Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

âge

oad

Gwelet an tem An oad

Betek daouzek vloaz e oan e-barzh skol Trezelan, aze 'ma bet ma certificat d'étude, peogwir, pa... e oa ret d'an nen chom aze betek an oad-se e-barzh ar skol-se, voilà, ken vije ar certificat d'étude, ha goude neuze e oan aet e-barzh ar Gouent, e-barzh Bear.

Béték daouzêg la oan bah skol Trézélan, ahé ma bé me certificat d'étude, pegur pé... oa rét 't nén chom ahé béték noat-sé, ba skol-zé, voilà, kén vijé certificat d'étude, a goudé neuhé oan èt bah Gouen, ban Béar.

J'étais à l'école de Trézélan jusqu'à douze ans. J'y ai eu mon certificat d'étude, parce que... On devait y rester jusqu'à cet âge, dans cette école, voilà, jusqu'au certificat d'étude. Et après alors je suis allé au Bon Sauveur, à Bégard.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Un oad zo da pep tra.

Nwad zo de pop tra.

[nwad zo də pop tʁa]

Il y a un âge pour tout.

Selina Jagin, 1920, Bear (dastumet gant Julien)

[troioù-lâr / expressions]

A-benn neuze e oan arri pet vloaz ?

Bènn neuhé oan ai péd la ?

Quel âge j'avais à cette époque ?

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

A-benn neuze 'ma... N'onn ket avat. Pet vloaz 'ma a-benn neuze ? Feiz tremen tregont vloaz bepred.

Bènn neuhé ma... N’onn ke hat. Péd la ma bènn neuhé ? Fé. Trémen trégon la bopet.

À cette époque j'avais... Je ne sais pas. Quel âge j'avais à cette époque ? Plus de trente ans en tout cas.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

'Na lavaret din, me eo gwelloc'h din emezañ gwelet ac'hanout o vont da Lannuon, evit mont, evit chom e-barzh ar gêr emezañ, an dro-mañ emezañ, kar n'out ket ken yaouank ken. Feiz nann avat emezon-me, n'on ket ken yaouank ken, sur gouez dit avat . Ha evel se... Ah, n'eo ket emezañ, trankiloc'h e vin emezañ o welet... Se a oa fasil hañ, ne oan ket ar memes oad ken na mann ebet, d'akouchiñ ha tout se, anfin...

Na lât tin, mé ’h è wèlloh tin méañ gwéled anout von te Lannuon, wit mont... wit chom bah gêr, méañ, ’n dro-mañ méañ, ka n’ou ke kén yowañk kén. Fé nann hat moñmé, n’on ke kén yowañk kén, zur gwéch tit hat. A vesé... A, n’è ket, méañ, trankiloh vin méañ wélet... Zé oa vasil añ, oan ke momes noat kén na mann bét, d’akouchiñ a tout sé, añfin...

Il m'avait dit : je préfère te voir aller [accoucher] à Lannion que de rester à la maison cette fois-ci, car tu n'es plus aussi jeune. Non, dis-je, je ne suis plus aussi jeune, comme tu dis. Et comme ça... Ah, c'est pas pour dire, dit-il, je serais plus tranquille. C'était évident, je n'avais plus le même âge, pour accoucher et tout...

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)