Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

disparaître

mont kuit

  • 👂 🔗 ha war an diwezhañ ne gavent ket ken, peogwir, gant ar produioù a vez laket, 'h aent kuit

    [a warn di'weɑ̃ 'gɑ:vɛɲ cə ken py gɑ̃n ə pro'dyjo ve 'lɑkət hɛɲ kwit]

    et sur la fin ils ne trouvaient plus, puisque, avec les produits que l'on met, elles partaient [disparaissaient]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aet e oant kuit gant al louzouioù

    [ɛd wɑ̃ɲ kwit gɑ̃n lu'zojo]

    elles étaient parties [avait disparu] avec les traitements chimiques

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 traoù zo aet kuit hañ

    [trɛw zo ɛt kwit ɑ̃]

    des choses ont disparu hein [plantes]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne oant ket kontant o welet ar c'hoefoù o vont kuit

    [wɑ̃ɲ cə 'kɔ̃ntɑ̃n 'wɛ:lət 'kwɛfo vɔ̃n kwit]

    ils n'étaient pas content de voir les coiffes disparaître

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

partiañ

Gwelet an tem Partiañ

  • 👂 🔗 oh met pa oa bet komañset pulverizañ tout an traoù, serten plantennoù zo bet partiet hañ

    [o mɛ pə wa be ko'mɑ̃sət ˌpylve'ri:zɑ̃ tun trɛw 'sɛrtɛn plɑ̃n'teno zo be par'tiəd ɑ̃]

    oh mais quand on a commencé à pulvériser tout, certaines plantes ont disparu hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

mont

  • 🔗 ar jeuioù all zo aet, tout an dud zo aet kwa

    ['ʒœjo al zo ɛt tun dyd zo ɛt kwa]

    les autres jeux sont partis [ont disparu], tous les gens sont partis [ne viennent plus]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aet eo se, bepred zo, evurusamant zo manet

    [ɛd ɛ ze 'bopə zo ˌevyʁyˈzɑ̃mɑ̃n zo 'mɑ̃:nət]

    ça a disparu, il y en a toujours, heureusement qu'il en reste

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

disparesañ

  • 👂 🔗 e veze gouvezet evel an deizioù-mañ gant an avion 'neus dispareset aze 'ba Malaisie kwa

    [viʒe gu'veɛd wɛl 'ndɛjo mɑ̃ gɑ̃n na'viɔ̃n nœz dispa'ʁe:səd 'ɑhe bah malɛ'zi 'dyən kwa]

    et on savait comme ces jours-ci avec l'avion qui a disparu là en Malaisie quoi

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha 'h int bet dispareset kompletamant ?

    [a hiɲ be ˌdispa'ʁesət ˌkɔ̃mple'tɑ̃mɑ̃n ə]

    et elles ont complètement disparues euh... [étables attenant à l'auberge] ?

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 da hanterdisparesiñ

    [də 'hɑ̃ntəɹ dispa'ɹesĩ]

    de disparaître à moitié

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

mont er-maez

  • 👂 🔗 se zo aet tout er-maez paotr-kaezh

    [ze zo ɛt tud me̞:s pot'kɛ:s]

    tout ça a disparu [litt. est sorti, pratiques religieuses] mon vieux

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se zo aet er-maez deus ar jeuioù pell zo kar re dañjerus e oa

    [ze zo ɛd me̞:z dəz ə 'ʒœjo pɛl zo kaʁ ʁe dɛ̃'ʒy:ʁyz wa]

    ça ne fait plus partie des jeux depuis longtemps car c'était trop dangereux [jouer avec un tison]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aet eo ar c'hiz-se er-maez

    [ɛd ɛ hi:s se me̞:s]

    cette mode-là a disparu

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha goude e oa aet ar jeu-se er-maez

    [a 'gu:de wa ɛd 'ʒœ:ze me̞:s]

    et après cette pratique avait disparue [écrémer à la ferme]

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

mont da foutr

  • 👂 🔗 ar chistr zo aet da foutr ivez koura

    [ʒis so ɛt tə fud ie 'ku:ɹa]

    le cidre a disparu aussi quoi [on n'en fait plus]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 an tri venaj-se zo aet da foutr ivez

    [tɾi 've:naʃse zo ɛt tə fud ie]

    ces trois fermes-là ont disparu aussi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

disparuiñ

  • 👂 🔗 arri zo disparuet bern evned ha traoù

    [ɑj zo dispa'ɹy:əd bɛɹn ɛ̃'ve:nəd a tɾɛw]

    plein d'oiseaux et tout ont disparu

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ya, disparuiñ eo kuitaat kwa, pa vez arri dare da guitaat kwa

    [ja dispa'ɹy:ĩ he̞ kwi'tɑ:t kwa pe ve ɑj 'dɑ:ɹe də gwi'tɑ:t kwa]

    oui, disparaître c'est quitter quoi, quand c'est le moment de quitter quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi