Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

koura

Stummioù : koua ; kouda ; koura ; kua ; kuida ; kura ; kweda ; kwida ;

Gwelet an tem Koura !

[formule d'insistance]

Tostaat a reomp bepred koura.

[to'staːd ʁãm 'bɔpət ku'ɾaː]

Nous nous approchons en tout cas n'est-ce pas.

Plac'h, 1925, Lannuon (dastumet gant Riwal)

Soñj a-walc'h a raen ne oa ket aet pell koura, met boñ...

['ʒõːʒ 'waχ ʁɛn 'wa kəd ɛt 'pɛl kuɾa mɛ bõ]

Je pensais bien qu'il n'était pas allé loin, n'est-ce pas, mais bon...

Plac'h, 1940, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Evel se, e vamm feiz, ne vije ket o sikour ac'hanomp bepred koura, evel just, kar fidambie, honnezh a blije dezhi labourat, met ma Doue, ne oa ket kat ken kazi ivez.

Vesé, i vamm, fé, vijé két jikour añm bopet koura, vèl just, ka fidambié, hoñ blijé dèi labouret, mèt ma doué, oa k' kat kén karjé ie.

Comme ça en tout cas, sa mère ne nous aidait plus, bien sûr, car nom d'un chien, elle aimait bien travailler, mais mon Dieu elle n'en était presque plus capable.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ur bannac'h all ha ur bannac'h all ha ur bannac'h all, met ur bannac'h all pa vezer partiet evel se koura, fidedoulle avat, ha e vez graet... 'h eve hep gouzout dezhañ.

Bañh all a bañh all a bañh all, mè bannah all pé vèr partiet vesé koura, fidedoullé hat, a vé gwèt... évé èp koût téañ.

Un verre et un verre et un verre, mais un autre verre quand on est parti comme ça... Il buvait sans s'en rendre compte.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

ma ne dapont ket da stokañ o daouarn, unan e pep tu d'ar wezenn kua

[ma 'dɑpɛɲ kə də 'stɔkɑ̃ o 'dɑwən yn pop ty: də 'weən kya]

s'ils n'arrivent pas à se toucher les mains, un de chaque côté de l'arbre quoi

Manuel Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

Hebiou belec'h e deui ? Hebiou ar c'hreiz, hebiou ar c'hostez ? Hebiou amañ koura. Kredie emezon-me.

[bywbə’lɛh di – byʁ’hʁɛis byʁ’hoste – byʁ’ãːmã ’kuɾa – kʁe’diːe ’mõme]

Par où viendras-tu ? Par le milieu, par le côté ? Par ici quoi. Sacredieu, que je dis.

En s’adressant à son paquet de gâteaux qu’elle essaye d’ouvrir.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)