Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
dépenser
dispign
Gwelet an tem Dispign
-
🔗 Derc'hen da dispign arc'hant 'ba kaoc'haj.
[ˈdɛhɛn ˈdispiɲ ˈɑʁhɑ̃n ba ˈkɑhaʃ]
Continuer a dépenser de l'argent dans des conneries.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
[troioù-lâr / expressions]
-
👂 🔗 ober bern teil gant nebeud a blouz
[o:r bɛrn tɛʎ gɑ̃ 'nœbəd blu:s]
vivre au-dessus de ses moyens [litt. faire beaucoup de fumier avec peu de paille]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
foetañ
Gwelet an tem Fouetañ
-
🔗 foetañ anezhe
['fwɛtɑ̃ nɛ:]
les dépenser [l'argent]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 peogwir 'neus foetet e arc'hant gant ar c'hasino
[pə'guʁz nøs 'fwɛtəd i 'ɑʁhɑ̃n gɑ̃n kazi'no]
puisqu'il a balancé son argent au casino
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 X a oa foeterez arc'hant
[wa fwɛ'te:ʁəz 'ɑʁhɑ̃n]
X était dépensière
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi