

    Presque tout le temps.

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 kazi sur

    ['kɑʒe zy:r]

    presque sûr

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 e-pad pemp miz kazi e vez bemdez oc'h ober se

    [pɑt pɛm mi:s 'kɑ:ʒe ve 'bomdɛ ho:r ze]

    pendant presque cinq mois il fait ça tous les jours

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi