Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

e-unan

Stummioù : e-unan ;

seul

Retorn d'ar frazennoù kentañ

Ha goude neuze, goude neuze e oa laket un transfert a vije graet deus se, aze e vije, al laezh 'h ae direkamant e-barzh an tuyauioù, e-barzh an tuyau ha deus an tuyau 'h ae e-barzh ar bac neuze. Ha se a rae e-unan.

A goudé, neuhé, goudé neuhé oa laked... un transfert vijé gwèt teus sé, ahé vijé… lêz ’h ê dirèkaman ba ’n twiyoyo, ba ’n tuyau a deus tuyau ’h ê bah bac neuhé. A zé rè ihun.

Et ensuite, on a mis... un transfert qu'on appelait ça, le lait allait directment dans les tuyaux, dans le tuyau, et du tuyau il passait dans le bac. Et il le faisait tout seul.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Pa vije laket ar machinoù war bronnoù... ... ar vuoc'h, feiz, hennezh a goroe e-unan quoi. Ha e derc'he d'ober, e derc'he da sachañ goude. Ha feiz evel se e oa kat da surveilh div pe deir pe beder asambles quoi.

Pé vijé laked machino war bronno… vuh, fé, heñ goroé ihun quoi. A dèrhé d’or, dèrhé de jèchañ goudé. A fé vesé oa kat de survèi diw pé dèr pé béder sam(bl)es quoi.

Quand on mettait les machins sur les mamelles de la vache, la machine trayait toute seule. Et elle continuait de tirer ensuite. Et comme ça, on pouvait en surveiller deux ou trois ou quatre en même temps.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)