Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

travail

labour

Gwelet an tem Al labour

Aze e vije labour hañ, a-benn 'nije, a-benn e vije roet boued da dregont buoc'h evel se heñ.

Ahé vijé labour añ, bènn nijé… bènn vijé roe bwét te drégon buh vesé eñ.

Ça c'était du travail, quand on avait donner à manger à trente vaches comme ça.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha deus noz, deus noz, a-benn seizh eur 'nije fin e labour hañ.

A deuz nos, deu nos, bènn sèiz eur nijé fin i labour añ.

Et le soir, pour sept heures il avait fini son travail.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Anfin deus beure e deue met goude avat deus... d'abardaez aze 'nije labour e-barzh ar park.

Fin, deus beuré dé, mè goudé hat, deus… D'abardé ahé nijé labour bah park.

Enfin, il venait le matin, mais ensuite... l'après-midi il avait du travail au champ.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

E-barzh ar menaj eo se : pep hini a renk arañj e labour deus 'nez d'ober quoi.

Bah ménach é zé : pop ini (a) rèng arañj i labour deus né d’or quoi.

C'est comme ça à la ferme : chacun doit adapter son travail en fonction de ce qu'il a à faire.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha eüruzamant kar goude, gant ar saout 'meump bet trawalc'h a labour.

A évuruzaman ka goudé, gan zowt meum bé trawah labour.

Et heureusement car ensuite, avec les vaches, on a eu assez de travail.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Gwelet frazennoù all...

[troioù-lâr / expressions]

e-kichen ni 'mije ur c'holl-skiant, neuze e veze lâret ur c'holl... c'holl-skiant eo, ur c'holl-skiant eo, ur pennad mat e veze euh... d'ober hadañ traoù, neuze e vezent hadet à la volée

[’kiʃən mym miʃe ə hol’skiən ’nœe viʃe lɑ:r ə hol hol’skiən ɛ ə hol’skiən ɛ ˌpɛnə’mɑt viʃe ə do:r ’hɑ:də tɾɛw ’nœhe viʃɛɲ ’hɑ:də a la vo’le]

alors que nous nous avions un travail de fou [à perdre patience], alors on disait « c'est un travail de fou », on était un bon bout de temps euh... à semer des choses, alors on les semait à la volée

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

ya, ur c'holl-skiant hag ul labour breset d'ober, ordin, ni 'mijemp ket peoc'h ebet, 'mijemp ket peoc'h ebet

[ja ə hɔl'skiən ag əl 'lɑ:bur 'bre̞səd 'do:bər ɔr'di:n mym miʒɛm kə pœh bet miʒɛm kə pœh bet]

oui, un travail de fou et un travail pressé à faire, tout le temps, nous n'étions pas tranquilles, nous n'étions pas tranquilles

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)