Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

table

taol

Gwelet an temoù An daol ha Deus taol
Gwelet an tem An taolioù

  • 👂 🔗 Hag an daol a oa e-barzh ar c'hreiz aze, ur pezh taol vras hir aze.

    [a 'ndoːl wa bah 'hʁɛjz ahe – pes tol vʁas 'hiːʁ ahe]

    Et la table était là au milieu, une grande et longue table.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 an daol zo ti Philippe zo graet gant ar wezenn ivin a oa ti Jean Prigent a oa aze, e-tal ar chapel aze

    [ən do:l zo ti: fi'lip so gwɛt kɑ̃n 'weən 'i:vin wa ti: ʒɑ̃ priʒɑ̃ wa 'ɑhe tɑl 'ʃɑ:pəl 'ɑhɛ]

    la table qui était chez Philippe est faite avec l'if qui l'y avait chez Jean Prigent là, à côté de la chapelle

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ha feiz goude neuze deus noz e oa boutet tout an taolioù, ar c'hadorioù ha ar bankoù ha tout an traoù er-maez, ha neuze e oa dañset e-barzh an deltenn.

    A fé goudé neuhé deu noz oa boutet tou ’n toio, hadorio a banko a tou ’n trèw mês, a neuhé oa dañset bah ’n dèltenn.

    Et ensuite le soir, on avait poussé toutes les tables, les chaises et les bancs et tout dehors, et alors on avait dansé dans la tente.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz neuze e oa merenn, e oamp aet da verenn, ha e oa taolioù e-barzh... ne oa ket hangar ebet e-barzh ar Veuzit, met ur pezh grañj hir, e-barzh honnezh, ha neuze e oa un deltenn. Une tente. Un deltenn.

    A fé, neuhé oa mèrnn, oam èt te vèrnn, a oa toio bah... oa ked añgar bét bah Veuzit, mêd er pés kleñch hir, bah hoñs, a neuhé oa ’n dèltenn. Une tente. ’N dèltenn.

    Et alors il y avait le repas de midi, on était allé manger le repas de midi dans... Il n'y avait pas de hangar au Veuzit, mais une grande et longue grange, dans cette grange, et sinon il y avait une tente.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal