Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
diminuer
koazhañ
Gwelet an tem Koazhañ
-
👂 🔗 n'eus ket kement evned ken ivez, koazhañ a reont
[nøs kə 'kemən 'ewnə ken 'ije 'kwɑhɑ̃ rɛɲ ɑ̃]
il n'y a plus autant d'oiseaux aussi, ils diminuent
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 koazhañ a reont hañ
['kwɑ:hɑ̃ rɛɲ ɑ̃]
ils diminuent hein
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e koazhe al laezh d'ar c'houlz-se
['gwɑhɛ le̞:z də 'hulse]
le lait diminuait à cette époque-là
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 koazhañ a reont
['kwɑhɑ̃ rɛɲ]
ils réduisent [diminuent, effectifs du privé]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ret vo din koazhañ
[rɛd vo dĩ 'kwɑhɑ̃]
il va falloir que je diminue [les activités]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
krennañ
-
👂 🔗 met euh egile all 'neus krennet ar re-seoù tout
[mɛd ə egi'lɑl nøs 'kɾɛnə zew tut]
mais cet autre-là les a tous diminué [champs]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
uzañ
-
👂 🔗 met lâret zo 'meus klevet a-berzh-mat, hag ar skorn a derc'h da uzañ
[mɛ 'lɑ:rə zo møs 'klɛwəd bœrz'mɑ:d ag ə skɔɾn dɛrχ tə 'y:zɑ̃]
mais on dit, j'ai entendu de source sûre, et la glace continue de diminuer [réchauffement climatique]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
diminuiñ
-
👂 🔗 bremañ emañ ar maiz o vont da diminuiñ koura, diwar... a-benn ar sizhun all sur a-walc'h, al lodenn vrasañ a vo en traoñ
[’bomɑ̃ mɑ̃ ’mɑ:is vɔ̃n tə ˌdimi’ny:ĩ ’ku:ɾa diwaʁ bɛn zy:n al zyɹ’wɑh ə lo:n ’vɹɑsɑ̃ vo tɾo̞w]
maintenant le maïs va diminuer quoi, à partir... pour la semaine prochaine certainement, la plus grande partie sera à terre [fauchée]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi